Evel bep bloaz e kinnig Emglev an Tiegezhioù d’ar vrezhonegerien kregiñ mat gant ar bloavezh-skol en ur vont asambles war-zu pardon ar Folgoad.
D’ar Sadorn 5 a viz Gwengolo, derc’hent devezh bras pardon ar Folgoad, e vo aozet ur gerzhadeg e brezhoneg. E-pad div eurvezh bennak e vo tro da bediñ, da gaozeal ha da selaou marvailhoù war an hent, en un aergelc’h a vreudeuriezh hag a feiz.
Ar bale-pirc’hirinañ, 7 kilometr war un hent plaen, a loc’ho da 4 eur goude merenn rik eus chapel Landouzen, en Dreneg. Ar pal a vo erruout er Folgoad a-raok 6 eur noz, evit kemer perzh en Oferenn e brezhoneg.
Goude an oferenn e vo kendalc’het gant ar mare a vignoniezh, gant ur piknik a-stroll.
Un doare kaer, evit ar familhoù hag ar vrezhonegerien, da lakaat ar brezhoneg, ar bedenn hag ar vignoniezh e-kreiz penn-kentañ ar bloavezh-skol.
Ar Gedour Actualité spirituelle et culturelle de Bretagne


