Pennad Kaoz
Tri miz bennak ‘zo eo bet aterset an tad Job An Irien gant Brezhoweb, un atersadenn hir, don ha fonnus hag a bad daou-ugent munutenn hep troc’h ebet. Skignet eo bet un tañva war Ar Gedour, Ar feiz bevet e brezhoneg, ha bremañ e kinnigomp deoc’h lenn ha sellout ouzh an atersadenn penn-da-benn.
Reizhskrivet eo bet goulennoù Lionel Buannic, ha respontoù Job An Irien, gant Fañch Jestin. Renablet eo bet ar goulennoù war YouTube gant ul liamm evit pep-hini war-zu ar goulenn ‘barzh ar video.
Roll ar goulennoù war YouTube
- ‘Blam da betra mont da veleg, kaout ar vuhez-se ? YouTube
- Petra ‘dalv pediñ pa vezer pemp, c’hwec’h seizh, deg vloaz ? YouTube
- Lar deomp pelloc’h diwar skolaj Kastell-Paol YouTube
- Penaos ‘peus bet bevet ar prantad-se, te hag a oa tost dija eus ar relijion ? YouTube
- Atav e teue soñj dit mont da veleg ? YouTube
- Merc’hed, riboulat, ‘Poa ket c’hoant kaout ur vuhez ‘vel ar pep brasañ eus an dud ? YouTube
- ‘Peus ket bet ar santimant da c’hwitañ marteze un dra bennak ? YouTube
- Petra oa c’hoarvezet e-pad da amzer-konje ? YouTube
- Un darvoud ispisial ken-ken voe c’hoarvezet dit ‘ba Agadir. YouTube
- Kaset out bet ‘kreiz an Aljeri ha ‘kreiz an deñvalijenn en ur mod. YouTube
- Ur wech graet an dibab, peseurt mod ‘neus cheñchet da vuhez ? YouTube
- Petra ‘dalv an dra-se : studial pe klask gouzout piv eo Jezuz ? YouTube
- Petra dalvez reiñ levenez d’ar re-all ? YouTube
- Ur wech distroet eus an Aljeri ‘ba Breizh, peseurt kargoù peus bet ? YouTube
- Ha d’ar poent-se, ‘peus ket bet keuz gwech ebet eus an dibab ‘toe graet ? YouTube
- Bez zo bet eus Minihi-Levenez amañ, penaos eo c’hoarvezet an dra-se ? YouTube
- Peseurt diferañs tre ar feiz bevet e galleg hag ar feiz bevet e brezhoneg ? YouTube
- Griziennet eo bet atav ar feiz, ar chapelioù hag an ilizoù amañ gant an natur ivez. YouTube
- A-hed da vuhez ‘teus desket, kavet, diskoachet traoù nevez diwar da feiz ? YouTube
- Ar feiz eus Breizh ne vez gwelet a-wechoù nemet evel folkloraj hiziv YouTube
- Penaos e welez ar bloazioù da zont ? YouTube
- Ha te pa sellez ouzh an hent ‘teus graet betek-henn, peseurt soñj a deu dit ? YouTube
Lenn an atersadenn
Gallout a rit pellgargañ testenn an atersadenn er stumm PDF, mod all e c’hellit lenn war-eeun war lec’hienn Ar Gedour goulennoù ha respontoù (e brezhoneg nemetken).
Lionel Buannic : Job an Irien, ‘blam da betra mont da veleg, kaout ar vuhez-se ? Hag-eñ voe ur soñj poe bet dija pa oas bihan ?
Job an Irien : Ya, gwir, ez-vihan abred ‘meus soñjet dont da vezañ beleg. Bez e kaven an dra-se brav-kenañ. Plijus e kaven bezañ en iliz, gant an dud leun an iliz, hag an dud a gane a galon vat, bon ar c’hanoù e latin marteze nebeutoc’h nemet ar Gloria hag ar Credo, ar re-se a veze kanet a-greiz kalon met ar c’hanoù e brezhoneg dreist-holl, ya, hag em jeu ec’h en em gaven en iliz, hag em jeu ec’h en em gaven o pediñ. abred, abred, hag kement zoken, ma c’hoarezed a lar an dra-se din « Peus ket soñj ? e c’hoaries laret an oferenn, kanañ kantikoù, hag e raemp an dra-se asambles ? » Ha, ya, gwir eo, soñj ‘m eus deus an dra-se bremañ, ya, ya ya.
Lionel : Just a-walc’h, petra ‘dalv pediñ pa vezer pemp, c’hwec’h seizh, deg vloaz ? Petra ‘dalv an dra-se, goulenn burzhudoù ?
