Bet ganet d’ar 1-añ a viz Here e eskopti Roazhon, e antreas e Kumpagnunezh Jezuz gant ar soñj da vezañ misioner ha da vervel merzher er C’hanada.
Neveziad e Sant German-en-Lae e vo kaset evit tri bloavezh da La Flèche, ha goude-se da Gemper e 1630. War ali an Tad Bernez, en em lakas, gant gred ebet, da zeskiñ brezhoneg. Gweladennet e voe neuze gant Dom Mikael an Noblez, a ziouganas e teufe da vezañ misioner e Breizh war e lerc’h. Met klask a ra diflipañ diouzh seurt planedenn. Kaset da d-Tours, ha goude-se da v-Bourges, e teu da vezañ klañv. Prometiñ a ra neuze, mar pare, en em reiñ d’ar misionoù e Breizh. War c’houlenn an Tad Bernez e tistroio da Gemper e 1640. Met eskob Kemper a zo oc’h enebiñ ouzh al labour misioniñ.
Dom Mikael avat a resev anezhañ e Konk-Leon, a ro dezhañ e gloc’hig hag a gelenn dezhañ e zoareoù da brezeg ha da genteliañ an dud. Ouzhpenn mil beleg ha laiked a stummas da ober eveltañ. 43 vloaz e talc’ho gant ar garg-se, en ur avielañ un dek parrez bennak bep bloaz hag en ur chom e pep hini anezho peder pe bemp sizhunvezh, pep devezhiad o kregiñ da beder eur diouzh ar beure. E vision diwezhañ a vo e parrez Plevin, neuze e eskopti Kemper. Eno e varvas d’an 28 a viz Genver 1683. Daoust d’an eskob eo bet douaret e iliz Plevin, hervez ar pezh en doa lavaret e-unan : lec’h ma kouezho ar wezenn e ranko chom. D’an 20 a viz Mae 1951 eo bet diskleriet evurus.
Missionnaire jésuite en Bretagne, le père Julien Maunoir, né à Saint-Georges-de-Reintembault (35) le 1er octobre 1606 a consacré à la Haute Cornouaille une bonne partie de son travail. Il est décédé le 28 janvier 1683 au presbytère de son ami, M. Canant, recteur de Plévin. Bravant les menaces d’excommunication de l’évêque de Quimper qui s’opposait à ce que le corps de leur cher Tad Mad soit transporté à Quimper pour y être enterré dans la cathédrale, les habitants de la paroisse et des alentours firent bonne garde autour de l’église où le corps avait été amené. Le saint missionnaire resta à Plévin. N’avait-il pas prophétisé de son vivant quand il avait dit « Elec’h ma kouez ar wezenn, e rank bezãn les et » (Là ou l’arbre tombe, il faut le laisser) ?Lorsque Julien Maunoir rendit son dernier soupir le 28 janvier 1683 à Plévin, tout près de Carhaix, le bilan de ses missions force l’admiration : 41 missions en Léon, 28 en Trégor, 15 missions dans l’ancien diocèse de Saint-Brieuc, 11 dans celui de Dol, 13 dans celui de Rennes, 14 dans celui de Vannes et 291 dans l’ancien évêché de Cornouaille, soit 413 missions en 43 ans.
« Par son affabilité, sa patience, sa bonté, son ouverture à tous, sa miséricorde, son souci des plus petits, des malades, des exclus, de tous ceux qui étaient loin, ignorés, méprisés, abandonnés, esclaves du péché , Julien Maunoir, écrit Fañch Morvannou dans sa somme dédiée au bienheureux, a multiplié les signes d’une ressemblance à Dieu qui ont poussé la vox populi à proclamer sa sainteté de son vivant. »
L’enregistrement ci-dessus est issu d’un collectage Ar Gedour 2021.
Ar Gedour Actualité spirituelle et culturelle de Bretagne
Demat, Efflam,
Nebeud amzer zo em eus savet ur pennad war Wikipedia br diwar-benn lodenn gevrinus misionoù Maunoir, ar pezh en doe anvet (stourm ouzh) Iniquitatis (de) la Montagne.
Diroll ar Menez https://br.wikipedia.org/wiki/Diroll_ar_Menez eo titl ma fennad a zo bet awenet gant skrid an Ao. Séjourné, eil buhezskriver an Tad Maunoir. Sl. ouzh https://catholicapedia.net/Documents/cahier-saint-charlemagne/documents/C1010_P.Maunoir-La-Montagne_7p.pdf.
Daoust hag eñ eo bet studiet mat an afer-ser-se. N’eo ket sklaer eus peseurt kredenn ez eus kaoz.
P’he deus kontet Irène Frain istor e familh he deus komzet eus tud o chom tro-dro da Gerledan hag e oa lesavet Ar Re Zu. Sañset e voe protestanted lod anezho, met ne voe asur kontrol ar pastelloù-bro-se emichañs.
A galon