An Azvent : bennigañ ar c’hraou Nedeleg hag e santonigoù e brezhoneg

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min

E deroù an Azvent e vez savet tamm-ha-tamm ar c’hraouioù Nedeleg en hor familhoù, en hon ilizoù hag en hor chapelioù. Ha perak ne vefe ket an dra-se un digarez da bediñ asambles er familh ?

N’eo ket ar c’hraou Nedeleg ur kinkladur hepken : degas a ra da soñj deomp kevrin an Enkorfadur. E vennigañ a zo un doare brav da lakaat ar Salvér Jezuz e-kreiz ar prientiñ da Nedeleg.

Al lec’hienn Kan Iliz a ginnig deoc’h pedennoù e brezhoneg evit bennigañ ar c’hraou Nedeleg hag e santonigoù, hag evel-se ez a treuzkas ar feiz ha treuzkas hor yezh dorn-ha-dorn.

Pediñ a reomp ar familhoù, ar parrezioù hag ar skolioù d’ober o mad eus ar pedennoù-se. Gallout a reer ivez kanañ un nebeud kantikoù brezhonek evit an Azvent pe evit Nedeleg.

Un digarez kaer eo da lakaat ar brezhoneg da vevañ en hor familhoù evel yezh ar bedenn hag ar feiz.

Kavit war lec’hienn Kan Iliz ar pedennoù evit bennigañ ar c’hraou Nedeleg hag e santonigoù.

À propos du rédacteur Redaction

Les articles publiés sous le nom "rédaction" proviennent de contributeurs occasionnels dont les noms sont publiés en corps de texte s'ils le souhaitent.

Articles du même auteur

Penaos treuzkas spered Nedeleg d’ar re yaouank dre ar bedenn hag ar c’han e brezhoneg ?

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 minPa veze kanet « Pe trouz war an …

Nous sommes morts pour un monde que nous ne connaîtrons pas

Amzer-lenn / Temps de lecture : 6 min11 novembre — Méditation à la mémoire des …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *