Da vare Hanter-Eost e vez pardon Itron-Varia ar Sklaerder e Kerien, e Kombrid, e Plonevez-Porze… Ur chapelig gouestlet da Itron-Varia ar Sklaerder a gaver ivez e Kernouez, e Bro-Leon, met n’eo ket anavezet koulz lavaret, ha koulskoude e talvez ar boan mont da welet anezhi, rak ul lec’h kaer-kenañ eo, hag ouzhpenn he deus un istor dic’hortoz a-walc’h, peogwir eo bet kempennet gant sikour tud eus Kerne-Veur ! En ur ober « Tro-Sant-Paol » omp bet o welet anezhi.
Ar chapelig-se a oa bet savet er 16ved kantved e-kichen ur feunteun brudet evit sikour ar vugale da vale, ha gouestlet da Itron-Varia ar Sklaerder. E-pad an Dispac’h, ar beleg Hamelin, hag a oa bet kulator an alvokad Le Flo eus Lesneven, a gavas repu gant ar familh Harding, eus Trelawy, e Kerne-Veur. Drezañ e teuas ar familh-se da vezañ katolik. Goude an Dispac’h, etre 1810 ha 1830, e teuas zoken ar familh Harding da chom e Kastell-Paol, hag o doe tro e-pad ar mare-se da anaout ha da garet kalz ar chapelig. Ar beleg Chauvel, hag a oa bet chapalan ganto e Trelawy, a voe anvet da berson e 1835 e Kernouez. Un tangwall a zistrujas ar chapel e 1836. Gant ar familh Harding e voe sikouret kalz ar person da adsevel ar chapel, hag a gendalc’h hirio da zegas soñj eus hor breudeuriaj gant Bretoned tramor.
Diouzh o zu, ar familh Harding a roas an anv « Sklaerder » d’ar manati a savjont war o douaroù e Trelawy e Kerne-Veur. Ul lec’h kaer, sioul ha leun a vleunioù eo chapelig ar Sklaerder e Kernouez, e traoñ ar bourk. Un dudi evit an daoulagad hag ar galon, hag evit an treid ma fell deoc’h lakaat anezho e dour ar feunteun !