Ar merzher yaouank-mañ a zo enoret-kenañ e Breizh, dreist-holl e Kernev-uhel. Anavezet eo evel mab da Santez Trifina, merc’h kont Gwened ha gwreg Konomor kont an Domnonea. Hemañ, war zigarez renkañ ar stal er vro, a lazhas e wreg. Sant Gweltaz a emellas evit saveteiñ ar bugel, Tremeur e anv. Desavet e voe e manati Rewiz. Un devezh, e dad a gavas anezhañ hag a droc’has dezhañ e benn. Abalamour da se eo e vez enoret evel merzher. (memor diret e Kemper)
Pedomp : Aotrou Doue, ar bugel Tremeur, direbech ha gwallgaset hoc’h eus lakaet heñvel ouzh ho Mab, ar Servijer boureviet. Grit d’ar re holl a c’houzañv heskinerezh, bezañ testoù eus ho karantez hag ho pardon, ha dimp-ni chom bepred feal en ho keñver. Dre Hor Salver Jezuz-Krist, Amen.
Saint Trémeur aurait vécu au début du VIe siècle. Il fait partie des saints bretons entouré de légende dorée. Martyr, fils de sainte Tréphine et de Conomor, il fut élevé dans l’abbaye de Rhuys par saint Gildas. Sa fête est le 7 novembre. Il est notamment vénéré à Carhaix, où l’église lui est dédiée.