Saints bretons à découvrir

Sul ar bleunioù hag ar basion

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min

Pa voent erru tost da Jeruzalem ha degouezhet e Betfage war-dro menez an Olived, neuze e kasas Jezuz daou eus e ziskibien en ur lavarout dezho :
« It d’ar gêriadenn a zo dirazoc’h ; ha diouzhtu e kavot un azenez stag hag un azenig ganti ; he distagit hag o degasit din.
Ma vez lavaret deoc’h un dra bennak, respontit : An Aotrou en deus ezhomm anezho, ha diouzhtu goude e rento anezho deoc’h ».
Kement-mañ a zegouezhas evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed :
« Lavarit da verc’h Sion : Setu da Roue o tont davedout, dilorc’h azezet war un azenez, ha war un azenig, mab an hini a zoug ar yev ».
Mont a reas eta an diskibien hag e rejont evel m’en devoa Jezuz kemennet dezho, e tegasjont ganto an azenez hag an azen bihan. Lakaat a rejont o mantilli warno hag e rejont da Jezuz azezañ war-c’horre.
Ur maread a dud a ledas o mantilli war an hent ; darn all a droc’he skourroù diouzh ar gwez hag o strewe war an hent.
Hag an holl bobl-se, en e raok ha war e lerc’h, a youc’he : « Hozanna da Vab David ! Ra vo benniget an hini a zeu e anv an Aotrou ! Hozanna e barr an Neñvoù ! ».
Hag evel ma-z antree e Jeruzalem e voe strafuilhet an holl e kêr, hag e lavare kêriz : « Piv eo hennezh ? » hag an engroez a responte : « Ar profed ez eo, Jezuz, eus Nazared e Galilea ».

Testenn tennet eus www.bibl.bzh

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD". En 2024, il a également publié avec René Le Honzec la BD "L'histoire du Pèlerinage Militaire International".

Articles du même auteur

Le Grand Pardon diocésain du Folgoët aura lieu les 5 et 6 septembre 2026

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 minLe Grand Pardon diocésain de Notre-Dame du Folgoët …

Eskob ar patatez : qui se souvient encore du dernier évêque de Léon ?

Amzer-lenn / Temps de lecture : 15 minQui se souvient encore, à Saint-Pol-de-Léon, de Jean-François …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *