Sant Samzun a zo bel ganet war-dro 480 er C’hlamorgan, e kreisteiz Kembre. E dad Ammon, marc’heg e servij kont Klamorgan, a venne ober eus e vab un den a vrezel. Met hemañ, dedennet gant traoù Doue a antreas e manati Ildud e Lanwit-Bras. Bet stummet gant ar manac’h brudet, Samzun a c’houlenn an aotre da vevañ en digenvez en enezenn Kaldei, e kreisteiz kontelezh Pembrok, war-dro 510, lec’h ma teuas un toullad diskibion da vevañ gantañ, en o zouez e bemp breur hag e dad e-unan. Goude un nebeut bloavezhioù en Iwerzhon, e tistro da Galdei. Met e vrud a zo brasoc’h-brasañ : eskobet eo gant Dubrig. Nebeut goude-se e treizh Mor Breizh evit mont da Armorika. Dilestrañ a ra e-kichen Konk-Aven, hag en em ziazezañ el lec’h m’emañ hiziv iliz-veur Dol. Emaomp e 548.
Ac’hano en em ledo abostolerezh Sant Samzun war Aodoù an Domnonea a-bezh, betek bro-Leon, ha sed aze orin ar pezh a zo bet anvet enezadennoù Dol e hanternoz Armorika, a zo chomet anezho betek an Dispac’h. E-pad e veajoù e fizie Samzun e vanati-eskopti e renerezh Sant Teliav (Gouel ar 25 a viz Du). N’eo ket Teliav koulskoude a gemero lec’h Sant Samzun goude e varv, met Maelor (Maeler), a lidomp d’ar 15 a viz Here.
Pedomp : Selaouit gant madelezh, Aotrou Doue, pedenn ho pobl e gouel hoc’h eskob Samzun, pa c’houlenn ho spered a furnez d’ar re karget da ren hoc’h iliz, ha blegnit ho tud fidel war hent ar santelezh ma vezint gloar o fastored hag o joa beurbadel. Dre Jezuz-Krist ho Mab hag hon Aotrou, a vev hag a ren a-unan gant ar Spered Santel, Amen.
Testenn tennet eus Kelc’h Katolik
Kantik eus chapel Sant Samzun (Neullieg)