Ur miziad penn da benn e brezhoneg !
Ar bloaz-mañ ‘vo aozet ur miziad penn da benn e brezhoneg e Bro an Alre evel warlene. Kinniget eo gant Ti Douar Alre evel ar bloavezhioù tremenet, ha kalz abadennoù a vo kinniget deomp evit dizoleiñ ar brezhoneg pe evit pleustriñ ar yezh er vuhez pemdeziek.
Tu ‘vo d’ober kalz traoù e brezhoneg a-hed miz Meurzh 2018, bout ‘vo tro-dro tregont abadenn evit ar re vihan hag ar re vras, evit an dud a gomz brezhoneg pe ar re n’anavezont ket c’hoazh. Lennadennoù, abadennoù sinema, overennoù vrezhonek, kontadennoù, filajoù, diskouezadegoù, sonadegoù, abadennoù tañva d’ar yezh, droiad-bale, dorioù-digor er skolioù, arvestoù, stalioù-labour… !
Da skouer :
- D’ar sadorn 03/03 – 3e30 goude merenn : Kontomp-diskontomp ! Kontadennoù e brezhoneg gant Patrick Drean. Digor d’an holl evit netra, aozet e Mamm douar Kafe en Alre.
- D’ar sadorn 17/03 – 2e30 goude merenn : C’hoarioù hengounel. Deuit d’an Ekomirdi da zizoleiñ en-dro c’hoarioù hengounel Breizh. Ar c’hoari bouloù, ar paledoù hag ar c’hilhoù. Bevit ur mare leun a eskemmoù hag a blijadur. 6€ (3€ digresket)
- D’ar sul 18/03 – 10e : Un overenn lidet e brezhoneg penn-da-benn gant an Tad Jean Le Berrigaud en iliz St Per ha St Paol e Mendon. (diwallit, bout ‘zo ur fazi ‘ba ar programm, skrivet eo
11ee-lec’h 10e). - D’al lun 26/03 – 8e45 noz : Sine-klub. Skignet ‘vo an teulfim « Botoù-koad dre-dan », savet gant Soazig Daniellou diwar-benn istor Strollad Ar Vro Bagan. Goude ar film e vo roet ar gaoz d’an dud, un digarez da eskemm gant ar sevenourez. 6,90€, sinema Ti Hanok
Tu ‘zo gwelout ar programm divyezhek war Calameo.
Cette année encore, Ti Douar Alre organise un mois complet de la langue bretonne en pays d’Auray !
Au programme de ce mois de mars entièrement dédié au breton, près d’une trentaine d’activités en breton pour tous les âges et pour tous les niveaux de breton. Des lectures de livre en breton, du cinéma en breton, des messes, des contes, des veillées, des conférences, des spectacles, des concerts, des expositions, des théâtres de marionnettes, des promenades en breton, et plein d’autres choses pour mettre à l’honneur la langue bretonne et pratiquer le breton dans la vie de tous les jours.
Vous trouverez le programme complet en téléchargement ci-dessous.