Tennet eo bet e brezhoneg ar bedenn evit gwared ar Grouadelezh gant AR GEDOUR. Da heul « Laudato si », embannet eo bet ivez war lec’hienn Eskopti Kemper ha Leon ur bedenn geltiek a veuleudi evit ar Grouadelezh. eus « LLyfr du Caerfyrddin » [Leor du, Carmarthen], e Candle in the darkness, Gomer Press, 1993, p. 139 – troet e brezoneg ha galleg gand Minihi Levenez n°21-22, 1993, p. 52 ha 55.
Gallout a rit ober ganti d’ar 1an a viz Gwengolo (Devezh pediñ er bed evit gwared ar Grouadelezh) ha d’ar 4 a viz Here (« ur sulvezh evit ar Grouadelezh »).