Kavet war lec’hienn Emglev an Tiegezhioù :
Pa ya ur pab da anaon pe ma tiskrog diouzh e garg pounner a « bPenn eus an Iliz katolik », e vez diuzet e warlerc’hier gant ar Gardinaled yaouankañ (dindan 80 vloaz), bodet en ur C’honklav (« dindan alc’hwez » da lavarout eo e vezont lakaet a-gostez eus an diavaez, troc’het dioutañ). E chapel Sikst en em gavont eta, o pediñ hag o vouezhiañ peder gwech bemdez, betek ma vezo kavet unan anezho o tastum ouzhpenn an div drederenn eus ar mouezhioù. Neuze e vez lakaet moged gwenn da zont er-maez toenn ar chapel da gemenn d’ar Gristenion o deus ur pab a nevez.
Hor Pab nevez a zo Jorge Mario Bergolio e anv. Dibabet en deus bezañ anvet Frañsez hiviziken, abalamour da Sant Frañsez Asiz eveljust. Ganet eo bet e 1936 en Arc’hantina en ur familh paour enbroet diouzh Italia. An tad a laboure war-dro an hentoù-houarn. D’ar skol bublik ez eas hag e reas studioù war ar gimiezh a-raok kemer an hent da vont da veleg, o tonaat e c’halvedigezh en e labourva-kimiezh. Da gloerdi eskopti Buenos Aires ez eas, ha goude-se da novisiad ar jezuisted e1958. Beleget e vo e 1969. Bez e voe Arc’heskob buenos aires a-raok sevel a ra war gador Sant-Pêr d’e 76 bloaz.
Un den didrouz, efedus-kenañ, feal d’an Iliz Eeun-tre eo e zoare-bevañ, ha klask a ra mont war-zu ar beorion. Emañ o vont da vevañ bremañ e keoded ar Vatikan, a zo ar Stad vihanañ eus ar bed (882 den evit 0,44 kilometrad-karrez). Eno e vo sikouret gant tud a Iliz ha laiked evit gouarn an Iliz. 1,2 miliard a gatoliked a sell outañ evel o fenn-rener, o heñcher, o fastor. Eñ eo a ren an Iliz oc’h envel an eskibion, o resisaat poentoù a feiz pe boentoù a denn da gelennadurezh sokial an Iliz, d’ar vuhezegezh dre vras. Klask a ra labourat evit ar peoc’h ivez. 300.000 a dud a oa o c’hortoz dindan ar glav war leurgêr Sant-Pêr evit an « Habemus Papam ». « Ur Pab hoc’h eus, ha dont a ra diouzh penn ar bed ! » en deus lavaret, a-raok goulenn ma vo pedet evitañ gant an engroez. A-daol trumm eta e teuas ur sioulder souezhus war al leur-gêr. Miliardoù a dud a sellas ouzh an darvoud dre ar skinwel hag ar genrouedad hag a voe benniget « Urbi et Orbi » gant an Tad Santel ar pab nevez, ar Pab Frañsez.