Job : Nann, n’ouzon ket re, met… bezañ… en em santout dedennet gant an dra-se, met diaes eo da zisplegañ. Un dra zo, bez e oa em farrez, d’ar poent-se, e Bodiliz e oa ur c’hure ouzhpenn ar person, hag ar c’hure-se a oa digompez un tamm peogwir e oa bet lamet digantañ ur skevent, paket en doa un droug-skevent hag e oa bet lamet ur skevent digantañ, setu oa digompez, hag ar pezh a souezhe ac’hanon a oa gwelet anezhañ o c’hoari ganeomp-ni ar vugale, laouen o vezañ ganeomp hag o c’hoari ganeomp. Hag e soñjen, ma, koulskoude, kredabl-bras n’eo ket aes dezhañ bezañ evel-se hag e soñjen : ha, me mije c’hoant bezañ evel-se diwezhatoc’h. Setu, an dra-se a zo skeudennoù hag a deu e spered ar bugel. Hag e, bon, ya, na ha dre chañs pa ‘z on aet da skol ez on deuet a-benn da zeskiñ buan a-walc’h, hag un deiz, ez on aet gant va breudeur, an dra-se oa da fin ar brezel, on aet d’ar skol da Landivizio, Skol Sant Joseph d’ar poent-se.
Ha goude-se, peogwir on en em dennet a-walc’h er skol, ez eus bet goulennet diganin mont da skolaj da Gastell-Paol. Hopala, an dra-se ‘vat oa un afer-all ! Peogwir ‘moa bet lavaret ‘mod-se un deiz bennak ‘vijen kontant da vont da veleg. ‘Mod-se eo c’hoarvezet an traoù.
Lionel : Lar deomp, just a-walc’h, pelloc’h diwar Kastell-Paol, pezh ‘teus bevet, penaos out aet aze, kasi sur e kouste ker ivez, evit ar familh, evit da dud, kas ac’hanout ‘ba du-hont ?
Job : Ya, met, bon. Bez e oa darempredoù etre va familh hag unan eus ar veleien a rae skol e skolaj Kastell-Paol, rak e vadiziant kentañ a oa bet hini va breur, va breur koshoc’h egedon, va breur Charles, hag en doa roet e anv dezhañ, e anv a oa Charles hag en doa anvet va breur Charles. Setu, pa deue da sikour ar person evit ar gouelioù bras, bep tro koulz lavaret, e teue da welet e filhor, ha dre-se e anavezen dija un tammig petra oa ar skolaj e Kastell-Paol, bon, hag ouzhpenn-se, d’ar poent-se, rener ar skolaj eus Kastell a oa genidik eus Landivizio, hag an dra-se a oa e-kichen Bodiliz, hag un deiz eo deuet da lavaret d’am zud : ha perak ne zefe ket Joseph da skolaj e Kastell, plas a zo evitañ, hag e vo kavet an dtu da sikour ac’hanoc’h da baeañ, ur seurt bourse, ur seurt yalc’h bennak a vo kavet evit sikour, ha ‘mod-se on aet da Gastell-Paol.
Lionel : D’ar poent-se, kazi sur, vije ket ken aes-se ar vuhez e-barzh ar skolaj, ha strizh ar reolennoù, strizh an traoù, ha ret mont d’an oferenn bemdez kazi sur, penaos ‘peus bet bevet ar prantad-se, te hag a oa tost dija eus ar relijion ?
Job : Mat a-walc’h, ‘meus nemet soñjoù mat eus amzer va skolaj. Un amzer laouen eo bet hag e oamp… ouzhpenn-se e oamp aet daou pe dri, tri a gav din, eus Bodiliz er memes mare d’ar skolaj, setu ‘moa mignoned a anavezen aze hag eo bet ur mare laouen evidon, hag ouzhpenn-se adalek ar pevare klas ‘m eus kemeret perzh er strollad skouted a oa er skolaj ; setu, peogwir e plije din ober traoù war ar maez ar pezh a rae ar skouted d’ar poent-se, me zo en em gavet mat er skolaj. Hag ne c’hellan ket lavaret e vije bet diaes din amzer ar skolaj, nann, tamm ebet.
Lionel : Hag atav e teue soñj dit mont da veleg d’ar poent-se ?
Job : Ben, bez e oa atav ar soñj-se e foñs va spered, ha p’eo en em gavet ar bloaz diwezhañ, pa oan er c’hlas termen, ben goude-se, petra ‘rin, ben, me meus goulennet mont d’ar c’hloerdi, an dra-se oa, evidon e oa « war-eeun ». Bon, en ur soñjal : ben, gwelet a rin penaos e vo, ha m’en em santan mat aze,ben, e kendalc’hin ; a-hend-all e rin un dra bennak-all. Met, e gwirionez ar soñj a oa : mont da veleg.
