
Bep sizhun e vez lusket ur gronikenn gouestlet d’ar chadenn TV Brezhoweb gant Florent Grouin. Skignet e vez ar gronikenn-mañ war gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg e-barzh an abadenn Pikouz-Dibikouz lusket gant Enora Molac. Adkavit kronikennoù ‘zo gant ur stumm skañvoc’h ha dre skrid war Ar Gedour.
Kronikenn ar Merc’her 15 a viz Gwengolo 2021
Ar sizhun-mañ ‘m boa c’hoant da lakaat ar gaoz war un dresadenn-vev e brezhoneg, pe kentoc’h ur rummad tresadennoù-bev, anvet Ar Yerigoù ! N’eo ket unan nevez, skignet eo bet war Brezhoweb e 2019 evit an distro-skol, betek penn-kentañ ar c’henfinañ e 2020. Peurliesañ e klaskomp skignañ rummadoù tresadennoù-bev nevez bep bloaz, met aze, kement a berzh en deus graet an dresadenn-vev-mañ ‘pad ar c’henfinañ, ken hon eus choazet adskignañ ‘nezhi evit ar bloavezh 2021/2022.
Istoer Ar Yerigoù
Direnket eo buhez trankil ar Yerigoù gant un den pe un darvoud dic’hortoz !
E penn-kentañ eo Ar Yerigoù un heuliad levrioù evit ar vugale, skrivet gant Christian Jolibois ha treset gant Christian Heinrich. ‘Barzh al levr kentañ e vez heuliet troioù kaer ur yarig, Karmela, hag a faot dezhi mont da welet ar mor. Karmela en em gav en Amerika ar Su mar-plij, goude ur veaj war-bourzh lestr Kristof Koulm, hag aze eo piket he c’halon gant ur c’hilhog yaouank ruz anvet Pitikok. Distreiñ a reont e Breizh evit sevel ur familh, hag al levrioù da heul hag an dresadenn-vev a zo diazesaet war o bugale Karmen ha Karmelito :
Direnket eo buhez trankil Karmen ha Karmelito gant un den pe un darvoud dic’hortoz… ha setu-int o vont da vevañ avanturioù dreistordinal evit klask un diskoulm d’an afer. Asambles gant o mignon Maoutig an dañvad, en em gavont gant harozed dibluñv iskis-mat o anvioù : Marie-Antoinette, Shakespeare, Ar C’hazh gant heuzoù ler, Yann ar Feunteun pe c’hoazh gant Leif Erikson ‘barzh rann gentañ an dresadenn-vev, ur viking yaouank hag en deus dizoloet Amerika tost 500 vloaz a-raok Kristof Koulm.
Levrioù embannet gant TES
Daouz vloaz ‘zo, pa oa bet kroget gant Brezhoweb skignañ an dresadenn-vev, e oa bet embannet levr kentañ Ar Yerigoù e brezhoneg gant TES, Ar yarig a felle dezhi gwelet ar mor. Ne oa ket bet raktreset an traoù, met klokaat a rae mat ar skignañ hag an embann war ar memes tro. Hag ar wech-mañ, c’hoazh hag adarre, ez eus daou levr nevez embannet gant TES pa grogomp da skignañ ar Yerigoù, Cholori e Ti ar Yerigoù, ha Yann o kousket ha Yann e Lenn… Ur rummad tresadennoù-bev ha tri levr, peadra da reiñ plijadur d’an holl bugale !
Sellet ouzh an dresadenn-vev (Ar Yerigoù)