15 a viz Ebrel : SANT PADERN, ESKOB

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min

Sant Padern a seblant bezañ bet ganet, n’eo ket e Breizh-Veur, met en Armorika, er 5-vet kantved. Kemer a ra perzh er sened bet dalc’het e Gwened e 465, gant c’hwec’h eskob eus arc’heskopti Touroni (Tours).

Moarvat d’ar c’houlz-se e oa diaezamantoù etre Armorikaned kozh bro-Wened hag ar Vrezhoned o tegouezhout eus Breîzh-Veur gant o menec’h, o eskibion, hag o beleion. Diaes eo lavarout un dra bennak, rak n’ouzomp netra pe dost na war Sant Padern e-unan, na war stad an Iliz e Breizh en e amzer. Marvet e vefe bet d’ur 15 a viz Ebrel. E gorf a voe interet en iliz Sant Padern e Gwened. Sellet eo evel eskob kentañ. Gwened, hep ma vefe un dra peursur : eskibion a c’hell bezañ bet e Gwened en e raok, pa ouzomp ez eus bet anezho en Naoned a-dal an trede kantved.

Pedomp : Grit ur sell a vadelezh, Aotrou Doue, ouzh hoc’h Iliz a Wened, hoc’h eus degaset da gentañ d’ar feiz dre labour abostolek Sant Padern, ha teurvezit bremañ, dre e bedenn evidomp, hon mirout bepred en ho toujañs hag en ho karantez. Dre Hon Salver Jezuz-Krist, Amen.

Source : Kelc’h Katolik

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD". En 2024, il a également publié avec René Le Honzec la BD "L'histoire du Pèlerinage Militaire International".

Articles du même auteur

[SAINTE ANNE D’AURAY] Le Pèlerinage des Bretonnants aura lieu le 27 avril 2025

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minLe Pèlerinage des Bretonnants à Sainte-Anne-d’Auray a vocation à rassembler …

Coop Breizh fait un appel aux dons pour l’aider à redresser la barre

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 minSuite aux difficultés financières traversées par Coop Breizh …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *