D’an 12 a viz Kerzu 2013 a verko dek ha tri-ugentvet Deiz-ha-Bloaz drouklazh an Aotrou Perrot, Doue d’e bardono, e Skrigneg.
Da zerc’hel an eñvor eus an den meur-se, difenner Breizh, ha difenner he Feiz kristen hag he yezh eo bet moulet ur gartenn-eñvoriñ a-ziforc’h gant an arzourez Anne Floc’h, merc’h-vihan Yves Floc’h, ur c’houer bihan a Blougerne aet da gelenner war al livouriezh a-drugarez d’an Aotrou Perrot. E diabarzh ar gartenn kartoñset eo bet lakaet ar “bPedenn d’an Aotrou Perrot” bet skrivet gant Anjela Duval, gant un droidigezh e galleg.
Mat e vo deoc’h mont da weladenniñ lec’hienn an arzourez vrezhon da brenañ imajoù santel evit pask ar vugale da skouer, ha traoù all c’hoazh. Lod a zo e brezhoneg.
Bruderezh e gallek kaset d’Ar Gedour gant A. Floc’h (Klikañ war ar skeudenn evit braasat anezhañ) –
Testenn e brezhoneg savet gant Emglev an Tiegezhioù
Cliquez sur le dessin pour l’agrandir. Notez qu’à l’occasion de cet anniversaire, Ar Gedour vous proposera des documents et textes exclusifs.
Ar Gedour Actualité spirituelle et culturelle de Bretagne
