Ebel Elektrik : pladenn gentañ da souten war Kengo (deiz divezhañ)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min
Ebel Elektrik : Germain Velut, Florian Ebel, Basile Tuauden. Photo : Emilie Guilland.

Ur power trio blues-rock psikedelek ha brezhonek eo Ebel Elektrik, bet krouet gant Florian Ebel, Basile Tuauden ha Germain Velut e dibenn ar bloavezh 2016. Peurlipat o sonerezh eo o deus graet an tri soner-se e-kerzh meur a sonadeg, da gentañ, en amboaz kinnig tonioù a-zoare lusket gant pozioù hollvrezhonek. Gwech liv ur follezh, gwech liv ur reze warne e c’hwez an tonioù evel ar sonerion o-unan pa zichadennont o startijenn war al leurenn.

E miz Kerzu 2017 e oa aet an eil plas gant Ebel Elektrik er SUNS Europe, ur genstrivadeg europat hag a laka war-wel an arzoù er yezhoù minorel, e Udine e Bro Italia ma sonent evit Breizh hag evit ar brezhoneg.

Buan a-walc’h e c’houlenne an holl dud ur bladenn, dezhe da selaou pe da adselaou an tonioù. Gwall boent e oa neuze enrollañ ar bladenn gentañ !

« Gwel’ ‘rez, pa oamp el lise ha pa faote dimp selaou blues-rock e brezhoneg, Storlok ‘oa… ha netra ken. »

Goude bezañ klevet ar frazenn-se en doa sapet ar soñj seniñ gant ar brezhoneg e kelorn Florian. Na dalv ket reiñ Storlok da anavout deoc’h : ar strollad blues-rock brudet bras-se n’en doa ket embannet meur a bladenn koulskoude. Gwir eo, sonerion all zo bet klevet abaoe – ha reoù doazh ! – met dalc’hmat e klever anv dioutañ pa vez kaoz eus blues ha rock e Breizh.

Basile, eus Sant-Brieg, ha Germain, eus Roazhon, a oa o-daou er skol sonerezh e Roazhon m’o deus tremenet un diplom war ar sonerezh a-vremañ. Florian, eus An Oriant, en deus bet e vMaster Brezhoneg ar miz tremenet. Ha bremañ ? Sonerezh.

Kanañ e brezhoneg, ne dalve ket sevel ar goulenn e gwirionez. Plijus ken-ha-ken eo kanañ ha skrivañ er yezh-se, ur gwir venveg sonerezh a c’heller krouiñ gantañ eo hag ouzhpenn-se e tegas ur sell disheñvel war ar bed. Ur voem evit ar sonerion !

Ret eo reiñ meur a dra da glevout e brezhoneg, e pep lec’h, hag e pep doare sonerezh. Diskouez ez eo yac’h ivez : ur strollad tud yaouank startijenn gantañ, gwelloc’h n’eus ket evit-se !

Ho sonerezh zo levezonet gant prantad ar bloavezhioù 60-70, met ur sonerezh a-vremañ eo. Son ho fladenn ne yay ket war-gil, ar c’hontrefed eo : ar pal eo diskouez pezh a grou ar re yaouank e brezhoneg hiziv ha kinnig ur son a galite ken brav hag ar pezh a vez produet gant ar re vras.

Ur bladenn hag a ra gwrizioù en hon amzer.

Beuz e vo ! Chik avat, ur sekred eo c’hoazh…

Evit skoazellañ ar strollad da embann ar pladenn kentañ, klikit amañ

Traduction en français via ce lien.

À propos du rédacteur Redaction

Les articles publiés sous le nom "rédaction" proviennent de contributeurs occasionnels dont les noms sont publiés en corps de texte s'ils le souhaitent.

Articles du même auteur

2 200 missionnaires à la chapelle du Saint-Esprit à Quimper

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minJe m’appelle Jean Cadour, né en 1933 à …

Découvrez le « Me ho salud Mari » du Pèlerinage Feiz e Breizh

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min« Voulez-vous apprendre à prier la Sainte Vierge dans …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *