Va mirit, Aotrou Doue, rak ennoc’h e klaskan va goudor.
2 D’an Aotrou e lavaran: «C’hwi eo va Aotrou,
n’eus eurvad ebet evidon nemet ennoc’h».
3 E santualioù dre ar vro, kaer-dispar evidon,
eo dezho em eus roet va holl garantez.
4 Ar re avat a red war-lerc’h an idoloù,
ar re-se a lakaio o foanioù da greskiñ.
Nann, n’in ket da skuilhañ gwad d’an doueoù,
ha ne savo ket o anvioù d’am muzelloù.
5 Aotrou, c’hwi eo va lod, va c’haliriad:
c’hwi an hini a zalc’h va flanedenn en ho taouarn.
6 Ar gordenn he deus muzuliet din un dachenn a zudi;
ya, va lod-hêrezh a zo evidon levenez vras.
7 Bennigañ a rin an Aotrou a ro din e guzulioù;
zoken e-pad an noz am c’helenn va c’halon.
8 An Aotrou am bez dalc’hmat dirak va sell;
emañ a-zehou din, ne vrañsellin ket.
9 Gant se eo laouen va c’halon,
hag e trid va ene;
va c’horf zoken a ziskuizho e surentez.
10 Rak ne zilezot ket va buhez e dalc’h ar marv,
ne lezot ket ho sant da welout ar vreinadurezh.
11 Diskouez a reot din hent ar vuhez,
leunder al levenez en ho splannder,
plijadurezh a-zehou deoc’h da virviken.
Ceci est le psaume du jour. Traduction partielle ci-après.
Le livre des Psaumes en breton est accessible sur le blog d’Emglev an Tiegezhioù
Psaume 16(15)