Hiziv eo Sul an Drinded Santel.
N’eus ket kalz a gantikoù evit ar gouel-mañ. Setu amañ daou anezho.
Unan arall ez eus war lcc’hienn Kan Iliz (klikit amañ).
Pedenn d’an Drinded santel
(war don Adoromp holl)
1. O Tad krouer ! C’hwi ‘gar kement ar bed-mañ
M’ho peus roet buhez ho Mab evitañ.
Grit m’ho karimp d’hon tro, eus a greiz hor c’halon
Ha m’ho meulimp ervat en Neñv dirak ho tron,
En Neñv dirak ho tron.
___________
2. O Mab Salver ! C’hwi atav madelezhus
‘Zo ‘n em c’hraet den hag a zo anvet Jezuz ;
C’hwi hoc’h eus hor prenet ‘n ur vervel war ur groaz ;
Grit na vimp ket kollet, goude poanioù ken bras,
Goude poanioù ken bras.
___________
3. O Spered Glan ! C’hwi ‘ra nerzh ha sklerijenn ;
Dirak ho tan e teuz an deñvalijenn.
Strinkit ‘n hor speredoù sklaerded ho kwirionez,
Tommit hor c’halonoù gant gwrez ho karantez,
Gant gwrez ho karantez.
___________
4. O Trinded sakr ! Hor mirit korf hag ene,
Diouzh ar gwalleur d’en em gailharañ morse,
Ma c’hellot chom ennomp, e-giz e-barzh ho ti
Ha reiñ d’hor c’halonoù ar peoc’h hag an dudi,
Ar peoc’h hag an dudi.
___________
5. Holl draoù krouet, ha c’hwi-holl sent hag Aelez,
Meulit ganeomp an Doue a santelezh.
Ra vo meulet an Tad, ar Mab hag ar Spered !
Ra vo meulet bepred tri Ferson an Drinded,
Tri Ferson an Drinded !
___________
Gwerz an Drinded
(war don Emgann an Tregont)
DISKAN :
D’an tri Ferson eus an Drinded
Kanomp ervat gant mil resped :
Gloar hag enor war bep tachenn,
Gloar hag enor da virviken !
___________
1. Un Doue ‘zo, unan hepken,
Krouer pep tra, krouer pep den ;
Bet eo atav, be ‘vo bepred,
Emañ dre holl hep harz ebet.
___________
2. Tri Ferson ‘zo e-barzh Doue,
Parfed o zri e pep doare ;
An Tad, ar Mab, ar Spered Glan,
Doue o zri, holl a unan.
___________
3. Doue o zri, ha koulskoude
‘rabat soñjal int tri Doue ;
Unan hepken a reont o zri :
N’eus etrezo tamm disparti.
___________
4. Disparti ‘bet n’eus etrezo ;
N’int ket mesket evelato :
An Tad, ar Mab hag ar Spered
A chom atav gwir Bersoned.
___________
5. Doue an Tad a zo krouer,
Doue ar Mab a zo Salver,
Hag ar Spered a garantez
Eo oberour ar santelezh.
___________
6. Doue a zo ur spered pur,
Santel, santel eo e natur,
N’heller kavout en e vuhez
An disterañ fallagriezh.
___________
7. Galloud Doue a zo dispar :
Ober a c’hell ar pezh a gar ;
An dud kreñvañ en e gichen
‘zo nebeutoc’h eget kelien.
___________
8. Douar ha mor ha bolz an Neñv
A embann sklaer galloud Doue :
E anv sakr ha benniget
Dre ar bed-holl a zo skrivet.
___________
9. Eñ eo a vlein an heol, al loar
Hag ar stered hag an douar ;
E lec’h ebet, netra morse
Ne c’hell fiñval hep e aotre.
___________
10. Emell a ra ouzh ar paourig,
Ouzh al labous hag ar peskig,
Ouzh ar preñvig an disterañ,
Emell a ra ouzh kement tra.
___________
11. Klevout, gwelout a ra pep tra,
Betek an traoù ar c’huzhetañ :
N’eus ket ur soñj en hor spered
Hag a chomfe outañ kuzhet.
___________
12. Doue a zo madelezhus
Hag ouzh an holl eo truezus :
D’ar pec’her paour, pa cheñch buhez,
E ro pardon ha levenez.
___________
13. Met Doue ‘zo ivez leal,
Ha gwazh a-se d’ar re ‘zo fall :
Gantañ pep den a vo barnet
Hervez an hent en do heuliet.
___________
14. Bevomp atav evit Doue ;
Bezomp dezhañ korf hag ene,
Hag en Neñvoù ni ‘vo laouen
Ouzh e veuliñ da virviken.
Source : Kelc’h Katolik / Son & Ton
Du cantique présenté en colonne à droite sur la page, je retiens d’abord le cinquième couplet:
5. Doue an Tad a zo krouer,
Doue ar Mab a zo Salver,
Hag ar Spered a garantez
Eo oberour ar santelezh.
5. Dieu le Père est créateur
Dieu le Fils est Sauveur
Et l’Esprit d’amour
est faiseur (acteur, orfèvre) de Sainteté.
Ce cantique manifestement s’essaie à la pédagogie trinitaire, au début, mais aussi a une visée poétique, par la suite.
complément
Si l’on suit la syntaxe bretonne, il faudrait plutôt traduire:
Et le faiseur (acteur, orfèvre) de Sainteté
est l’Esprit d’amour.
sujed a zo… / … eo sujed