AR VUHEZ WAR-LERC’H AR MARV

Amzer-lenn / Temps de lecture : 29 min

Texte publié sur AR GEDOUR avec l’aimable autorisation de Hervé-Marie Catta (Communauté de l’Emmanuel), qui a notamment publié un ouvrage sous le nom « Des menhirs à internet : la nouvelle évangélisation ».

La vie après la mort est une question que tout le monde se pose, un jour ou l’autre. L’auteur tente de répondre ici à de nombreuses questions fondamentales. Le texte en français se trouve sur le site Questions de l’Homme


Ur ger a-raok.

1 – Penaos e c’hall bezañ un dra bennak war-lerc’h ar marv ? Maz eo marv ar c’horf, penaos e chom un dra bennak ac’hanomp ?

2 – Enebadennoù ar re a gred n’eus netra war-lerc’h ar marv, an  » danvezelourion. « 

3 – E kalon an den, daoust ha n’eus ket un aon kuzh dirak mister Doue hag ar beurbadelezh : doanioù ha gloazioù an dud dizoue?

4 – Met an adkorfidigezh, daoust ha n’eo ket ivez vuhez war-lerc’h ar marv ? Ha tu ez eus da gaout lies buhez lerc’h-ouzh-lerc’h ?

5 – Ar vuhez peurbadel, petra eo ? Penaos e vevimp ? Peseurt darempredoù a c’hellomp kaout gant ar re a zo en neñv ?

6 – Petra a c’hellomp ober evit ar re a zo marv ?

 

 
Disec’hañ a raio pep daeraouenn diwar o daoulagad :
ar marv ne vo mui anezhañ…
dre maz eo tremenet ar bed kentañ…Diskuliadur 21, 4

 

 


Ur ger a-raok.


AAr vuhez war-lerc’h ar marv ? Sed ur goulenn a ra pep den. N’eo ket hiziv, marteze… met un deiz bennak, dre ret. Arc’hoazh marteze, dre m’emañ un neskar, ur vignonez, war-nez mont kuit. Hag evidomp ivez e teuio an eur. 

Darn a lavar :  » un dra bennak a zo, marteze, gwelet mat e vo pa vin eno. Perak bezañ chalet hiziv ? «  

Darn all a dremen o buhez a-bezh o prientiñ an emgav-se er bed all, o prientiñ ar beurbadelezh, ken pouezus maz eo an dra-se. 

la vie après la mort,vie,mort,homme,vuhez,marvMet ni-holl, moarvat, hon eus diegi o soñjal er marv, rak graet omp evit ar vuhez. Setu perak ez eo talvoudus-tre sklaeraat ar pezh a c’hellomp gouzout eus ar vuhez war-lerc’h ar marv. 

E-touez ar respontoù ken disheñvel kinniget dimp, petra krediñ, piv krediñ ? An danvezelourion, an ‘dizoueidi’, a lavar :  » pep tra a zo echu gant ar marv, n’eus nemet ar bed hag a zalc’h da vont war-raok. »
Dalc’hourion an adkorfidigezh a lavar :  » Lies buhez ez eus lerc’h-ouzh-lerc’h, betek ma teuer da vezañ an Hollad Bras, ha ma n’analer ken ar vuhez (nirvana). » 

Ar Yuzevion, ar Vuzulmiz hag ar Gristenion a gred ez eus, warlerc’h ar vuhez-mañ, ur vuhez peurbadel a evurusted gant Doue. Ar gristenion, peurgetket, a lavar ec’h advevimp gant hor c’horf, evel Jezuz-Krist. 

El levrig-mañ emaomp o reiñ un diverradur sklaer eus ar goulennoù hag ar respontoù a c’heller degas dezho ez-reizh.


Jezuz a lavar :
 » Evit ar pezh a sell ouzh adsavidigezh ar re varv, hag-eñ n’hoc’h eus ket lennet ar pezh en deus diskleriet Doue deoc’h dre ar gomz-mañ :
 » Me eo Doue Abraham, Doue Isaak, Doue Yakob « 
 N’eo ket Doue reoù varv, met Doue reoù vev. »
(Mz 22,31-33)


1 – Penaos e c’hall bezañ un dra bennak war-lerc’h ar marv ? Maz eo marv ar c’horf, penaos e chom un dra bennak ac’hanomp ?

 

Ar c’hentañ goulenn, end-eeun, eo gouzout penaos e c’hellomp kenderc’hel ur vuhez bennak endra maz eo marv ar c’horf ha ma chom aze en douar ; ha prestik zoken n’eus mui anezhañ, e holl elfennoù en em goll en douar hag en aer.

Meur a levr en deus komzet, er bloavezhioù diwezhañ-mañ, eus arnodadurioù a  » Vuhez war-lerc’h ar marv.  » Mezeged amerikan o deus zoken embannet tezennoù war an divoud-se. Hervez an testenioù dastumet el levrioù-se, tud klañv hag a oa bet oberataet ha chomet en ur stad arvarus, a zo marvet, hag henn stadet eo bet ent-bevoniel. Ha neuze, ur predad-amzer goude, ez eo bet merzet e teuent en-dro e buhez. Goulennataet int bet evit gouzout ar pezh o deus santet e-pad an amzer ma seblantent bezañ marv. Souezhus eo stadañ un hevelebiezh vras. Dre vras o deus santet an dud-se ur vuhezegezh ‘er-maez ar c’horf’, a c’hallent merzout evel arvestourion. Hag ar pezh a zanevell an darn-vuiañ eus ar re o deus tremenet eno eo o deus bet un darempred gant ur boud lugernus ha trugarezus. Liesstumm eo skeudenn ha pivelezh ar boud bev-se, met diresis-diresisoc’h eo diouzh maz eo amgredus pe diskredus an dud-se. Ha koulskoude, ar c’heñveriadur gant ur varnedigezh trugarezus, ur vadelezh, a seblant an hevelep hini.

