Saints bretons à découvrir

An oferenn, an iliz, an arroud diwezhañ e-lec’h ma kaozeer / La messe, l’église, le dernier endroit où l’on cause (tribune libre bilingue)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 5 min

Cette tribune libre est proposée par l’une de nos lectrices, Annaig. Les propos tenus par les auteurs des tribunes libres dans nos colonnes leur appartiennent et n’engagent en rien notre rédaction.
<strong>Pennad e brezhoneg</strong><strong>Article en français</strong>

Abaoe va yaouankiz-flamm em eus darempredet parrezioù pe kumuniezhoù hengounel e-lec’h e oa implijet stumm dreist-ordinal an oferenn. Dargouezhioù ar vuhez hag al labour o deus kaset ac’hanon da zaremprediñ ar stumm ordinal alies a-walc’h abaoe ur bloavezh. Miret eo bet ouzhin, gant ma labour, mont d’an oferenn e-lec’h ma-z on kustumet da vont, ha graet em eus tro parrezioù ar meurgêr e-lec’h emaon o chom, evit klask kavout pelec’h e vefen eus ar gwellañ e-keñver ma implij amzer. Er mizoù diwezhañ-mañ em eus darempredet ivez ur barrez vihan e-lec’h ma-z an alies evit an dibenn-sizhun. Na pebezh disouezhenn am eus bet ! Dipitet on bet o welout pebezh stalabard hollek ha trouzus a rene a-raok ha goude an oferenn en holl parrezioù-se ! Ya, se zo an arroud diwezhañ e-lec’h ma kaozeer ! Gwelet am eus tud oc’h en em harengiñ a-bell : “Graet az peus mat ar sizhun gozh ?”, tud oc’h en em bokañ hag ober ur frapad kaoz a-gevret evel ma vefent e korn ar straed ! Tud all n’o deus ket kemplezhioù da vont da gomz ouzhoc’h e-lec’h emaoc’h o klask pediñ… Krediñ a rafed bezañ war ur foarlec’h ! Evidon-me a zo boazet ouzh ar c’humuniezhioù hengounel e-lec’h ma-z eus kalz a zoujañs evit ar Bezañs gwerc’hel[1], e-lec’h ma ne gomzer ket ouzh un amezeg nemet e vefe ret ha c’hoazh e chuchumuchu, emaon o soñjal o deus an darn vrasañ ar barrezidi, kollet ster ar Sakr, ha gwir tristidigezh ez eo.

Hep bezañ mennet da abegiñ ar veleien, ret eo lavarout memestra ez int kiriek evit ul lod bras anezho eus kement-se : n’em eus gwelet morse unan anezho o c’houlenn an didrouz, er c’hontrol lod o deus kemeret ar boaz da saludiñ ar renkoù kentañ ; asantet o deus zoken ma vefe stlaket an daouarn gant ar feizidi evel pa vefent oc’h arvestiñ ouzh un abadenn (badeziantoù, deiz-ha-bloaz an orgraouer…). Gwelet am eus zoken ur barrez o tegemer un diskouezadeg e-pad an hañv hag evit he digorlidañ, aozañ un digor-kalon e-barzh an iliz, e kichen an aoter vras !!!

Betek pegoulz e vo damasantet da zroukskouerioù evel-se ? Perak ar feizidi o deus c’hoant d’en em zastum a vez an diaezetañ ? Re ziaes eo gortoz bezañ war leurenn an iliz evit kaozeal ? Dre druez, aotrouien personed, ho Treistelezhoù an eskibien, gallout a rit reizhañ ho tropell hag adlakaat urzh en hon ilizoù ? Trugarez vras deoc’h en a-raok !

_______________

[1] Gwerc’hel : réel

 

Depuis mes plus jeunes années, j’ai presque toujours fréquenté des paroisses ou communautés traditionnelles où l’on utilise la forme extraordinaire du rit romain. Les aléas de la vie et du travail m’ont amenée depuis un an à fréquenter la forme ordinaire assez régulièrement. Mon travail m’empêchant d’aller à la messe où je vais habituellement, j’ai fait le tour des paroisses de la métropole où j’habite pour y faire des essais et voir où je m’y retrouvais le mieux en fonction de mes horaires.

Ces derniers mois, j’ai également fréquenté une paroisse d’une petite ville où je me rends régulièrement. Quelle n’a pas été ma (mauvaise) surprise, mon dépit même, quand j’ai découvert le bruit et le bazar général qui régnait avant et après la messe dans toutes ces paroisses ! Oui, c’est vraiment le dernier endroit où l’on cause ! J’ai vu des gens s’haranguer de loin « tu as passé de bonnes fêtes ? », les gens s’embrasser et taper la causette comme au coin de la rue. D’autres n’ont pas de complexe pour venir vous parler lorsque vous êtes à genoux en train d’essayer de prier… On se croirait dans un hall de foire !

Pour moi qui ai l’habitude des communautés traditionnelles où l’on respecte la Présence Réelle, où l’on ne parle à son voisin que si c’est nécessaire et en chuchotant, je me dis que la plupart des paroissiens d’aujourd’hui ont perdu le sens du Sacré et c’est vraiment triste. Sans vouloir pointer du doigt les curés, il faut bien dire malgré tout qu’ils ont une grande part de responsabilité à tout cela : jamais je n’en ai vu un seul demander le silence, au contraire certains ont pris l’habitude d’aller saluer les premiers rangs avant la messe, ils acceptent même que l’assistance applaudisse comme s’ils étaient au spectacle (baptêmes, anniversaire de l’organiste…). J’ai même vu une paroisse qui accueillait une exposition pendant l’été organiser un apéritif d’inauguration dans l’église tout près du maître autel !!!

Jusqu’à quand tolérons-nous de tels scandales ? Pourquoi les fidèles qui veulent se recueillir sont-ils les plus gênés ? Est-il si difficile d’attendre d’être sur le parvis pour se parler ?

Par pitié, messieurs les abbés, vos excellences les évêques, pouvez-vous reprendre votre troupeau et remettre de l’ordre dans nos églises ? D’avance un grand merci !

À propos du rédacteur Redaction

Les articles publiés sous le nom "rédaction" proviennent de contributeurs occasionnels dont les noms sont publiés en corps de texte s'ils le souhaitent.

Articles du même auteur

Une plongée dans l’Histoire du Pèlerinage Militaire International à Lourdes : la BD Inédite de René Le Honzec et Eflamm Caouissin

Amzer-lenn / Temps de lecture : 5 minLourdes, lieu de pèlerinage emblématique, où des millions …

Loïc-Pierre Garraud, co-auteur des « Portes du Sacré », est décédé (article de Bernard Rio)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 7 minPrononcer le panégyrique funèbre d’un ami est à …

Un commentaire

  1. A-du on ganeoc’h war ar poent-mañ: pa glasker sioulder hag aergelc’h-pediñ ez eo diaez a-wechoù e-barzh ilizoù zo! Mat eo d’an dud en em saludiñ. Mat (pe gwelloc’h) eo ivez chom sioulik a-raok an overenn. Amzer a-walc’h a vo evit flapiñ goude an overenn.

    M’emaoch o vevañ e Pariz, ne vo ket diaez deoc’h kaout un iliz hag ha blijo deoc’h. M’emaoc’h o vevañ e Naoned e vo ret deoc’h fri-furchal un tammig, hag a-benn a-fin, sur a-walc’h, e vo kavet ganeoc’h. N’anavezan-me na Roazhon, na Vrest, war ar poent-se.

    An Ilizoù ma vez aergelc’h-pediñ enne a zo ivez reoù ma vez klevet ar gwellañ prezegennoù enne, pa soñjan mat! N’eo ket dre zegouezh, kredapl braz.

    A galon, ha chañs vat deoc’h evit diskoachañ un iliz ma vezoc’h mat enni.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *