Pol Aurélien, ou Pol de Léon, en latin Paulinus Aurelianus, en breton Paol Aorelian, est un saint breton et le premier évêque de la ville de Saint-Pol-de-Léon et du pays du Léon au VIe siècle. Il est fêté le 12 mars.
![]() |
||
Dix-sept édifices lui ont été consacrés, presque tous en Léon. Si l’église Saint-Pol de Batz est en ruines, par contre, six autres paroisses restent fidèles à son patronage : l’église cathédrale de Saint-Pol de Léon, les églises de Lampaul-Guimiliau, Lampaul-Plouarzel, Lampaul-Ploudalmézeau, Lampaul à Ouessant et Tréglonaou. Des chapelles dédiées à saint Paul subsistent encore à Brignogan, Garlan, Plouguerneau. Ont disparu les chapelles de Le Drennec, Le Faou, Guimaëc, Plougonvelin. En Cornwall, la paroisse de Paul, à l’extrême ouest de la péninsule, est dédiée à saint Pol depuis le 10e siècle. Son nom est comparable à celui de Paule, paroisse de haute Cornouaille, dédiée elle aussi à saint Pol. |
Buhez Sant Paol Aorelian a zo bet skrivet e 884 gant ur manac’h eus Landevenneg, Gourmonog e anv. Paol, lesanvet Aorelian, a voe ganet e Kembre ar c’hreisteiz e 492, e Pennoc’hen. Pa felle dezhañ en em reiñ da Zoue e voe kaset gant e dad d’ar skol vanatiel renet gant Ildud en enez Keldei, lec’h maz eus bet stummet e-leizh eus hon sent kentañ. Beleget, Paol gant un daouzek a gumpagnuned a guita Breizh-veur evit mont da Armorika.
Diaes eo burutellañ pelec’h eo tremenet Paol en Armorika : moarvat da gentañ e enez Eusa, a-raok mont da Enez Vaz ha da Gastell. E meur a lec’h all e c’hellfe bezañ bevet e-pad ur pennad, da varn diouzh an hengounioù a zo bet miret e parrezioù ‘zo, evel Lambaol-Ploudalmezev, Lanildud, Lambaol-Plouarzel, Plougernev. Nemet e tlefemp kompren an hengounioù-se evel testenioù eus abostolerezh Sant Paol e bro-Leon, un tammig dre holl. Pegoulz ha penaos e voe sakret Paol da eskob, n’eo ket sklaer kennebeud-all. N’eus forzh penaos, eo dezhañ e tleomp diazezidigezh ar feiz kristen el lodenn-se eus Breizh, d’e labour ha da hini kompagnuned evel Sant Jaoua, chomet bev ivez eñvor e anv. Enez Vaz e kreiz ar mor, Kastell war an douar bras, setu o daou, lec’hioù diazez Sant Paol. Marvet en enezenn d’an 12 a viz Meurzh 572, e voe degaset e gorf da Gastell, lec’h ma virer ivez e gloc’h brudet Hir-Glaz. (Gouel e Kemper, eil patron an eskopti)
Pedenn tennet eus Kelc’h katolik