 

Dav eo, avat, anavezout, petra bennak a c’hell bezañ an testenioù-se, e tennont d’un arnodenn war vevennoù ar vuhez hag ar marv. An holl dud-se, end-eeun, o deus adkroget da vevañ eveldomp, ha dre-se eo ‘e’ c’hellont komz ouzhimp a gement-se. Evel-se e c’heller soñjal en deus roet dezho ar Boud kevrinus-se an emgavadenn-se, ur c’hemennadur marteze, ur goulenn, ur chañs nevez, ur galonegezh da veyañ ar vadelezh hag ar mad ; anv mat ez eus avat da vezañ kemeret en-dro, da genderc’hel evel diagent an hevelep buhez, an hini o devoa an dud-se a-raok en hon touez.

Un dra bennak ez eus koulskoude, marteze, da dennañ eus an testenioù-se ; War vevennoù diwezhañ buhez ar c’horf e c’heller merzout gwelloc’h n’eo ket ar c’horf an dra nemetañ ac’hanomp, hag ez eo beg tanav hor bezoud barrek da ‘n em c’houlenn diwar-benn e gorf, e vuhez, e donkad. An ene eo ?

 

Sed ur goulenn endalc’hus. A-enep d’ar pezh a gred an danvezelourion, e welimp evit peseurt abegoù, lavaret pe nann, ez eo asur n’hell ket hor buhezegezh ‘danvezel bevoniel’ ezteurel pep tra ennomp. N’eo ket poellek lakaat harzoù ar vevoniezh nemeto d’hor buhez gant ar pezh he deus an donañ, hol luskadoù gwirionañ hag ar skiant hon eus, a zo ennomp, eus un tonkad diwezhañ. N’eo ket ken diaes-se da gompren. Kemeromp ur skouer :

 

Un den a c’hall karout ur vaouez gant e gorf. Gaou avat lavarout gant e gorf nemetken. Ar re na welont ar garantez nemet er c’horf a zo disprizet. Ar garantez wirion a ya pelloc’h, donoc’h. Hag a zo padusoc’h. Karout, e gwirionez, a zo karout n’eo ket hepken gant e gorf, met gant e holl galon, gant holl c’halloudoù an ene, a zo karout egile evitañ e-unan, a zo mennout e eurvad dreist pep tra, a zo en em ankouaat evit karout, hag a zo karout evit bepred.

 

Ya,  » ar garantez a zo trec’h d’ar marv  » (Kan.8,6) hag hor gervel a ra pelloc’h.

 

An eurvad ivez. An den a zo graet evit an eurvad : penaos e vijemp-ni gwalleürus, mar n’hor bije meizad ebet, c’hoant abet-eus an eurvad ? Ha mar en em gavomp evurus, petra c’hoantaomp ? n’eo ket hepken ma kendalc’ho an degouezh en deus graet eurvad dimp, hogen ma pado an evurusted-se bepred, peseurt abeg bennak he defe. Un dra bennak a zo ennomp eta o vont pelloc’h eget ar c’horf, hag a zo graet evit c’hoantaat an eurvad difin, ar pezh a zo anvet an ene gant ar gristenion ha kalz a dud all.

 

Hag ar marv a zo ur skoilh. Graet omp evit bezañ evurus, c’hoant un eurvad peurbadel a zo ennomp, ha nann oc’h echuiñ gant ar marv. An evurusted didermen-se a c’houlennomp holl, evidomp hon-unan, evit ar re a garomp, dre m’hon eus un ene, n’omp ket frealzet gant ar marv, evel ur c’hoant naturel hon eus, divougus, eus ar beurbadelezh, an ene n’eo ket graet evit mont en douar.

 

2 – Enebadennoù ar re a gred n’eus netra war-lerc’h ar marv, an  » danvezelourion. « 

 

Enebadennoù diavaez o deus, ha darn all enebadennoù diabarzh enno o-unan : ar re gentañ a zo poelladennoù ergorel, a c’heller burutellañ, ar re all a zo ersavioù diabarzh pep hini. Ne vez ket dalc’hmat emskiant anezho, met tu a vez d’o feoc’haat ha d’o gwellaat, pa zeu ar gloazioù-se d’ar sklerijenn.

 

Enebadenn bennañ an danvezelourion a zo eeun ; diskleriañ a reont n’eus netra er-maez ar bed danvezel (bevedel-kimiek), ar bed a c’heller merzout dre ar skiantoù ha mentañ. Hag e kredont ennañ, evel ma kred ar re all en Doue, ar pezh a zo souezhus.

 

Ar ennebadenn-se, gouez dezho, a zo skiantel, ha bet eo en gwirionez, mennoz ar re anvet ‘skiantourion.’

