Mk 11, 1-10 (B)
Pa oe erruet Jezuz hag e ziskibien tost deuz Jeruzalem, e-kichenn Betfaje ha Betani, dirag Menez an Olived, e oe kaset gantañ daou euz e ziskibien, en eur lavared dezo :
— « It d’ar vourhadenn a zo dirazoh. Kerkent hag eet e-barz e kavot eun azenig ouz ar stag, ha n’eus bet c’hoaz dén azezet warnañ. Distagit ha digasit anezañ ganeoh.
« Ma houlenn unan bennag ouzoh : « Petra emaoh oh ober aze ? », respontit : « An Aotrou e-neus ezomm anezañ ». Ha dioustu e vo lezet da zond ganeoh ».
Mond a reont eta, hag e kavont eun azenig ouz ar stag e-kichenn eun nor, er-mêz, war ar ru, hag e tistagont anezañ. 5 Tud a oa eno, hag a houlennas outo :
— « Da ober petra emaoh o tistaga an azenig-se ? »
Int-i da respont evel m’e-noa lavaret Jezuz, hag e lezer anezo da ober. Digas a reont an azenig da Jezuz, ha taoler o mantilli war e gein hag eh azezas Jezuz warnañ.
Leda a reas e-leiz a dud neuze o mantilli war an hent, ha lod all bodou bet trohet ganto er parkeier. 9 Koulz ar re a gerze e penn a-raog hag ar re a zeue warlerh, e youhent a-bouez-penn :
« Hozanna ! Benniget an hini a zeu en ano Doue !
« Benniget ar Rouantèlèz a zo o tond, hini David on Tad.
« Hozanna el lehiou uhel ! »