En Oriant emañ Ivan Brient o chom, met a-hed hag a-dreuz bro Gwened e vez o c’haloupat ar beleg yaouank bemdez. « Vikel bras on-me, e-karg a kornôg an eskopti. Ret eo din gober tro ar veleion ha monet d’o heul evit avielañ ar vro ». Ingal e vez galvet evit dirouestlañ kudenn-mañ-kudenn : pa vez klañv person ur barrouz, peotramant pa vez anv da vadeziañ ur bugel digatekiz… « N’eo ket aes bepred, met n’am eus ket keuñv ! » emezañ. Soñj en deus Ivan da vezañ c’hoantaet mont gant an hent-se yaouankik-flamm « Er skol-vamm ‘doa goulennet ar vestrez peseurt micher a blijehe deomp gober. Me ‘moa respontet e faote din bout an hini gwisket e gwenn hag a veze bep Sul en iliz ! » Hir eo bet an hent memestra : war-lerc’h studioù war ar gimiezh en doa tremenet c’hwec’h vloaz er c’hloerdi. Bet eo ivez o studiañ ar skriturioù sakr e Roma hag e Jeruzalem, a-raok bezañ beleget e 2001.
Nedeleg evit an holl
Afrika, Roazhon, Pondi… Ne vern pelec’h eo bet Ivan o labourat en deus ranket strivañ evit bezañ tostoc’h ouzh ar gevredigezh a-vremañ. « Kalz a dud o deus kollet o gwrizioù. Hiziv an deiz, get ar jiletennoù melen, e welomp a-walc’h hon eus poan da veviñ holl àr an dro. Komz a zo a-bouez. Relijion ar gomz eo ar gristeniezh, dav deomp kavout ar gerioù evit bout komprenet ». Daoust da stad ar bed e talc’h spi ar beleg en amzer da zont, hag evit ar mare emañ o prientiñ gouel an Nedeleg. Ur plas ispisial-kaer en deus e buhez ar gristenien, hervezañ. « Hounnezh eo ar bazenn gentañ graet get Doue evit bout e-kreiz ar bed. Ar bazenn simplañ da gompren kevrin ar gristeniezh eo ivez ! » A-benn dilun e vo e Krac’h evit lâret oferenn ar Pellgent e brezhoneg, evel ma ra bremañ abaoe pemp bloaz zo. Bepred e vez leun an iliz, daoust ma ne gompren ket tout an dud yezh ar vro. « Setu perak n’eo ket aes lâret ar sarmon. Dre chañs on sikouret get tud Ti Douar Alre ».
Ar brezhoneg war-raok en Iliz
A-viskoazh en deus klevet brezhoneg Ivan. E Plougouvelen, e-lec’h ma oa o chom pa oa bugel, e taremprede amezeien ha na gomzent ket galleg outañ. Evel-se en deus tapet liv bro Gwened, a-raok studial pelloc’h ar yezh asambles gant Daniel Carré, er skolaj hag el lise. Hiziv an deiz n’en deus ket tro d’ober alies gantañ, met pouezañ a ra evit m’az afe ar brezhoneg war-raok e buhez an Iliz. « Un oferenn e brezhoneg a douch muioc’h ar c’halonioù. Ul liv sakr a ro d’al lidoù, ha kalz a dud yaouank a c’houlenn e vehe graet muioc’h ! » Raktresoù e-leizh zo gant Ivan war an dachenn-se, evel m’en deus goulennet an eskob gantañ : lâret un oferenn vrezhonek ur wech ar miz e Santez-Anna Gwened, kinnig katekiz da vugale ar skolioù brezhonek, stummañ ar skipailhoù lec’hel evit ma vefe kanet ingal kantikoù ar vro en iliz d’ar sul hag er pardonioù… « Muioc’h-mui a vadeziantoù e brezhoneg a zo, euredoù hag obidoù a lâran ivez. Kinniget ‘vez d’ar veleion yaouank en em stummiñ. Unan anezhe a lâro oferenn an Nedeleg e Plañvour ». N’eo ket marv ar brezhoneg e eskopti Gwened !
An eskopti : l’évêché
Avielañ : évangéliser
Ar c’hloerdi : le séminaire
Oferenn ar Pellgent : la messe de minuit
Lidoù : cérémonies
Raktresoù : des projets
Obidoù : des obsèques.
Tennet eus an Telegramme (20/12/2018). Pennad savet gant Dewi Siberil hag emgav aeset gant Ar Gedour.
E galleg/en français
Originaire de Plougoumelen (56), Ivan Brient est vicaire général de l’évêché de Vannes. Sa mission consiste à porter assistance aux prêtres des cantons d’Auray, Lorient, Pontivy et Gourin. Si sa vocation est née très tôt, il n’en a pas moins fallu de nombreuses années d’études au séminaire ainsi qu’à Rome et à Jérusalem avant de rentrer au pays. Lundi, Ivan célébrera la messe de Noël en breton. Une langue qui lui tient à cœur et qu’il entend développer le plus possible au sein de son ministère.