Ganet e Domnonea Breizh-veur e fin ar 5-vet kant-ved, Tudual a voe gant Budog, diskibl da Sant Maodez. E vamm a oa Koupaia (emañ he bez e Langoad), e c’hoar a zo Santez Sev, kehelet e parrez Sant-Sev, nepell diouzh Montroulez. Galvet gant Deroc’h, e genderv, en aber ar Gindi hag ar Yeodi, eo eno e tiazezas ur manati bras. Galvet da vezañ eskob, ez eo bet Tudual avieler bras hanternoz Breizh. Marvet eo Tudual d’an 30 a viz Du 553. E relegoù a voe degaset da gentañ da Laval (Lann-Tual ?) ha goude-se da Chartrez e amzer aloubadegoù an Normaned. Distroet da Landreger ez int bet miret diouzh distrujadegoù an Dispac’h Gall.
Tudual a zoug c’hoazh un anv all : Pabu (an Tad) ; an anv diwezhañ-mañ a gaver e Pabu, Sant Pabu, Tre-Babu, Lann-Babu. E anv berraet a zo deuet da vezañ Tudal pe Tual, Tudy – marteze ivez Tudeg -ha Paban. Aet eo da anv tiegezh, ar pezh a ziskouez e oa hon sant poblek-tre. E Ouel, a dlefe bezañ d’an 30 a viz Du, a zo kilet d’ar 1-añ a viz Kerzu. Hervez Gourdisten, a skrivas war-dro 880, Tudual a voe unan eus ar pevar feulvan a reas braster bro-Gerne : Gradlon, Kaourantin, Gwenole, hag uheloc’h egeto, Tudual. Evitañ eo ar c’hentañ hag ar brasañ : Bez e voe ur skouer evit ar venec’h, emezañ. (Memor e Kemper, diret e Sant Brieg)
Pedomp : Grit ur sell a vadelezh, Aotrou Doue, ouzh hoc’h iliz a Vreizh hoc’h eus degaset da gentañ d’ar Feiz dre labour abostolek Sant Tudual ; teurvezit bremañ dre e bedenn vat evidomp, hon mirout divrall en ho toujañs hag en ho karantez. Dre H. S. J. K., Amen.
Tennet eus Kelc’h Katolik
Ar Gedour Actualité spirituelle et culturelle de Bretagne
Chanjet eo bet skritur anv sant Tudual a gaoz da fari ur skrivour ag an XIvet kantved : chanjet eo bet en amzer-se bet urzh al letrennoù etre an T hag ar G.
Da benn gentan e veze gwraet anezhan Tutuual (Tud gwall) e IXvet kantved, Tutgual e Xvet kantved ha Tugdual en XIvet kanved, ha setu an anv skrivet hiziv an deiz e galleg.
Gouarnet eo bet stummoù kozh e brezhoneg elkent (Tudal, Tudual, Tual)
Nag ur spont eo klevet sell gwezh « Tugdual » e galleg.
Re zivezhat eo marse mil blez goude da chanj an traoù, mes diaes eo ‘vit an diskouarn ‘elkent !
L’orthographe du nom de saint Tudual a été changée au XIème siècle par la sottise d’un copiste ignorant et distrait qui a inversé deux lettres, et c’est hélas cette orthographe fautive qui s’est perpétuée sous la forme française jusqu’à nos jours.
La forme première est Tutuual (peuple valeureux en vieux-breton) Tud-gwall. C’est un supplice pour tout bretonnant que d’entendre Tugue-du-ale ; hélas, après mille ans, c’est difficile de rétablir la vérité, d’autant que ce prénom a été adopté tel quel et que de mauvaises habitudes ont été prises.
Pour les futurs parents, de grâce, reprenez les formes anciennes ou populaires bretonnes !
Sant Tudual, pedit evidomp !