Gouel Maria Veurzh, ar Sadorn 25 a viz Meurzh, eo an deiz merket gant ar Pab Frañsez da holl eskibien ar bed da ouestlañ Rusia hag Oukrenia da Galon Dinamm Mari. Erbedet eo d’ar Gristenien ordinal ha d’ar veleien unaniñ o fedennoù ouzh o re. Setu perak e kinnigomp amañ ur Gread-gouestlañ da Galon Dinamm Mari, da vezañ lavaret en ur soñjal e tonkadur Rusia hag ar bed er mare-mañ evit ma ne zaleo ket mui an holl da labourat da lakaat ‘Rouantelezh Doue da zont war an douar evel en Neñv’.
Gwerc’hez Santel Mari, holl zinamm !
Mamm Doue, Jezuz-Krist hon Aotrou, ez oc’h-C’hwi, ha Mamm an Iliz, ez omp-ni izili anezhi.
Evel-se ez oc’h ivez va Mamm ha va Rouanez.
Abalamour da se, me, (Anv)……….., en em droan ouzhoc’h e kreiz an emgannoù a renan evidoc’h, da lakaat ennoc’h va fiziañs evit trec’h ha donedigezh Rouantelezh ho Mab hag hon Aotrou.
O terc’hel soñj eus ar c’homzoù Hoc’h eus lavaret e Lourda : «Me zo ar Grouedenn Dinamm », hag ivez ar bromesa vras Hoc’h eus graet e Fatima : « En diwezh va C’halon Dinamm eo a drec’ho »,
O terc’hel soñj dreist-holl eus ho roll en Enkorfidigezh hag en Dasprenidigezh, a zo e diazez ar c’homzoù-se, pa ‘z eo ennoc’h ez eo en em gorfet ha n’eo nemet ouzh Ho lakaat kenlodek en e Aberzh ez eus bet fellet dezhañ va dasprenañ eus ar pec’hed. Ouzh Ho tiwall diouzh e roudoù en doa Ho tasprenet C’hwi Hoc’h-unan.
Hag o c’houzout, oc’h en em dreiñ evel-se ouzhoc’h, e rentan gloar da Zoue hag e ran hervez E youl,
Hoc’h aspedan, Mamm ha Rouanez va c’halon va buhez ha va labourioù, taolit ur sell ouzhin Ho pugel a zo ivez Ho servijer. Ho pezet truez ouzhin-me pa ne fell din, e don va c’halon, nemet labourat da ziazezañ en hor c’heodedoù Rouantelezh Ho Mab, hervez ar bedenn en deus kelennet deomp E-unan : « Ho Rouantelezh deuet deomp war an douar evel en neñv ».
Pa ouzon emañ etre Ho taouarn holl c’halloudegezh an Aotrou Krist, hag e tremen drezoc’h holl garantez E galon evit en em reiñ deomp, ez eo ouzhoc’h en em droan, ha sur da vezañ degemeret mat ganeoc’h, a Vamm ! En em ouestlan deoc’h, d’ho Kalon Dinamm.
Dre ar gread-mañ en em roan deoc’h, ouzh ho pediñ da sellout ouzhin a-grenn ha dizistro evel Ho perc’henniezh. Deoc’h-C’hwi eo eta d’am difenn, d’am gwareziñ, d’am glanaat ha d’am heñchañ betek an trec’h ouzh va lakaat da gas da benn en Iliz hag er bed ar gefridi en deus Doue fiziet ennon en E ragevezh. Da heul e vo Deoc’h-C’hwi ivez klod an trec’h-se, da lavaret eo ar servij am bo kaset da benn mat. Evel-se e vo graet dezo an Aotrou Doue : Rouantelezh ar C’hrist dre Rouantelezh Mari, rak e gwirionez ned eo nemet ur Rouantelezh hepken, e lec’h ma vo roet pep tra dre ar C’hrist, Mari ivez, hag e-lec’h ma vo roet pep tra deomp dre Vari, hag ar C’hrist da gentañ-holl.
Neuze eta ez on Ho perc’henniezh evit bezañ perc’hennet gwelloc’h gant va Aotrou, hag evit ma komprenin bepred gwelloc’h n’hell bezañ diazezet Rouantelezh Kalon an Aotrou Krist nemet dre Rouantelezh Ho Kalon deoc’h Hoc’h-unan.
Sed aze perak, hor Mamm hag hor Rouanez, en ur siellañ ganeoc’h kevreadur ar c’hensakradur-mañ, e ouestlan pediñ ac’hanoc’h ha lakaat re all d’ho pediñ bepred muioc’h, bemdez dreist-holl dre ar chapeled, ha da gentañ labourat d’Hoc’h anavezout gwelloc’h, par ma c’hellan. Adalek bremañ, avat, e ouestlan bevañ gwelloc’h ganeoc’h, ennoc’h, drezoc’h hag evidoc’h va buhez kristen ha va labour evit ma teuio Ho Rouantelezh, a vezo diazezet drezañ hag ennañ hini Ho Mab, Hon Aotrou.
Hag evel-se e tegasan va lod, evel m’en goulenn Doue, d’ar peoc’h er bed ha da silvidigezh an dud, evit klod ho tiv Galon unanet hag an Drinded Sakr, a-vremañ ha da viken, evel-se bezet graet.
Troidigezh : EAT