 

Ar re-mañ, en eilvet lodenn an Naontekvet kantved ha lodenn gentañ an ugentvet kantved, a lavare ne gredent nemet er Skiant, ha fromañ a raent an dud damzesket, oc’h ober dave d’ar skiant. Kavout a rae dezho edo an hentenn skiantel war-nes displegañ pep tra. Disteurel a raent evel tra diskiant pep andon all a ouiziegezh, anaoudegezh ha furnez. Er-maez ar skiantoù ne oa an nemorant a-bezh nemet farlotaj, ha klogorennoù. Un tamm evel pa zisklerfe deoc’h un arbennigour war ar yezh gresianek n’eus talvoudegezh ebet kement tra ha n’eo ket skrivet e lizherennoù gresianek. O vezañ n’hell ket an ene bezañ mentet na jedet, e tisklerient n’eus ket anezhañ.

 

An damkaniezhoù danvezelour-se a zo anvet « bihanadurel » dre maz eo bihanaet an den ganto da gementadoù, dajedadennoù, dazastaolioù kimiek, da vraslunioù bevedel.

 

Ar meizad, ar garantez, ar vuhez a zo bihanaet da vezañ hepken dreist-framm dastaolioù bevedel-kimiek.

 

Gant-se, ne oa ket ar skiantourion nebeutoc’h eget ar re all e tro da ober rakvarnoù enepskiantel evit gwarediñ o damkaniezhoù. Evel-se e krede eneberion bPasteur, ar skiantour meur en devoa dizoloet ar garvuhezeged hag ar vaksinoù, en emgrouadurioù. Perak ? N’eo ket evit abegoù skiantel, anat eo, hogen en abeg d’o dizoueadegezh, rak soñjal a raent : mar n’eus ket emgrouadurioù miled e-lec’h m’o kaver peurvuiañ, e vezimp rediet da grediñ er Grouidigezh hag er C’hrouer.

 

A-bend-all, an hevelep Pasteur, ken sellant a-fet skiantoù, a grede e bezoud an ene hag er beurbadelezh. Trugarekaat a rae Doue evit e gavadennoù (da skouer en e brezegenn evit digorlidañ skol-uhel Pasteur.) Ha skrivet en deus, a-zivout marv unan eus e vugale, un diskleriadur a esperañs eus ar c’haerañ, en em gavout er beurbadelezh. Rak aze emañ an dalc’h. Er-maez ar gimiezh emañ, er-maez arsteredoniezh pe ar fizik : va bugel hag a zo marv, ha marv eo a-grenn ? evit bepred ? Pe : ha perzh en deus, pe en devo en un eürusted vev e-lec’h ma c’hellin hen adkavout ? Hag arvestiñ a-nevez e vousc’hoarzh ? Promesaoù Doue, daoust ha ken dibenn ez int ?

 

 » Plijus da Zoue, ez eo bet karet gantañ, hag o vevañ e-touez pec’herion, ez eo bet dilamet…
Deuet da beurvat e berr amzer, en deus leuniet un hir remzi.
Rak plijus e oa d’an Aotroù e ene. Setu perak ez eo aet fonnus er-maez a-greiz ar siegezh… An dud reizh avat a zo bev da viken, ha gant an Aotroù emañ o garedon. »

(Levr ar Furnez – 4,10,13 – 5,15)

 

 

3 – E kalon an den, daoust ha n’eus ket un aon kuzh dirak mister Doue hag ar beurbadelezh : doanioù ha gloazioù an dud dizoue?

 

Kalz e-touez hor mignoned dizoueat, pe ar re a lavar n’eus netra war-lerc’h ar marv, o deus enebadennoù estreget lavarout :  » n’eus netra a-ziavaez ar skiantoù fizik.  » O diaezamant da grediñ e buhez an ene hag e peurbadelezh an neñv a zeu diouto o-unan. Kudennoù ez int o tennañ d’ar frankiz, d’ar vuhezegezh d’ar reizhder, d’ar garantez evit an nesañ, ha d’o istor personel. Klask a raimp diskouez ez eo gwirion ar c’hudennoù-se, met goulennet alies en un doare fall, en abeg da istor pep hini e-unan. Dre-se n’hellomp ket kaout ar respont mat, e zisteurel a reomp en a-raok. Ne fell ket dimp selaou gant aon da glevout un dra bennak a rafe droug ouzhimp ; stouvañ a reomp hon divskouarn. Ha koulskoude, mar selaoufemp ar gwir respont, pebezh levenez, ha pebezh disamm !

 

Bez’ ez eus tud dizoue ha n’hallont ket degemer mennoz ur vuhez peurbadel ; anavezet em eus mat hiniennoù, rak o zad, o mamm, o mignonez, o gwaz a oa marvet digredenn, war a hañval. Neuze e lavared :  » an den-se karet ha prizet-dreist n’hall ket mont d’an neñv gant Doue, mard eus unan, pa ne grede ket. Pe c’hoazh : graet en deus traoù ha n’int ket, d’am soñj, o klotañ gant ar vuhezegezh mennet gant Doue. Gwelloc’h eo ganin, e pep keñver, na vefe ket a Zoue nag a vuhez peurbadel, rak distaolet e vefent, ha kement-se a zo trist.


Met an Aviel a respont da gement-se, d.l.e. Jezuz a respont :

 

 

« evit an dud eo kement-se dreist o galloud, met evit Doue, emañ pep tra en e c’halloud »
(Mz 19,26)

« Doue a venn ma vo salvet an holl dud. »
(I Tim 2,4)

« Kement en deus Doue karet ar bed ken en deus roet e Vab unganet evit nan aio ket da goll an neb a gred ennañ, hogen m’en devo buhez peurbadus. »
« Evit gwir, Doue n’en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ. » 

(Yn 3, 16-17)

 

 

Gallout a reomp eta krediñ start ez eo Doue un Doue a vadelezh, a drugarez. D’ar re a zianav anezhañ gant eeunded ez eo prest da zigeriñ dorioù ar silvidigezh. A-raok pep tra e sell o eeunded. A-walc’h eo e lavarfe o c’halon, don o ene,  » ya  » d’e drugarez… Kement-mañ a zo diskleriet en Aviel pa varv Jezuz war ar groaz : en e gichen emañ an daou dorfetour, kroazstaget eveltañ ; unan anezho a dro ouzh Jezuz hag en deus truez outañ en ur lavarout :

 

« Evidomp eo un dra reizh, paeet omp diouzh hon torfedoù, met hemañ n’en deus graet droug ebet. » Hag e lavare :  » Az pez soñj ac’hanon, pa zeui e gloar da rouantelezh. » Ha Jezuz da respont dezhañ :

 

« E gwirionez, en lavarout a ran dit, hiziv e vi ganin er Baradoz. » (Lk 23, 41-43)

 

Setu ar pezh a c’hellomp goulenn digant Doue evit an den-mañ-den karet ha marvet hep anavezout Doue, war a hañval, : ma vo, evel al laer mat, piket e galon gant dinammded Doue e pred an emgav gantañ, ha ma c’houlenno neuze digantañ, m’en devo Jezuz-Krist soñj anezhañ en e Rouantelezh. Ha neuze Doue, ha n’eus netra dreist e c’halloud, a lako hor mignon barrek da vont gantañ d’ar Baradoz.

 

E tal-ouzh-tal gant Doue e pred ar marv, ur pred ha n’omp ket testoù anezhañ, an Doue hag a zo karantez holl en em ziskouez ez-prevez evel Karantez ha Trugarez. Neuze e ya da get an holl zoanioù rak Doue, ar skeudennoù fall eus Doue a ya kuit evel ar c’houmoul gant ar gorventenn. Ar Garantez, gwir zremm Doue en Aotroù Krist, en em ziskouez evel d’al laer mat. Hag a-walc’h eo neuze lavarout  » ya  » da garantez Doue. Eñ, Eñ a ra an nemorant. Evidomp-ni, tud vev, hon eus marteze aon hiziv dirak Doue, dre m’hon eus sur-a-walc’h ur skeudenn faos anezhañ, da skouer, en abeg d’ar vuhezegezh.

 

Daoust ha dleet eo din dilezel an dra-mañ-tra a garan bremañ evit un eürusted da zont ha dianav din ? Ha Doue, daoust hag e fell dezhañ lakaat warnon traoù strizh evit diskouez din e c’halloud ? Hag enebour eo evit gwir d’am eurvad ? Ha fellout a ra dezhañ ober ur sklav ac’hanon ? Ar respont a zo an hevelep hini roet endeo ganimp :

 

« Mar en deus Doue roet e Vab evit m’hor bo ar buhez peurbadel, mar kar ac’hanon zoken mar n’hen anavezan ket, n’e garan ket, ha mar stourman marteze outañ, Ma kar ac’hanon kement-se, perak em bije aon e vennfe evidon estreget an eurvad ? »

 

Diaesterioù a c’hellomp kaout evit e gompren. Perak chom hep goulenn digantañ, en anv ar garantez diskleriet dimp, sklaeraat an diaesterioù-se ?

 

N’on ket rediet da garout Doue Jezuz-Krist. Deuet eo en hon touez evel ur bugel da Nedeleg, youst a-grenn ha dic’halloud. Daoust hag ez eo evit hor frikañ ? Ar garantez-se, he c’hinnig a ra dimp, he c’hestal a ra, n’omp ket rediet. Gortoz a ra hepken ur respont frank eus va ferzh, zoken mar ne gomprenan ket pep tra war an taol e c’hellan avat stagañ da sellout outañ a-hen-all. Tamm-ha-tamm e ya da steuziañ em spered ar skeudennoù damresis am boa eus Doue. Ne fell ket dezhañ herzel ouzh va eurvad er vuhez-mañ. Mont a ra da ziskouez din hentoù un eurvad a gas pelloc’h hag a roio din va gwalc’h : un eurvad o kenglotañ gant c’hoantoù donañ va bezoud.

 

Neuze e c’hellin dizoleiñ an Doue a garantez-se ha degemer e bromesaoù estlammus. Er joa hag er frankiz, pareet eus va gloazioù don, em bo c’hoant da lavarout  » ya  » dezhañ, fellout a ra din karout a greiz kalon. Lakaat a rin ouzh e dreid kement tra ha n’eo ket mat. Degemer a rin gant levenez e bardon a raio ac’hanon nevez a-grenn. Ha mont a rin e-barzh ur goanag nevez, ur skiant eus ar garantez hag e vin prest evit-se da gemmañ un dra bennak em buhez.

 

4 – Met an adkorfidigezh, daoust ha n’eo ket ivez vuhez war-lerc’h ar marv ? Ha tu ez eus da gaout lies buhez lerc’h-ouzh-lerc’h ?

 

En hon amzer e lavar kalz a dud e kredont en adkorfidigezh. N’ouzer ket re petra eo, met kement-se a seblant muioc’h eus ar c’hiz.

 

Perak ez eus hiniennoù bamet gant ar mennoz-se, an adkorfidigezh ? Peseurt talvoudegezh enni ?

 

Div reked don a gaver er hoaladur-se d’an adkorfidigezh.

 

1 – Santout ervat a ran ennon n’eo ket graet va buhez donañ evit arsaviñ. An netra a zo heugus evidon. Ret eo en ur mod bennak e padfe va buhez, va bezoud en tu-hont d’ar marv, en un doare bennak a vuhez. Evit gwir, ar pezh a glasker eus un tu dindan ar ger ‘adkorfidigezh’ eo ar beurbadelezh. Met e gwirionez daoust hag an adkorfidigezh eo ar respont mat, daust hag-eñ eo an hent a gas d’an eürusted wirion ?

 

2 – An dud a wel mat n’hellont ket mont d’ar Baradoz evel-se. An eil re hag ar re all, hon eus emskiant da gaout ezhomm da vezañ glanaet. Daoust ha n’omp ket bet, un deiz pe un all kenlodek en droug tamm-pe-damm er bed, dre an droug hon eus graet ?

 

Kelennadurioù an adkorfidigezh a sil er spered emaomp o vont da vezañ glanaet a vuhez da vuhez (adkroget war an douar) ha da vezañ disammet eus an droug stag ozh hor c’hroc’hen. Ar mennoz-se a zo din ha doujus-kenañ. Met an diskoulm kinniget d’ar gudenn, hag-eñ ez eo talvoudus ?
(Mar bale an ene eus ur c’horf d’un all ha distag, n’eo ken ur c’horf nemet un toull-bac’h. Evit gwir ar c’horf eo kartenn-bivelezh an ene. Ne zeu an ene da vezañ nemet gant ar c’horf hag a ro dezhañ e zremm ; an ene eo e vuhez speredel. Pep hini ac’hanomp a zo un hinidenn hepken gant un ene hepken, ur c’horf hepken, un istor hepken, ur beurbadelezh hepken.)

 

Koulskoude an adkorfidigezh n’eo ket ar vuhez peurbadel.

 

An adkorfidigezh, daoust peseurt kelennadur a heuilher, (liesseurt int : kelennadurezhioù reterel, oadvezh nevez, bouddhadegezh ar c’harr bihan pe vras) n’eo ket evit gwir ar vuhez peurbadel. Un atodenn eo a vuhezioù bihan ha dalc’hmat gant bevennoù ar vuhez amañ, ken na vez ken a vuhez a-daol-trumm, an « nirvana ».

 

An eurvad kinniget e penn an hent, daust ha n’eo ket un eurvad iskis ? Mar anzaver deveradurezh ar ger  » nirvana « , ar stad ziwezhañ war-lerc’h an adkorfidigezhioù, n’eus ken a c’hwezhadenn, n’eus ken a anal. Ar c’hlanidigezh-se dre buhezioù, lerc’h-ouzh-lerc’h a c’hoarvez pa’n em zistager diouzh c’hoant an danvezioù, ar galloud, ar c’harantezioù ha diouzh an darempredoù gant ar reoù all, ar vignoniezh. Ha c’hoazh diouzh pep liamm gant ar vuhez hec’h-unan : na soñjal, nag analañ. Neuze en em vesker gant an hollved, an hollad bras. Ne fiñver ken, ne soñjer ken, ne garer ken. N’eus ken a bivelezh, a bersonelezh.

 

Daoust hag emañ aze an eurvad a c’hoantaomp : evit bezañ Hollad, ha nann bezout ni hon-unan ?

 

Er c’hontrol, en Dasorc’hidigezh e vevimp hon-unan, bepred ; e kompagnunezh an Doue bev hag an holl re a vev gantañ en e garantez hag en eurvad a ro dimp. Komz a reomp gantañ. Kenderc’hel a reomp da garout ar re a zo war an douar ha pediñ a reomp evit ma vo tizhet ganto an hevelep eurvad.

 

Kudennoù ar c’hlanidigezh dre an adkorfidigezhioù.

 

An neuz all eus an adkorfidigezh eo an doare glanidigezh kinniget ganti : dre buhezioù lerc’h-ouzh-lerc’h e savomp pe diskennomp ar skeul a gas d’an droug – an danvez – d’ar mad – an Hollad dizanvezel ha dibersonel.

 

Evel-se emañ ar vuhez en arvar da goll he zalvoudegezh hec’h-unan : eus un tu e skarzher ar c’hudennoù evit diwezhatoc’h, en ur vuhez all arvarus e vo graet gwelloc’h. Tra diboell : ne vez ket kemeret ar vuhez evit un dra poellek ; n’eo ket asur e tivizan netra bremañ, en em gavout a rin en ur vuhez all.

 

Mar bije gwir ! Perak chom hep klask eurvad ar vuhez evit bepred adal bremañ ? Nag eo iskis enebour an den hag e donkad meur c’hwezhet ennañ gant an disantidigezh-se ! o tilemel digantañ ster ha talvoudegezh e vuhez ! Daoust ha ret e vo dalc’hmat azdoublañ ar c’hlas ?

 

Eus an tu all e vuzulier fall ar gwalloù degaset a-wechoù gant ar gelennadurezh-se : mar edon bremañ o tougen em buhez fazioù ur vuhez kent, e paean neuze evit ur vuhez disoñjet krenn ganin, ur vuhez hag em boa enni korf unan all, pe korf ul loen. Pebezh kiriegezh a bouez warnon ha pebezh strivadennoù da ober ! Buhezioù ha buhezioù am eus marteze da verniañ evit adsevel er skeul !

 

Daoust ha n’eus ket eta unan bennak da c’hellout va skoazellañ ? War biv pe betra harpañ evit dont da vout mat ha da ziarbenn ar chadenn daonet-se ?

 

Disheñvel a-grenn eo promesaoù an Doue bev. Ya, Doue hon Tad a fell dezhañ ma vimp mat ha peurvat. Met gouzout a oar a betra ez omp graet. Doue a zo karantez, donezon, pardon. N’eos ket rekis evitañ buhezioù ha buhezioù. Kas a ra e Vab evit reiñ dimp e bardon, hor glanaat hag hor ren d’ar Mad, Eñ, andon pep mad. E vuhez hec’h-unan hag e vadelezh a ro dimp. Hon tennañ a ra dre e drugarez diouzh an droug hag an dibarfeted, ha reiñ a ra dimp digor d’ar vuhez wirion.

 

Doujañ a ra d’hor frankiz hag hag he c’hemer a ra a-barfeted. Karout a ra hor frankiz, he roet en deus dimp evit ma c’hellfemp karout. Ha mar lavaromp ur  » ya  » frank d’e zorn astennet  » ya  » d’e garantez, ez eo evit bepred ec’h antreomp er vuhez.

 

5 – Ar vuhez peurbadel, petra eo ? Penaos e vevimp ? Peseurt darempredoù a c’hellomp kaout gant ar re a zo en neñv ?

 

Prest eur da soñjal a-wechoù emañ ar vuhez war-lerc’h ar marv evel maz eo er vered goude ar marv ; un diskuizh hir-gousket, hir-kenañ ha hirvoudus.

 

Un deiz bennak e c’houlenne ur paotrig pemp bloaz :  » Ha bevañ a ra an holl er gwele ? e-barzh an neñv ?  » Kement-se a lavare dre ma komprene mat e oa bremañ er baradoz ar voereb en doa gwelet klañv war he gwele. Diskleriet e oa bet neuze dezhañ n’eus ken er baradoz na kleñved, na marv, hag e vezer c’hoazh bevoc’h eget kent.

 

Teresa a Lezawez a lavare e par ar marv :  » Mont a ran d’ar vuhez.  » Ha diskleriet he devoa :  » Fellout a ra din tremen va baradoz oc’h ober vad war an douar.  » An holl re, diniver, a bed anezhi abaoe kant vloaz (marvet eo e 1897), a c’hell testeniañ ez eo gwir-mat.

 

Amañ e fell din reiñ un testeni personel. Va gwreg ha me hon eus kollet ur paotrig, Dominig, d’an oad a c’hwec’h vloaz. Va zad, -e dad-kozh -a oa trist- meurbet. Un nebeut deizioù goude ar gwall-zarvoud e tihune, en noz, gant ar glac’har hag e ouele. Neuze e klevas ur vouezhig a lavare dezhañ :  » arabat gouelañ, tad-kozh.  » Advenel a reas kousket ha goude e tihunas en ur ouelañ. An hevelep mouezhig, hini Dominig, a ouie mat, ; hag un deirvet gwech e lavaras ar vouezh dezhañ :  » Na ouel ket, tad-kozh, mar goufes pegen eürus on !  » Hag ar wech-se en deus gwelet an tad-kozh e dristidigezh o steuziañ.

 

C’hoarvezout a ra ivez a-wechoù, gant aotre Doue, e teufe unan bennak nag a zo aet kuit da ober dimp santout e vezañs en ur mod bennak, e hanterouriezh evidomp e-kichen Doue, rak ne vezont ket diseblant ouzhimp, ar re a zo gant Doue ; bev int, evel m’eo bev Douve ; arvestiñ a reont diehan ouzh dremm Doue hag estlammet e vezont. Erbediñ a reont diastal evit ar re a zo en hent war an douar : Evel ur chadenn vras a gengrediezh eo kement-se… Dre m’emaint e-kichen Doue, dre m’o deus o c’halon troet ouzh Doue ha ma tegemeront digantañ, dre garantez, ar c’hallusted da bediñ evidomp, da c’houlenn evidomp sklerijenn ha skoazell Doue, da ober a-wechoù sin dimp, dre c’hras Doue, da’n em dreiñ etrezek hent ar Vuhez, ouzh Jezuz-Krist » an hent, ar wirionez hag ar vuhez. »

 

‘eus ket avat keal da c’houlennata ar re varv na d’o uzañ en ur zistreiñ diouzh an neñv ha diouzh Doue, da skouer evit ober divinouriezh, diouganerezh. An darempred-se gant ar re varv, sellet evel marv evit gervel o spered, a zo un doare kehelerezh idolennoù, d.l.e. distroet diouzh ar gwir Doue. Graet a vez anezhañ igromañs, hud-speredourieth, ha. a…: un dra risklus-tre hag a c’hall gwallañ hor skiantoù ha kas ac’hanomp da ober traoù keuzius ha zoken fall-meurbet.

 

Evit ar re a zo e-kichen Doue, er c’hontrol, pep tra bet kaer, mat en o c’harantezioù douarel a vo treuzneuziet, kreskaet gant ar vuhez doueel. Hag ar pezh na oa ket reizh a vo glanaet, kenaozet gant ar mad, ha neuze e karimp gant ur garantez peurvat an holl re hon eus anavezet. Gant Doue e vennimp o eurvad hag e pedimp Doue da reiñ dezho an hevelep eurvad e-lec’h ma vezimp hon-unan.

 

Hor c’horfoù ac’h advevo.

 

Leunder ar vuhez ne sell ket hepken ar vuhez. En Aviel, Jezuz a gemenn dimp dasorc’hidigezh ar c’horfoù :

 

« Me eo an Dasorc’h hag ar Vuhez, an neb a gred ennon, ha goude ma ve marv, a vevo, hag an neb a gred ennon ne varvo ket da virviken. » (Yn 11, 25-26)

 

Ar C’hrist a zo dasorc’het gant e gorf. E ziskibled o deus gwelet goulioù e zaouarn hag e dreid, hag eus e gostez. Debret hag evet en deus ganto. Met n’en deus ket adkemeret red e vuhez douarel. Dasorc’het eo gant ur c’horf glorius. Abaoe 2ooo vloaz ez eo test an holl gristenion a gement-se.

 

Ni ivez, e dibenn an amzerioù, a vevo a-nevez dasorc’het gant ur c’horf treuzneuziet, ur c’horf glorius.

 

En e lizher kentañ d’ar Gorintiz e tispleg Sant Paol e vezo an hevelep korf – an hevelep hinidenn – ; met ar c’hreunenn a ya da ziwan a zo an hevelep hini hag ar blantenn he deus kresket, evel-se hor c’horf, unanet neuze gant hon ene, ne vevo ken eus buhez an douar, hogen treuzneuziet vevo eus buhez Doue, ar pezh a anver, e doare skeudennel, an neñv.

 

« Ha mard emañ o chom ennoc’h Spered an Hini en deus dihunet Jezuz a-douez ar re varv, neuze, an hevelep Hini hag en deus dihunet ar C’hrist Jezuz a-douez ar re varv, a advevo ivez ho korfoù marvel dre e Spered o chom ennoc’h. » (Rom 8-11)

 

N’eus ket eta a deuzadur en hollved, en Hollad bras, evel ma soñj tud an adkorfidigezh, rak n’anavezont ket promesaoù Doue. Eñ, Doue, eo a ro dimp en-dro buhez peurvat, ha chom a reomp en hor pivelezh hon-unan, gwir gevelerion Doue, kouviet ouzh e daol evel d’ur banvez. Disec’hañ a raio pep daeraouenn diouzh hon daoulagad, hervez lavarenn an Diskuliadur meneget ganimp en derou.

 

Met ar vuhez peurbadel-se a c’hellomp stagañ d’he vevañ adal bremañ en ur mod bennak. Rak Doue en em ro da anaout adal ar vuhez-mañ. Dre-se eo e c’hellomp e zizoleiñ, e selaou, e zegemer. Penaos ? Dre lenn an Aviel, komz Doue, dre vuhez ar sakramantoù : ar Vadeziant, ma c’hanomp drezi da vuhez Doue ; dre an Eukaristiezh, d.l.e. an Oferenn, ma resevomp enni Doue en ostiv : fellout a ra dezhañ hor magañ gant e vuhez hec’h-unan, gant e garantez virvidik, gan e Spered Santel ; ha neuze dre an Adunvanidigezh, ma c’houlennomp enni pardon eus hor fazioù,  » hor pec’hedoù  » enep karantez Doue hag an nesañ. ; e-lec’h ivez ma c’hwezh Doue, dre ar beleg, e bardon warnomp, ha ma vezomp glanaet … Bez’ z eus c’hoazh sakramant ar re glañv, ar Briedelezh, ha Sakramant an Urzh evit ar veleion.

 

Degemer a reomp c’hoazh, dre ar bedenn, ar vuhez peurbadel en hor buhez a-vremañ. Doue, ma roomp dezhañ eus hon amzer brizius, a zeu endeo d’ober e zemeurañs en hor c’halon ha d’hon digeriñ ouzh traoù an nec’h.

 

Neuze e vez kemmet hor buhez a briedelezh : karout a reomp a garantez adnevezet. Hon darempredoù gant ar re all a zo chañjet : o sellout a reomp dre ur sell nevez, ur sell a garantez hag a esperañs.

 

Sed aze ar garantez : Doue a zeu ennomp hag e reomp oberoù a garantez.

 

 

« Evidoc’h, Aotroù, hoc’h eus hon graet, hag hor c’halon a zo hep diskuizh ken na ziskuizh ennoc’h »

Sant Eosten.

 

 

6 – Petra a c’hellomp ober evit ar re a zo marv ?

 

Er Gredo, an diverradur eus ar pezh a gred ar gristenion abaoe 2OOO vloaz, e lavaromp : « Me gred e komunion ar Sent, » d.l.e. ez eus un darempred bras etre an holl re a zo en neñv e-kichen Doue, ar Sent, ha ni o vevañ war an douar.

 

Ar Sent n’int ket hepken, ret eo resisañ, ar re a zo bet diskleriet evel-se gant an Iliz, ar Sent « santelezet », Sent an deizietaer. An holl re a zo marvet en ur lavarout  » ya  » da garantez Doue, a zo, goude bezañ glanaet a-wechoù, a zo gantañ hag a zo « Sent ».

 

Met evit antren e tan ar garantez ez eo ret bezañ tomm ; deviñ dre garantez. Setu perak, mar hon eus ezhomm da vezañ tommet, e c’halver  » Purgator  » ar c’hlanidigezh-se. Hag hor pedennoù a c’hell hastañ ar c’herzhed-se davet ar garantez. Evit Doue, an amzer n’eus ket anezhañ. Mar soñjomp hiziv en unan pe un all eus hon dud varv, ha mar pedomp evitañ, Doue en deus gwelet endeo hor pedenn.

 

Ar gwellañ bedenn eo kinnig un oferenn, kemer perzh enni ha mar gallomp en ur gomuniañ evit degemer buhez Doue, m’en em gav enni hor re varv o deus lavaret  » ya  » d’ar garantez, hag evel-se bezañ unanet ganto. Met hon holl gerioù paour o deus ur galloud bras evit hor mignoned marv : teneraat a reont kalon Doue.

 

Aotroù.
Setu ar brofadenn a lakomp dirazoc’h-c’hwi, ni ho servijerion hag ho familh a-bezh ; en ho madelezh teurvezit he degemer ; startait ar peoc’h en hor buhez, hon diframmit diouzh ar gondaonidigezh hag hon degemerit e-touez ho tud dibabet.

(Pedenn an oferenn)

 

Ret eo ivez pediñ kalz evit ar re a zo war o dremenvan : ar pred eo ma vezer o lavarout « ya » pe « nann » d’ar garantez.

 

Pedenn vihan d’ar Werc’hez Vari.

Bezit laouen, Mari, leun a c’hras,
An Aotroù a zo ganeoc’h.
Benniget oc’h e-touez ar gwragez
Ha Jezuz, frouezh ho korf, a zo benniget ;
Santez Mari, mamm da Zoue,
Pedit evidomp, pec’herion baour,
Bremañ hag en eur hor marv. Amen.

 

Hag an ifern : daoust hag ez eus un ifern ? Ya, Jezuz a ro dimp kemenn anezhañ en Aviel, dreist pep tra e parabolenn Lazar hag ar pinvidig fall. Ha pergen e komzoù ar varn diwezhañ.

 

« N’hellomp ket bezañ unanet gant Doue anez dibab frank e garout », a lavar katekiz an Iliz Katolik. Komzoù an Aotroù Krist a zo pouezus :

 

« An neb na gar ket a chom er marv. Neb a gasa e vreur a zo ur muntrer. Gouzout a rit avat n’eus muntrer ebet hag en defe ar vuhez peurbadel o chom ennañ. » (Yn 3, 15)

 

Jezuz a gomz eus ar gehenna, eus an tan ha na vez ket mouget.

(Mk 9, 43-48)

 

Kemenn a ra e kaso e aeled, a zastumo an drougoberourion hag o stlapo er fornez grizias. Bez’ez eus un ifern. Hag an Iliz ne lavar war e zivoud nemet ar pezh en deus lavaret Jezuz e-unan. Perak ? Karantez Doue a rakkemenn dimp an darvoud mantrus eo dioueriñ a garantez, tremen e-biou d’an neñv, d’ar vuhez peurbadel. Ur c’halvadenn eo d’ar giriegezh ma c’hell an den ober diouzh e frankiz a-benn e donkad peurbadel. Ur galv eo d’ar ganttroidigezh.

 

Met an ifern n’eo ket un distaol a-berzh Doue. Den ebet n’eo tonket gant Doue d’an ifern. Evel m’o deus kredet en gaou ar re anvet ar Jañsenidi. Ret e vefe, evit mont d’an ifern, nac’h a-benvest-kaer Doue, ha kenderc’hel d’henn ober betek ar penn… Ret e vefe nac’h e drugarez.

 

Doue, end-eeun, a venn e vefe salvet pep den. Goulenn ez-leal e bardon, ez eo kaout anezhañ : hor bezomp soñj eus al laer mat.

 

Doue a fell dezhañ « ned afe da goll den ebet, met e trofe an holl d’ober pinijenn. »

(II Per 3,9))

 

Gallout a reomp eta esperout o defe hon anaon goulennet trugarez digant Doue, ha pediñ evito a-fet-se. Doue e-unan eo hon atiz da bediñ evito hag a venn bezañ trec’het gant hor galv d’e drugarez.

 

Neuze evito, evidomp, an neñv eo hon esperañs en abeg da drugarez Doue hon eus an esperañs start da ‘ n em gavout, int ha ni, e baradoz Doue.

 

« Setu teltenn Doue e-touez an dud. hag Eñ, Doue e-unan, a vo ganto.
Ha disec’hañ a raio pep daeraouenn diwar o daoulagad : Hag ar marv, ne vo mui anezhañ… dre maz eo tremenet ar bed kentañ. »

(Diskuliadur 2, 3- 4)

 

 

Tad Erwan de Boisredon ha Hervé-Marie Catta – Lakaet e brezhoneg gant Tad Job LEC’HVIEN

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD". En 2024, il a également publié avec René Le Honzec la BD "L'histoire du Pèlerinage Militaire International".

Articles du même auteur

CHAPELLE CHANTANTE EN CORNOUAILLE LE 20 OCTOBRE 2024

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minUne invitation du Père Dominique de Lafforest : …

[KERANNA] Oferenn e brezhoneg d’ar 6/10/24- Messe en breton (+ livret téléchargeable)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min Disul 6 a viz Here 2024 a …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *