Itron-Varia Gelc’hoed
E flondrenn ar stêr Sar emañ chapel Itron-Varia Gelc’hoed, 1,3 km diouzh bourc’h Mêlrant, gant he zelt anavezet edan an anv a “scala”. An anv Gelc’hoed a c’hell dont a hini Kel-er-hoed hag a dalv kement ha “kell-peniti ar c’hoad”.
Dibar eo an tres lieskornek ag ar chapel gant skejad brevet he zoenn hag he c’hloc’hig e-kreiz.
Daoust d’ar Werc’hez bout ar batromez anezhi, diwar hêrezh ur santual koshoc’h, ez eo sant Izidor, ur peizant a Vadrid ag an XIIvet kantved hag a zo enoret da gentañ a-c’houde ar XVIIvet kantved.
Goude bout bet lakaet da sant e 1622 e voe deuet mat war maezioù Breizh, evel ma tiskouez ar savadur-mañ savet e 1683 ma ‘z eo ar c’hinkladur ag ar prantad-hont gouestlet dezhañ penn-da-benn.
Ar stern-aoter kizellet ha livet a framm un daolenn, hag en diskouez o pediñ ha souprenet gant e vistri, p’emañ an aeled o sikour gantañ er parkoù.
Tro-dro d’ar volzenn e lambrusk e kaver 24 panell ex voto o tiskouez lod ag e vurzhudoù.
A-ziwar berzh ar pardon e voe savet ur santual diavaez e 1885 gant an tisavour parizian Douillard, un telt, ur pondalez, ur skalier ha feunteunioù dezhañ.
Emañ e renabl ar Monumantoù Istor a-c’houde 2003. Adkempennet e vez ar chapel a-c’houde 2008. Kempennadur ar chapel zo harpet gant Poellgor traonienn ar Gelc’hoed.
**
Itron-Varia Gelc’hoed.
Da zeiz ar pardon e vez douget delwenn an Itron-Varia betek ar scala.
**
Gweladenn :
**
Pardon : 4e Sul miz Mezheven
**
Nepell :
- 500 m a-ziouti, kalvar Talroc’h, a 1821, gouestlet da sant Izidor.
- 3,6 km a-ziouti, chapel Lokmaria, dre Vêlrant trema Pondivi.
- 4 km a-ziouti, chapel Sant-Fiakr, dre Vêlrant trema Pondivi.
Notre-Dame du Guelhouit
La Vierge Notre-Dame du Guelhouit : Le jour du pardon, la procession emmène une statue de Notre-Dame jusqu’à la scala.
Visite :
Pardon : 4e dimanche de juin
A proximité :
Troidigezh : F. Coupechoux evit Ar Gedour (Droits Réservés Ar Gedour / CDAS)
Contenu exclusif AR GEDOUR. Sauf autorisation des auteurs et d’Ar Gedour, reproduction interdite, même partielle, sur tout autre média, des contenus textes et images.
Vous appréciez ce contenu, commentez à la suite de cet article et partagez cet article sur vos réseaux sociaux via les icônes ci-dessous.