Une explication en breton de la messe est disponible sur le site d’Emglev an Tiegezhioù. Ce document très complet peut servir pour le catéchisme à vos enfants et même aux plus âgés, e brezhoneg ! Extrait :
« Perak ez eus tud ha ne gav ket dezho o dije ezhomm eus an oferenn ?
Perak ez eus kristenien, a gav hir an amzer tremenet en iliz ha ne zeuont betek enni nemet dre ma vez gourc’hemennet strizh henn ober ?
Ne gomprenont ket an oferenn. Ha chom a reont diseblant, disoñj, dizober evel ma n’o dije netra da soñjal nemet lezel o spered da redek er-maez, netra d’ober nemet gortoz ar fin.
Ne garont ket an oferenn, dre ma ne vez evito nemet un oberenn a relijion a chom en diavaez d’o ene ha d’o buhez. Ne vevont ket an oferenn.
Ha ken frealzus eo koulskoude karout an oferenn, ken konfortus he c’hompren ha bevañ diouti.
Met ne garomp un dra bennak nemet pa ’z eo deuet da vezañ hon tra-ni. Ha c’hwi, ne garot an oferenn nemet gant ma teuio da vezañ hoc’h oferenn, dre lidañ anezhi gant ar beleg,dre lakaat enni ho puhez, ha dre lakaat anezhi en ho puhez.
« Ho puhez en hoc’h oferenn » hag « an oferenn en ho puhez », setu an div lavarenn a zispleg petra ’dle bezañ unvaniezh hon oferenn hag hon buhez, setu an div lavarenn-stur a glasko al levrig-mañ o diskleriañ, deoc’h d’o c’hompren ha da vevañ diouto da vat. »