Lionel : Hag ar soñj-se veze kreñvoc’h evit pezh a veze gant ar grennarded-all pe gant ur vuhez krennard ‘vel ar re-all, da laret eo d’ar poent-se pa vezer e mod-se ‘poent termen e vezer desachet ivez gant ar merc’hed, gant an traoù diouzh ar c’hiz, mont da riboulat, da gaout ur vuhez ‘vel ar pep brasañ eus an dud ?
Job : Ya, nemet ar pezh a zo, e-pad ar vakañsoù, ni a veze er gêr, a sikoure hon tud war an tiegezh. Setu, ‘veze ket kement-se a amzer vak, benn ar fin, bon, hag ouzhpenn-se o vezañ ma kemeren perzh er strollad skouted ar skolaj, e vezen paket ivez evit ur c’hamp bennak e-pad ar vakañsoù.
Lionel : Met ‘peus ket bet ar santimant da c’hwitañ marteze un dra bennak pa weles da vignoned tro-dro dit ?
Job : Nann, pas kalz d’ar poent-se, nann, nann, nann e gwirionez. Nann, evidon e oa giz ma vije un hent war-eeun. Hag ‘meus kemeret an hent-se gant plijadur a-walc’h. Goude-se, diwezhatoc’h, da amzer va c’honje, da amzer brezel an Aljeri, aze ‘meus en em c’houlennet kalz traoù, met d’ar poent-se nann, nann, betek aze, nann.
Lionel : Ha just a-walc’h, petra oa c’hoarvezet e-pad da amzer-konje ?
Job : Ha, ar pezh a zo, er c’hloerdi, e oa ul levraoueg, hag el levaroueg e oa ul lodenn diwar-benn Breizh, hag istor Breizh. Dedennet e oan dija gant ar brezhoneg rak, pa oamp er skol, ez-vihan e Bodiliz e-pad ar brezel, on en em gavet e pinijenn meur a wech gant va breur, hon-daou asambles, e korn ar c’hlas, peogwir e komzemp brezhoneg kenetrezomp war leurenn da c’hoari, war ar porzh-skol, na gomprenen ket an dra-se, perak oa ket mat ar brezhoneg etrezomp. Deuet ‘oamp d’ar skol da zeskiñ galleg, ya, er c’hlas, met war al leurenn da c’hoari, me mont e galleg gant va breur ? ben, n’int ket mat ! Setu omp en em gavet e pinijenn meur a wech evel-se, hag e santen, e-keñver an Aljeri e oa un dra-bennak ha ne yae ket din, war an tu-se kennebeut, setu em eus goulennet, deuet ar mare d’ober va c’honje, da nompas mont d’an Aljeri, hag an doare da nompas mont d’an Aljeri a oa goulen bezañ martolod, hag on bet martolod hag e oan war ur vag e-pad brezel an Aljeri. Ne felle ket din kemer perzh er brezel-se a gaven ur brezel sot. Hag an dra-se abalamour d’ar perzh am boa komprenet diwar-benn Breizh. Anaout a raen ar Bleun-Brug dija, tro ‘moa bet da gemer perzh e gouelioù ar Bleun-Brug e Landivizio hag e oa bet savet zoken ur strollad kanañ, ul laz-kanañ e Bodiliz evit kenstivadennoù ar Bleun-Brug fd’ar poent-se, hag er seminer, er c’hloerdi ‘moa bet tro da lenn levrioù diwar-benn istor Breizh. Hag em moa soñjet, en ur lenn al levrioù-se diwar-benn istor Breizh : O ! ne vez kontet tout deomp pa vez desket deomp istor Bro-Frañs. Hag evit an Aljeri e tle bezañ un dra bennak droch e mod-se ivez.
Setu ar soñjoù a oa em fenn d’ar poent-se.
Lionel : Un darvoud ispisial ken-ken voe c’hoarvezet dit ‘ba Agadir.
Job : Ah ben ya, kemeret hon deus perzh er seurt merzherenti evit kêr Agadir peogwir ez eus bet ur c’hren-douar spontus, ha ni, ar vartoloded a oa oc’h ober ur seurt eksersis bennak nepell eus Agadir d’ar poent-se. Setu omp bet ar re gentañ oc’h en em gaout eno goude ar c’hren-douar, ar c’hren-douar hag en deus kaset d’ar bez dek mil bennak a dud en un taol, hag aze eo on en em lakaet da soñjal da vat : petra ri eus da vuhez ?
Hag o vezañ m’am moa gwelet pegement oa bet skoet an dud a oa war ar vag, ar vartoloded, gant ar pezh a oa c’hoarvezet ha pegement e oa en em gavet koulz lavaret an holl dud-se en un ofis relijiel hon noa graet evit enoriñ ar re varv, m’eus soñjet, mat, marteze ya e c’hellfen tremen va buhez o sikour ar re-all da gaout un tamm sklerijenn ha da vevañ zoken traoù diaes evel-se gant un tamm peoc’h. Hag aze eo, ya, e c’hellan lavaret ‘meus dibabet da vat dont da vezañ beleg, ya.
Lionel : Drol eo ar vuhez a-wechoù, peogwir ‘teus laret deomp ne felle ket dit mont d’an Aljeri, klasket ‘teus nompas mont, just a-walc’h, mont e-biou deus se, ha padal out bet kaset, ‘kreiz an Aljeri ha ‘kreiz an deñvalijenn en ur mod, barzh un darvoud spontus ken-ken, hag en deus lakaet ac’hanout d’ober da soñj ?
Job : Ya, hag bon, ar soñj-se a oa aze abaoe pell ‘zo, aze oa ar mare da zibab da vat, bez e chome ganin daou vloaz da ober er c’hloerdi araok bezañ beleget hag aze e oa poent din divizout da vat ya pe nann, ha daoust d’an diaezamantoù a c’hellfe bezañ, gant levenez ‘meus lavaret ya.
Lionel : Ur wech graet da soñj, ur wech graet an dibab, peseurt mod ‘neus cheñchet da vuhez, amañ ur wech distroet ‘ba Vreizh ivez ?
Job : N’eus ket cheñchet kalz tra, nemet e oan asur, bez e ouien petra ‘moa choazet ha perag hag e c’hellan lavaret ar bloavezhioù-se betek ar belegiaj, ha goude-se, em eus komprenet e oa mat din anaout a-dostoc’h piv oa Jezuz, perak lakaat va fiziañs ennañ. Studiet ‘meus gwelloc’h ha donoc’h an aviel e-pad an holl amzer-se ha goude-se ivez, goude-se pa ‘z on bet beleget, ya, an dra-se zo sklaer. Rak betek ar mare-se, dre vras ec’h heulien un hent a oa bet graet evidon, met aze oa dav din kleuzañ un tamm, hag ober eus an hent-se va hent, ivez.
Lionel : Petra ‘dalv an dra-se : studial pe klask gouzout piv eo Jezuz ? D’al lodenn vrasañ eus an dud e c’heller kompren e fell da unan bennak mont da veleg evit sikour an dud, war an dachenn, reiñ bara dezho, e-giz ma vez skrivet ‘barzh an aviel, met petra dalv al labour-se d’ober, klask kompren piv eo Jezuz ?
Job : An dra-se zo mont war-zu an eienenn, ma ‘peus c’hoant. Kroget e oan dija d’ar mare-se da studiañ a-dostoc’h istor relijiel Breizh, hag e oan bet skoet a-walc’h gant skouer ar venec’h kozh, mareoù kentañ ar feiz kristen amañ. Penaos o doa kuitaet o bro evit dont betek amañ, ha perag o doa kuitaet. Bon an dra-se ‘meus studiet kalz muioc’h diwezhatoc’h met dija e oa aze hag e santen e oa evito e oa abalamour d’o c’harantez evit Jezuz, ar pezh o doa resevet a oa da vezañ roet. Ha bon gant an dra-se ‘meus bevet abaoe, ya, pezh ‘moa resevet a-berzh Jezuz a oa da vezañ roet, ha m’am moa levenez o vevañ, e ranken d’am tro, reiñ levenez d’ar reoù-all, ma oa posubl.
Lionel : Petra dalvez reiñ levenez d’ar re-all ?
Job : Ben, gouzout degemer anezho da gentañ, mar bez posubl, chom a-sav da dreiñ tro-dro d’hor boton-kof, evit bezañ aze evit egile, pe eben, hag an degemer-se a c’hellomp ober holl, me gav din. Souezhet e choman atav, pa lennan en aviel, en doare m’en doa Jezuz da zegemer an dud. Tud a vije bet lavaret koulskoude pe tud a vuhez fall pe tud bon a ne ‘z eont ket d’an iliz, vije gellet lavaret hiziv, ne z’eont d’ar sinagog, pe tud gwelet gant techoù fall ha tout. E zoare da zegemer anezho, an dra-se ‘n eus bet skoet ac’hanon atav. Hag e tegemer anezho peogwir en neus karantez evito, forzh pehini vefe o stad. An dra-se a zo a-bouez bras evidon hiziv c’hoazh.
Lionel : Ur wech distroet eus an Aljeri ‘ba Breizh, peseurt kargoù peus bet ?
