Ur voest sonerezh « O Rouanez karet an Arvor » evit pediñ gant ar vugale

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Ar Gedour a ginnig deoc’h ar voest sonerezh gentañ e brezhoneg, asambles gant an embregerezh Picoti-Picota. Da heul ar voest sonerezh evit an « Añjelus » war an ton iwerhonek Greensleeves, Picoti-Picota en deus labouret gant Ar Gedour evit sevel ur voest sonerezh e brezhoneg war ton ar c’hantik brudet « O Rouanez karet an Arvor » (klikit amañ evit sellout ouzh ar paozioù war lec’hienn Kan-Iliz).

Da vare an niverel hag an traoù difestis, ur voest sonerezh ‘zo ur benveg fetis a-feson evit sikour an tiegezhioù da lakaat brezhoneg er gêr. Savet eo bet gant Olivier Michel (kaner, sonaozer, penn laz-kana…), gant ar pal sikour ar vugale da bediñ e brezhoneg ! 

Ar voest sonerezh a vo lakaet e-barzh ur voest-gartoñs, kinklet brav gant Lucie Minne. Bep taol ma lakaer an dornikell da dreiñ e vez klevet ar c’hantik brudetañ gouestlet da Santez Anna : O Rouanez karet an Arvor, o Mamm lan a druez, war an douar, war ar mor, gouarnit ho pugale.

Ur prof a-feson evit ur c’hanedigezh, ur vadeziant, pe pask kentañ  ur bugel, un doare da lakaat war-wel Ar Gedour e-touez ar familhoù, hag un doare ivez da sikour Ar Gedour da gas da benn raktresoù evit ar feiz hag ar brezhoneg.

Ar voest gartoñs zo 6cm he hirder, 5 cm he ledander, ha 3cm he uhelder. Ar voest sonerezh Picoti Picota® n’eo ket ur c’hoari met ur benveg sonerezh.

Gwerzhet e vez ar voest da 12€, hag an arc’hant rastellet a servijo da sikour Ar Gedour – Ret e vo deoc’h paeañ 4€ a frejoù kas evit Breizh ha Bro-C’hall. Deuit e darempred ganeomp ma faot deoc’h e vefe kaset ar voest en estrenvro.  Posupl eo paeañ dre b/Paypal a-drugarez d’al liammoù amañ dindan. N’ho peus ket c’hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Pe faot a ra deoc’h paeañ gant ur chekenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !

Prenañ ar voest

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Katekiz e brezhoneg

Katekiz e brezhoneg / Catéchisme en breton (05/03)

D'ar Sul 5 a viz Meurzh e vo kaset un abadenn katekiz e brezhoneg evit ar vugale etre 4 ha 9 bloaz. / Dimanche 5 mars 2023 aura lieu une session de catéchisme en breton pour tous les enfants entre 4 et 9 ans.

Le jeune prêtre breton Matthieu Vannier.

Ar veleien yaouank e 2022 / Les jeunes prêtres bretons

Emgav gant un nebeud beleien yaouank, Matthieu Vannier ha Kaourintin Samson, evit kompren gwelloc’h piv int ha petra a vez graet gante. / Dewi Siberil est allé rencontrer quelques jeunes prêtres bretons afin de mieux comprendre ce choix de vie dans ce nouveau numéro du magazine 13 munud e Breizh.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *