Saints bretons à découvrir

Homelienn evit oferenn vrezhoneg pardon Santez Anna – 26/07/2026

Amzer-lenn / Temps de lecture : 5 min

E-kerzh ar Pardon Vraz Santez-Anna-Wened 2026, eo bet lidet an oferenn e brezhoneg gant an Aotrou Denis Moutel, eskob Sant-Brieg ha Landreger. Jef Fulup, diagon eus eskopti Sant-Brieg ha Landreger hag e karg eus ar bastorelezh e brezhoneg, en deus lavaret an homelienn-mañ :

(Si 44, 1.10-15 ; He 11, 1-2, 8-19 ; Mz 13, 16-17)

« An neb en deus divskouarn, ra glevo ! » Breudeur ha c’hoarezed kristen, pirc’hirined Santez Anna, setu aze komzoù hon Salver bet klevet disul e dibenn an Aviel. Evit klevout eta, eo ret kaout divkouarn, pe c’hoazh ma karit, lakomp eo ret selaou mat, ha kaout c’hoant da c’houzout petra a foate d’hon Salver reiñ deomp da gompren. Hirie emaomp o lidañ gouel ha pardon bras an Itron Santez Anna, mamm ar Werc’hez Vari ; Mari, an hini a zo bet kap da selaou ha da glevout mouezh an Ael a zeue a-berzh Doue. Mari an hini he deus,  gant feiz vras, asantet da volontez Doue. Gant piv e kav deoc’h he deus desket selaou mouezh an Aotrou ? Gant he zud, a dra sur. Gant he mamm hag he zad. Anna, ha Chim. Ac’hanta, a-raok mont pelloc’h war benn hent santez Anna, e faota din pouezañ da gentañ war ar pezh a glevomp e lennadennoù hon oferenn.

Selaou, ha klevout, gant o divskouarn ha muioc’h c’hoazh gant o c’halon, setu ar pezh o deus graet tadoù kozh hor Salver Jezuz, a-hervez an testennoù hon eus lennet. Levr Ben Sira a veul « hor gourdadoù », hor hentadoù eta. Graet o deus « oberioù a reizhded » (bet int tud reizh, tud just e-keñver Lezenn sakr Moizez), « o bugale  o deus dalc’het da lezennoù an Emglev. » Ha c’hoazh : « o diskennidi a zo chomet fidel », ha se zo kaoz e vo meulet « braster o furnez ». Setu feiz an Israeliz gozh : ur feiz maget gant Lezenn an Aotrou Doue. Kement-se a oa moarvat e penn an hini en deus skrivet al Lizher d’an Hebreed. Skrivañ a ra : « Ar feiz a zoug enni ar pep gwellañ eus ar pezh a esperer. […] Abalamour dezhi eo bet meulet tud an amzer gozh. » Menegiñ a ra Abraham, tad an dud a feiz, hag e wreg Sara. Bez o do ur mab, Izag, en ur virout o feiz e promesa an Ao. Doue, ha goude e teuio ur mor a dud, holl diskennidi tad ar Feiz, diskennidi an den en deus selaouet ha kredet ar pezh a bromete Doue, an den sentus er feiz. Ur mor a ziskennidi : setu aze frouezhusted ar feiz.

Kement-se a denn da feiz ar Gourdadoù. Evidomp-ni, bremañ eta, ez eus tu da glask un hent-buhez er pezh a lar Jezuz er pennad aviel.  Gerioù-stur ar pennad berr-se a zo « gwelout » ha « klevout. » A-hed hor buhez e vemp oc’h ober gant an daou verb-se. Prizius int, rak gant ar gweled hag ar c’hleved, e c’hellomp santout bezañs an Ao. Doue en hor buhez, d’ar pemdez. Hag en Testamant nevez ne baouez ket hor Salver da bouezañ warnomp evit ma tigorimp hon daoulagad hag hon divskouarn… Hor c’halonoù…

Diskibien Jezuz o deus bet an eurvad da vevañ gant an Hini a oa bet diouganet gant ar Brofeded gozh. Ha ni, breman, ouzhpenn 2000 bloaz goude, hon eus an eurvad, an taol-chañs, dre gelennadur Jezuz d’e ziskibien, da anaout kevrinoù, misterioù Rouantelezh Doue. Lakomp eta hon daoulagad, hag hon divskouarn da welout ha da glevout, da arvestiñ ouzh kaerderioù oberoù Doue er bed hag en hor buhezioù-ni.

Hirie an deiz, d’an dud a vefe o klask Doue (c’hwi marteze) ne c’heller laret nemet se : sellit, selaouit, rak Doue en em gav hag a gomz en hor buhez pemdeziek. Evel ma lare Jakob e Levr ar C’heneliezh : (Gn 28, 16) : « Doue a oa aze, ha ne ouien ket. » Klaskomp eta roudoù an Ao. Doue en hor buhez pemdeziek, ha n’eo ket e lein an oabl o c’hortoz ur burzhud bennaket.

Ha petra a c’hellimp tennañ eus an holl deñzorioù-se ? D’am soñj ’vo mat dimp klask petra, e buhez santez Anna, a c’hellomp kemerout evel skouer vat.

Ar pezh a ouzomp diwar-benn mamm-gozh Jezus, ne zeu ket eus ar Bibl. Bet zo savet gant an hengoun ur seurt « mojenn alaouret », enni un danevell-buhez n’eo ket istorel. Met memestra ez eus tu da gompren petra a fell d’an Iliz reiñ dimp da c’houzout : buhez ur vaouez a feiz kreñv. Dre se e c’hellomp komz eus ur speredelezh, a ro dimp da brederiañ hag a c’hell aweniñ hor buhezioù-ni.

Da gentañ ez eo diskouezhet dimp he doa ur feiz uvel ha fizius, barrek eta da vagañ hec’h esperañs e diaesterioù he buhez. E-pad pell he deus gortozet ganedigezh he bugel (dres evel Sara, gwreg Abraham). Pedet hag aspedet he deus, ha chomet eo fidel ken m’eo bet roet dezhi he mennad gant Doue.

Ouzhpenn-se, Anna he deus kelennet d’he merc’h Mari pedennoù ha deskadurezh ar feiz, evel ma veze anavezet ha bevet gant he fobl. Anna a zo evidomp-ni, gant he gwaz Joachim, ur patrom eus santelezh an tiegezhioù, ar familhoù, an tadoù, mammoù, tadou-kozh ha mammoù-kozh o deus gouvezet treuskas ar feiz d’ar re yaouank.

C’hoazh e vefe kalz da laret a-zivout santez Anna, met hirie e kinnigan deoc’h hepken lakaat ho kammedoù e roudoù patronez ar Vretoned hag ar vartoloded gant an daou bal-se : labourat evit donaat hor feiz, gant kelennadur an Iliz ha gant studiañ Komz Doue el levrioù sakr. Ar feiz deuet dimp abaoe amzer ar brofeded hag ar gourdadoù. Ha war ar memes tro, pediñ santez Anna hag he Merc’h ar Werc’hez Vari evit ma virimp, sanket don en hor c’halonoù, an Esperañs a roio nerzh dimp da chom stag mat ouzh hor Salver Jezuz Krist, a vev hag a ren gant an Tad hag ar Spered Santel.

Intron Santéz Anna, evel m’ho poa laret da Ivon Nikolazig e larit dimp ivez hirie : « N’ho pezit ket aon ! ». Neuze, Intron, ni ho ped a galon, Ged joé ni ’em laka édan ho kouarnasion. R/ O Rouanéz karet en Arvor, O Mamm lan a drué, Àr en douar, àr er mor, Gouarnet ho pugalé. Re vo elsen greit. Amen.

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD". En 2024, il a également publié avec René Le Honzec la BD "L'histoire du Pèlerinage Militaire International".

Articles du même auteur

La liturgie parle plusieurs langues : pour une juste harmonie entre latin, français et breton

Amzer-lenn / Temps de lecture : 19 min Il est des débats qui, parce qu’ils …

Le Pardon de l’Assomption à Rumengol les 14 et 15 août 2026

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 minChaque année, le 15 août, l’Église célèbre l’Assomption …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *