Luskellet eo bet va bugaleaj gant kan va mamm. N’eo ket e vefe bet hep fin oc’h ober war va zro, met klevet a raen he c’han koulz lavaret a-hed an deiz, o vezañ ma ne ehane ket da vouskanañ pe zoken da ganañ a vouezh uhel en ur ober he labour. ’Vel e kalz tiegezhioù, war ar maez, e chome ar vaouez alies er gêr da ober war-dro al loened hag an ti. Pa veze va mamm oc’h ober gwelien d’ar moc’h hag o reiñ boued dezho, e kane. Pa gase laezh d’al leueoù bihan, e kane, ha pa skube an ti e kane c’hoazh. Kantikoù a veze ganti peurliesañ, hag a-wechoù ivez kanaouennoù. Hervez hec’h imor e tibabe anezho : lod a luskelle he foanioù, ha kalz a sikoure anezhi da vevañ seder hag e peoc’h. He c’han a zo bet evidon ur seurt luskellerez dizehan, a lakae ar vuhez da vezañ sioul ha kaer.
Kroget eo en-dro ar pleustradegoù el lazoù-kanañ, hag ur blijadur eo gwelet an niver a zo anezho er vro. N’ouzon ket petra ’glask ar re a gemer perzh enno, met ar pezh a ouezan mat eo e ra vad dezho, rak padout a reont. Laouen int oc’h en em gavout asambles, ha dre ar c’han e teuont a-benn da dañva muzikou n’anavezent ket, met ivez d’en em santout unanet gant tud ha broioù disheñvel. Pa ganont e brezhoneg, ez eus un dra bennak eus spered ar vro a ’n em sil enno pa lavar ar c’homzoù dezho un tamm eus o mister. Rak ar c’han a ziskleir an diabarzh, pa n’eo ket ur c’han diwar-c’horre. Pa vezer bet fromet gant ur c’han, e teu alies en-dro, hag e ro c’hoant da vouskanañ. Pellaat a ra ar c’han ar soñjoù du, ha lakaat ar vuhez da vezañ skañvoc’h. Salv e c’hellfe an holl kanañ da reiñ liv kaeroc’h d’ar vuhez !