Job : Ha ben pa ‘z on bet beleget ez on bet da gentañ, er bloavezh kentañ e-giz kure bihan e parrez Sant-Vaze e Kemper, hag aze dija em eus bet da ober Hag em eus lavaret d’an eskob oa ket mat e benn kas ac’hanon el lise, skol an diaoul. Ne oan ket bet morse e skol an diaoul, setu, bon, aet on. Hag on bet aze e-pad pemzek vloaz, kea, gant re yaouank, hag eo bet ur mare a-bouez bras peogwir, aze ‘m eus ranket adstudiañ va feiz, gant gerioù nevez. Aze oan en ur bed a c’hallegerien, evel just, hag ar pezh am moa desket er c’hloerdi a ranken da vat deskiñ en-dro en un doare-all. Penaos lavaret ar feiz da dud eus kêr, hag n’o doa ket kement-se a c’hoant marteze da zizoloeiñ ar feiz e gwirionez, petra eo, peseurt sklerijenn a ro perak ? Ya.
Lionel : Ha d’ar poent-se, dija pa oas yaouank tout, ‘peus ket bet keuz gwech ebet eus an dibab ‘toe graet ? An dra-se n’eo ket ur vuhez aes memes tra, penaos, ar veleien n’eus ket droad da zimeziñ, n’eus ket droad da gaout bugale, ouzhpenn-se vezes kaset en ul lec’h bennak ha na choases ket, hag an dud, ‘maint ket o c’hortoz ac’hanout tamm ebet, en ugentvet kantved eo diaes memes tra.
Job : An dra-se ‘meus bet kavet diaes atav, e gwirionez. Ha meur ha meur a wech am eus soñjet ya perak ne vefe ket beleien dimezet. Hag em eus anaoudegezh hiziv eus beleien hag a zo kristen, hag a zo katolik zoken e… penaos, en Douar Santel da skouer, beleien melkit, hag a ra mat kenañ o buhez a veleg hag a dad a familh war ar memes tro, an dra-se, bon. Met mod-se oa d’ar poent-se hag un dibab… kemeret e veze ar pakad en e bezh, koa, ha ‘barzh ar pakad-se e oa ivez an dra-se. Setu ne lavaran ket e vije bet aes atav, met abalamour d’ar feiz eo ‘moa choaset, ya, hag abalamour d’an dud. N’ouzon ket pe m’eus degaset un dra bennak d’an dud, met ar pezh a zo, evidon ez ae asambles, evit en em reiñ d’an dud, bezañ libr, an dra-se eo a soñjen.
Lionel : Bez zo bet eus Minihi-Levenez amañ, ‘ba Trelevenez. Penaos eo c’hoarvezet an dra-se ?
Job : Ah, an dra-se zo un afer all. Bez e oan abaoe pell ‘zo dedennet gant ar brezhoneg evel-just, hag ar brezhoneg gwelet ganin evel un hent ivez war-zu ar feiz, peogwir ‘moa bevet va feiz e brezhoneg abaoe va yaouankiz. Zoken ma oa an traoù e galleg er skolaj ha tout, an dra-se a gaven droch a-walc’h, me vije bet kontant ma vije bet un dra bennak e brezhoneg bep an amzer, met ne oa ket. Setu pa ‘m eus dizoloet ar Bleun-Brug em eus kemeret perzh ar muiañ ma c’hellen er Bleun-Brug. Ha pa oan goude-se er c’hloerdi bihan e Pont-e-Kroaz, omp kroget gant Mikael Skouarneg da sevel kanaouennoù evit ar vugale. Hag an dra-se ‘n eus kendalc’het diwezhatoc’h. N’eo ket kanaouennoù hepken, met kantikoù eo hon eus savet kalz adalek ar mare-se. Mat, hag… ah ah, ankounac’haet ‘m eus ar goulenn.
Lionel : Minihi-Levenez.
Job : Ya, hag, penaos, pa oan en Harteloire, e Brest, goude pemzek vloaz, klañv oan bet, poan stomok m’oa bet, pad ur bloaz ‘moa ranket chom a-sav, me en em c’houlenne abaoe pell pell, daoust ha ne oan ket graet evit bezañ manac’h. Hag ‘meus goulennet mont da Landevenneg, hag on bet tost da zaou vloaz e Landevenneg. Kroget e oan abaoe ur pennadig da ober ur seurt kamp e-pad an hañv gant brezhonegerien yaouank. Hag e fin unan eus ar c’hampoù-se, unan eus ar re yaouank a oa aze ‘neus lavaret : met perak vije ket ul lec’h, lec’h ma c’hellfemp mont d’an oferenn e brezhoneg, ha gellout en em soñjal asambles diwar-benn hor feiz ? Ah ben ya, ya ! Hag un deiz eo deuet ar Vikêl-vras d’am c’haout da laret din : goulennet ‘peus mont da Landevenneg, bon, ben, evel just e c’hellez mont, met daoust ne vije ket mat ober un dra bennak evit ar vrezhonegerien ? Abaoe an Aotrou an eskob Fave n’eus ket bet graet netra koulz lavaret. Ar goulenn-se a chome. Hag e-pad ma oan e Landevenneg bep tri miz e kinnigen ur sadornvezh hag ur sulvezh, ur seurt retred verr evit ar vrezhonegerien am moa anavezet dija en araok.
Hag em eus kendalc’het d’ober an dra-se. Hag un deiz em eus goulennet diganto : daoust ha ma vije savet ul lec’h evel-se en un tu-bennak, daoust hag e vije hini pe hini prest da zont ? Bon, hag an Tad Abad ‘neus laret din : ben, klask gwelet pelloc’h neuze. Ha d’ar mare-se an eskopti ‘neus goulennet diganin sevel un dra-bennak, ar pezh am eus graet. ‘Mod-se eo eo bet savet Minihi-Levenez.
Lionel : Ul lec’h a zo, hag ul lec’h da vevañ ar feiz e brezhoneg. Peseurt diforc’h, peseurt diferañs tre ar feiz bevet e galleg, peotramant e n’eus forzh peseurt yezh, hag ar feiz bevet e brezhoneg ?
Job : Bez e c’hellfen lavaret : n’eo ket ar memes tra. Koulskoude en donded eo ar memes tra, met gant dilhad disheñvel. Rak pa lavaran « An Aotrou Doue », ne lavaran ket ar memes tra eget « Dieu ». ‘Mod-se eo. Pa lavaran « Jesuz va salver » e lavaran un dra bennak hag a gomz ouzhin. Ar gerioù e brezhoneg o deus un diasez, bez o deus un istor, bez hon eus bevet ar pezh a zo ‘drek ar gerioù-se, stag eo ouzh hor c’halon. Lavaret a rafen : ar memes tra eo eget ar feiz e galleg, met, ya en gwirionez, gwisket en un doare-all, tostoc’h ouzh hor c’halon.
Lionel : Ur blaz disheñvel ivez ?
Job : Ah ya, ur blaz disheñvel. Met an dra-se zo diaes da zisplegañ n’eo netra ‘mije gellet lavaret, met santout a reer… bez e oan en oferenn en unan eus ar parrezioù amañ disul diwezhañ, hag aze, en oferenn-se n’eus bet netra e brezhoneg nemet a-greiz tout, da fin ar préface, ar « santel », hag eo, ‘giz ma vije dihunet tout an dud. Perak ? Eh io. Un dra bennak a zo aze gant ar brezhoneg peogwir hor feiz a zo bet soubet er brezhoneg abaoe ar penn-kentañ. Hag ez eus pemzek kant vloaz a istor evit an dra-se, ha n’eo ket netra. Abalamour da se e soñj din… Gwelet a ran Pierre-Yves Le Priol zo o paouez skrivañ ul levr diwar-benn feiz e dadoù, hen, « La foi de mes pères ».
Soñjal a ran, e chomo ya forzh penaos un dra bennak, peogwir un dra bennak a zo en hon donded, liammet gant ar feiz, ha gant ar brezhoneg.
Lionel : An dra bennak-se, hag a zo ken diaes, benn ar fin, da lavar gant gerioù a vez kavet er broioù keltiek-all, lec’h ma voes aet alies gant studierien zoken ?
Job : Ya, ya. Anat eo e Bro-Iwerzhon, da skouer, bon, met ivez e Bro-Gembre hag e Kerne-Veur, ya ya, santet e vez. Bon, evel just n’eus ket ar memes implij eus ar yezh e Kerne-Veur eget e Bro-Gembre, met ur spered a zo chomet. Hag ur spered hag a… penaos e lavarfen, a ra d’an dud en em santout tost an eil ouzh egile. An dra-se eo a gaver ar muiañ. Amañ er vro, e Breizh, e weler mat tud hor parrezioù hag en em gav amañ… amañ ‘z eus pemp parrez asambles, hag en em gav, bon, bep sul eus an eil parrez d’eben, ben, an dud a vez laouen goude an oferenn, en em gaout asambles da gemer un banne kafe pe ur banne gwin ha da chom da gaozeal kenetrezo. N’eus ket a oferenn hep ar gousperoù, a lavare va mamm-gozh. Hag eo dav en em gaout asambles. En em gaout asambles, an dra-se a zo en hor c’hoant donañ hag a vanko marteze d’ar rummadoù da zont.
Lionel : En em gaout asambles a zo un dra bennak, marteze un tech eus ar feiz e Breizh har er broioù keltiek, un dra bennak-all a zo eo al liamm gant an natur, gant al lec’h. Hag… griziennet eo bet atav ar feiz, ar chapelioù hag an ilizoù amañ gant an natur ivez.
Job : Ah ben ya, eveljust ! ‘Maomp ket forzh pelec’h. Hag… hor sent gozh a zo en em staliet un tammig e pep lec’h. Met gant an natur, hag an dud o deus santet mat e oant liammet o-unan gant an natur. Hag… pa en em gavent kenetrezo evit lidañ ar sul, da skouer, bon, e oa ar gumuniezh a-bezh a en em gave. Abalamour da se ar vered tro-dro d’an iliz. Araok mont e-barzh an iliz e treuzomp ar vered da lavaret eo ez omp gant ar re o deus bevet en hor raog hag ez eomp da bediñ Doue asambles. Met mont a reomp ivez gant an natur, hag a zo tro-dro deomp. Ul liamm a zo abaoe atav, aes eo gwelet penaos ez eus alies feuteunioù stag ouzh ur chapel pe un ilz. Ya, un dra bennak a zo aze, ul liamm kozh a zo. Hag… n’omp ket distag diouzh an natur. Met n’omp ket distag kennebeut an eil diouzh egile. Ar bed a hiziv, hag a lak ar pouez war pep hini, war an hinienn e vije gellet lavaret, a ankounac’ha kalz re alies ez omp breudeur ha c’hoarezed. Hag ez omp ivez eus an natur-se a zo tro deomp, setu an droug a vez graet d’an natur a zo un droug graet d’an den.
Lionel : Bet ‘teus bet ar santimant, just a-walc’h, d’ober ar veaj-se en diavaez, skrivet peus kalz tro-dro d’ar feunteunioù, mein sakr hag an natur sakr, ha gant an doare m’o deus bet ar sent kentañ da zont ha d’en em staliañ en hor bro, graet ‘teus ar veaj-se en diavez, ha graet ‘teus ar veaj-se en diabarzh ivez, da laret eo, a-hed da vuhez ‘teus desket, kavet, diskoachet traoù nevez diwar da feiz ?
Job : Ar pezh am eus santet, aze e niverenn diwezhañ Minihi-Levenez e komzan eus an dra-se, al liamm a zo bet fellet d’an dud lakaat etre an natur, a c’hellfen lavaret, hag an iliz pe ar chapel. Gwelet em eus penaos, ouzhpenn treiñ al lec’h-sakr war-zu ar sav-heol, war-zu ar sklerijenn, peogwir ar sav-heol eo sin adsav Jezuz, a-douez ar re varv, sin Pask eo. Mat, ouzhpenn-se eo bet fellet ganto lakaat an iliz, pe ar chapel, war ur wazhienn-zour, giz ma ‘z afemp, pa antreomp en iliz dre an nor a zo e foñs an iliz, ha ma ‘z eomp dre-greiz betek an aoter, eo ‘vel ma ‘z afemp gant dour hor badiziant betek an aoter, hag an aoter a zo sin Jezuz o reiñ e vuhez evidomp. Aze e kavan eo ul liamm souezhus a-walc’h hag a gaver amañ en ilizoù. Marteze e lec’h-all ivez, met amañ yantav eo sklaer hag anat, hag an dra-se zo a-bouez bras. Hor feiz n’emañ ket er c’houmoul en tu bennak. Bez emañ ivez el lec’hioù, hag al lec’hioù a gomz deomp diwar-benn Doue, diwar-benn e garantez. Hag an dra-se eo hon eus da vevañ, ha da skignañ, bon, setu. Petra eo ar vuhez nemet trugarekaat an aotrou Doue evit kement tra hon eus resevet hag a resevomp bemdez. An dra-se a lavaran a greiz va c’halon hag em mije c’hoant e c’hellfe an holl dud bep mintin lavaret : bennozh da Zoue, un devezh nevez a ro din, bennozh da Zoue evit kement tra am eus resevet, bennozh ha trugarez, ha ne vije ket ken trist hor pennoù, hag e vije marteze muioc’h a levenez kenetrezomp.
Lionel : Met ‘teus ket ar santimant ne vez ket mui desket ar feiz evel pezh a gontez, ar feiz eus Breizh evel ‘teus kontet deomp hag a ‘teus adkavet, adperc’hennet aze, a-wechoù ne vez gwelet nemet evel folkloraj ha penaos, traoù pagan zoken, ha n’eo ket feiz da vat, n’eo ket pezh zo bet desket gant an iliz er bloazioù paseet ?
Job : Mmm ! Ya, marteze evit anaout da vat ar feiz, eo ret e vefe deuet da vezañ un dra diabarzh, un dra don ennomp. Ya… kemer amzer d’en em gaout gant Jezuz, d’en em gaout asambles ivez evit pediñ, kemer amzer d’en em soñjal, n’eo ket un dra eus ar mareoù-mañ. Peogwir e welomp pep tra un tammig diwar-c’horre, an traoù a reomp kalz re diwar-c’horre. Un donded hon eus ezhomm da gaout, hag an donded-se a zo ennomp.
Hag… nemet eo ret kemer amzer evit he dizoloiñ, hag… marteze ne reomp ket a-walc’h. Marteze n’omp ket test a-walc’h, no beleien da gentañ, eus al levenez a ro deomp ar feiz.
Lionel : Koulskoude, an dud hiziv an deiz, a zo o klask forzh pelec’h stajoù, levrioù, traoù diwar en em santout mat, prederiañ, dilezel tout an dalc’h hon eus en hor pennoù a-wechoù, setu pa lavarez n’eo ket prest an dud da vont don enno, hag-eñ eo ken gwir-se ?
Job : Bez ez eus tud hag a zo… hag en em lak da glask, an dra-se a soñjan, ya, met un afer hiniennoù eo ma karez. Hag… pep hini a dro tro-dro dezhañ kalz re ‘gav din. N’omp ket digor a-walc’h war ar re-all. Ne ouezomp ket ken hon eus ur sklerijenn da resev eus ar re-all, a gav din.
Lionel : Start eo gouzout penaos vo an traoù en amzer da-zont, met petra eo da santimant, atav, war plas ar feiz e Breizh, ar pezh ‘teus hadet te ivez ez-personel, e brezhoneg, pevare, hag-eñ e vo un eost bennak d’ur poent bennak, penaos e welez ar bloazioù da zont ?
Job : Ne welan ket. Ar pezh a zo eo e kendalc’han da gaout fiziañs, da lavaret eo ez eus… e ouezan ez eus tud hag a glask un tamm sklerijenn evito hag evit ar re-all. An dra-se a welan, met penaos e vo, n’ouzon ket. Ma lavaran em eus fiziañs eo peogwir e kendalc’h ar Spered-Santel da labourat hag e roio sklerijenn deomp. Met bez emaomp dirak un troc’h, un troc’h a sevenadur, hag a zo un troc’h bras. Hag… ouezomp ket petra a roio. N’omp ket gouest da c’houzout. Ar pezh a c’hellomp gouzout eo ez eus tud hag a c’houlenn hag e vefe mat gellout reiñ dezho un tamm sklerijenn, ya, met daoust hag ez omp gouest d’hen ober, n’ouzon ket. Aze ez eus ur seurt breudeuriaj da gaout hag a zo a-bouez bras, a gav din, ur seurt levenez diabarzh da gaout ha da skignañ tro-dro deomp, hag a-benn ar fin ur fiziañs vras e karantez an Aotrou Doue, rak ne ‘z aimp ket da goll, hini ebet ac’hanomp.
Lionel : Ha te pa sellez ouzh an hent ‘teus graet betek-henn, peseurt soñj a deu dit ?
Job : Peseurt soñj a deu din ? Oh ma Doue, mil bennozh Doue d’ar re o deus sikouret ac’hanon, mil bennozh d’an Aotrou Doue evit ar re am eus gellet sikour, ma ‘z eus lod, hag ez eus me gav din am eus gellet sikour da vevañ, hag… ar vuhez a zo kaer ! Roet eo deomp. Setu, bezomp laouen keit ha ma c’hellomp, ha sikouromp ar re-all da vezañ laouen, keit ha ma c’hellomp. Ha gwelet vo. Etre daouarn an Aotrou Doue emaomp, hen !
Pennad Kaoz
Il y a trois mois, le père Job An Irien était interviewé en breton par Brezhoweb, dans une interview longue de plus de 40 minutes, sans coupure ni montage.
Ar Gedour avait diffusé un court extrait, la foi vécue en langue bretonne, et nous vous proposons aujourd’hui de lire et de regarder l’interview dans son intégralité (en breton uniquement pour l’instant).
L’interview a été retranscrite en breton par Fañch Jestin, et un chapitrage a été réalisé sur YouTube pour aller directement voir les questions qui vous intéressent.
Lire l’interview
Vous pouvez télécharger ci-après le texte de l’interview en PDF ou bien le lire sur Ar Gedour dans l’article en breton, mais pour l’instant le texte (questions et réponses) n’est disponible qu’en breton.