Izili Emglev An Tiegezhioù Pariz a bed ar vrezhonegerien da vanifestiñ a-gevret di sul e Pariz a-enep raktres lezenn ar gouarnamant a fell dezhañ aotren an euredoù etre ar pared heñvel o rev.
En em gavout a raio kirri-boutin ar Vretoned e Pariz, ur c’hant karr-boutin bennak, PORTE MAILLOT.
Porte Maillot eta eo lakaet an emgav gant manifesterien vrezhonegerien Bariz, e-kichen ur pezh Gwenn-ha-du uhel gant ur roched fluo melen, da 13 eur. Panelloù e brezhoneg a vo, bet aotreet gant an aozerien. Pedet eo ar sonerien da zont gant o zalabardoù hag o binioù-bras da blantañ trouz.
Affiches autorisées par les organisateurs.