Ur voest sonerezh « O Rouanez karet an Arvor » evit pediñ gant ar vugale

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Ar Gedour a ginnig deoc’h ar voest sonerezh gentañ e brezhoneg, asambles gant an embregerezh Picoti-Picota. Da heul ar voest sonerezh evit an « Añjelus » war an ton iwerhonek Greensleeves, Picoti-Picota en deus labouret gant Ar Gedour evit sevel ur voest sonerezh e brezhoneg war ton ar c’hantik brudet « O Rouanez karet an Arvor » (klikit amañ evit sellout ouzh ar paozioù war lec’hienn Kan-Iliz).

Embannet e vo ar voest e fin ar miz, adalek ar 26 a viz Here 2020, met arabat gortoz re evit he frenañ, peogwir e vo un niver bihan a voestoù savet. Ma faot deoc’h profañ ar voest da vare an Nedeleg, gwelloc’h he frenañ hiziv evit bout sur e chomo unan evidoc’h.

Da vare an niverel hag an traoù difestis, ur voest sonerezh ‘zo ur benveg fetis a-feson evit sikour an tiegezhioù da lakaat brezhoneg er gêr. Savet eo bet gant Olivier Michel (kaner, sonaozer, penn laz-kana…), gant ar pal sikour ar vugale da bediñ e brezhoneg ! Ar voest sonerezh a vo lakaet e-barzh ur voest-gartoñs, kinklet brav gant Lucie Minne. Bep taol ma lakaer an dornikell da dreiñ e vez klevet ar c’hantik brudetañ gouestlet da Santez Anna : O Rouanez karet an Arvor, o Mamm lan a druez, war an douar, war ar mor, gouarnit ho pugale.

Ur prof a-feson evit ur c’hanedigezh, ur vadeziant, pe pask kentañ  ur bugel, un doare da lakaat war-wel Ar Gedour e-touez ar familhoù, hag un doare ivez da sikour Ar Gedour da gas da benn raktresoù evit ar feiz hag ar brezhoneg.

Ar voest gartoñs zo 6cm he hirder, 5 cm he ledander, ha 3cm he uhelder. Ar voest sonerezh Picoti Picota® n’eo ket ur c’hoari met ur benveg sonerezh.

Gwerzhet e vez ar voest da 12€, hag an arc’hant rastellet a servijo da sikour Ar Gedour – Ret e vo deoc’h paeañ 4€ a frejoù kas evit Breizh ha Bro-C’hall. Deuit e darempred ganeomp ma faot deoc’h e vefe kaset ar voest en estrenvro.  Posupl eo paeañ dre b/Paypal a-drugarez d’al liammoù amañ dindan. N’ho peus ket c’hoant da urzhiadiñ enlinenn ? Pe faot a ra deoc’h paeañ gant ur chekenn ? Kudenn ebet, leugnit ar baperenn urzhiadiñ-mañ ha kasit anezhi deomp !

Ma faot deoc’h profañ ar voest d’unan bennaket, e c’hellomp kas anezhi war-eeun d’an hani a faot deoc’h, gant ur gemenadenn bersonelaet skrivet ganeoc’h (ar voest sonerezh + ar gemenadenn bersonelaet : 14€ + frejoù kas)

Prenañ ar voest nemetken Ar voest + ur gemenadenn bersonelaet

 

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Dominique Thepaut

Ar brezel hag ar feiz (Dominique Thepaut) – Pennad Kaoz

Dominique Thepaut, beleg en Eskopti Kemper ha Leon, 'zo bet aluzener an armeoù e-pad 20 vloaz bennak, kaset 'ba Ouganda, Liban, Kosovo, Afghanistan. / Dominique Thepaut, prêtre du diocèse de Quimper et Léon, fut aumônier dans l'armée pendant près d'une vingtaine d'années. Envoyé en Ouganda, au Liban, au Kosovo ou encore en Afghanistan.

Lenn ar Bibl e brezhoneg.

Lennadennoù e brezhoneg / Lectures en breton (06 – 07) ✝️

Ouzhpennet eo bet lennadennoù ar Sulioù hag ar gouelioù o tont war lec'hienn Bibl.bzh, hag ez eus ur bochad evit ar sizhunvezhioù da zont / Les lectures en breton des dimanches et jours de fêtes des prochaines semaines ont été ajoutés sur le site Bibl.bzh, et elle sont nombreuses pour la fin du mois de juin.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *