Teir heuliadenn geltiek advouezhiet e brezhoneg da welet war Brezhoweb

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Emañ Brezhoweb o skignañ teir heuliadenn advouezhiet e brezhoneg evit an distro-skol, teir heuliadenn o tont deus Broioù keltiek. Unan deus Bro-Gembre (Deian ha Loli) evit ar vugale, unan deus Bro-Iwerzhon evit ar grennarded (Aifric !), hag unan arall deus Bro-Skos evit ar re vras (ENEZ Koulzad 2).

Ar wech kentañ evit Brezhoweb kinnig kement a heuliadennoù keltiek evit an holl (ar re vihan hag ar re vras), o tont deus Broioù keltiek disheñvel ! Teir heuliadenn, teir bro, tri stil, tri aergelc’h, met razh an traoù a zo e brezhoneg ha digoust !

Deian ha Loli, un heuliadenn o tont deus Bro-Gembre da welet war Brezhoweb.

Deian ha Loli

(adalek 6 vloaz, 26 rann, 14 mn pep hini)

Breur ha c’hoar gevell eo Deian ha Loli, c’hwiled anezho, gant galloudoù hud kuzh a zegas birvilh en o buhez. Hag an daou-se n’int ket fur avat ! Ha jeu kenetrezo alies, peadra da lakaat o zud da sodiñ. A-wechoù e vezont enebourien daonet ha gwechoù-all e vezont mignoned vras. Evel an holl vugale a lavarit ? Ya, met… Ur sekred o deus, ha den na oar…
Sellout ouzh Deian ha Loli war Brezhoweb

 

Aifric, un heuliadenn o tont deus Bro-Iwerzhon da welet war Brezhoweb.

Aifric

(adalek 10 vloaz, 26 rann, 25 mn pep hini)

Buhez Aifric, ur grennardez a vro-Iwerzhon en he ziegezh leun a startijenn hag o tont deus kêr Dulenn evit bevañ e kreizig-kreiz ar c’honemara. Klask a ra kousto pe gousto Aifric kaout mignonezed ha kaout ur vuhez ordin gant hec’h endro nevez met ne vo ket aes eviti, pell ac’han…

Sellout ouzh Aifric war Brezhoweb

 

ENE(Z),un heuliadenn o tont deus Bro-Skos da welet war Brezhoweb.

ENE(Z) Koulzad 2

(10 rann, 30 mn pep hini)

Skignet e oa bet ar c’houlzad kentañ gant Brezhoweb e miz Meurzh 2020. Dek rann nevez a vo da welet war Brezhoweb adalek fenoz (8e45), hag e vo skignet 2 rann nevez bep sizhun. Mari MacDonald a ya d’ar gêr en-dro, d’an enez bet dilezet ganti eizh vloaz a-raok. Aet e oa kuit da dec’hout diouzh he familh, diouzh boazioù ul lec’h kloz. Dont a ra en-dro evit obidoù ur mignon eus ar familh.

Sellout ouzh ENE(Z) war Brezhoweb

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Un arload podkastiñ e brezhoneg gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh

Un arload podkastiñ e brezhoneg ! Une appli avec tous les podcasts en breton : (Br) Penaos kaout un arload podkastiñ e brezhoneg, gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh ? Sed aze ar pezh a ginnig deoc’h Florent. (Fr) Comment avoir tous les podcasts en breton existant, dans une appli de podcast en breton ? C'est ce que vous présente Florent.

Katekiz e brezhoneg

Katekiz e brezhoneg / Catéchisme en breton (05/03)

D'ar Sul 5 a viz Meurzh e vo kaset un abadenn katekiz e brezhoneg evit ar vugale etre 4 ha 9 bloaz. / Dimanche 5 mars 2023 aura lieu une session de catéchisme en breton pour tous les enfants entre 4 et 9 ans.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *