Sul Gwenn santel deoc’h ! Sainte fête de la Pentecôte à vous !
Partition & traduction disponible ici.
Dek devez goude an Asansion, an Ebestel a oa dastumet er Gamblid. Souden, e teuas eus an nenv eun trouz evel hini eun avel foll o c’houezan. Dre an ti, teodoù tan a ziskennas hag en em zispartias, unan war benn peb Abostol.
Hag ar Spered Santel o vezan karget o eneou, en em lakjont da gomz en pep seurt yez. Judevien deut evit Pask, eus a bep bro, ha diredet d’ar Gamblid war glevet ar c’heloù, a oa leun a estlamm ouz o selaou o komz pep hini anê en e yezh.
Dirak ar boblad tud-se, Per a embann neuze, heb aon, penaos ar Jezuz o deus krusifiet a zo Doue : « Grit pinijenn, emezañ, ha digemerit holl ar vadeziant evit gwalc’hi ho pec’hejoù ». En de-se, end-eün, eun tri mil bennak a dud a zeuas da greski niver an diskibien…