Saints bretons à découvrir

NEDELEG (Job an Irien)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Gouel ar sklêrijenn a zo bet graet adarre war an ton bras e Lyon d’an eizh a viz Kerzu, da lidañ gouel ar Werc’hez Vari. Ur sklêrijenn er mizioù du eo muioc’h c’hoazh gouel Nedeleg, peogwir e vod, tro-dro d’ur c’hraouig, bugale ha tud vras, tud a bep oad hag a bep liv. “Gouel Priñs ar Peoc’h eo.” a lavare Christian de Chergé, priol manati Tibhirine d’an Emir deuet gant e baotred ar strouezh, o armoù ganto, betek e diabarzh ar manati, un ti a beoc’h ma oa unan !
Ar bugel a zeu er bed da Nedeleg n’en deus nemet e zaouarn noazh hag e galon da ginnig. Ne red ket war-lerc’h ar galloud, ha ne savo arme ebet.
E ziskibien a vezo tud paour eveltañ, tud ha n’o deus ket peadra da blastroniñ. Ganet eo en ur familh a netra, en ur c’horn kollet eus ur vro a netra, e vouezh hag e gomzoù a yelo koulskoude betek pevar c’horn ar bed, hag a dregern hirio c’hoazh e buhezioù roet. Un dra bennak misterius a zo e buhez an den-se, un dra hag a ro esperañs d’ar paourañ, ha levenez dreist d’an trubuilhoù, zoken pa gouezh anken warnomp. Kit da gompren !
Ar pezh a lavare a rae. Deuet e oa evit reiñ ar vuhez, ha da gentañ reiñ e vuhez dezhañ. E gomzoù a roe buhez. C’hoant en doa reiñ o chañs d’ar re n’o doa ket bet a chañs, hag abalamour da se e kendalc’h da vezañ steredenn evit kalz tud. Ar re a glask bevañ hervezañ n’int ket – marteze – gwelloc’h eget ar re all, met un elfenn eus e garantez a labour enno d’o gervel da vezañ d’o zro eienenn a vuhez.
Da bep gouel Nedeleg e teu ur sklêrijenn en noz da lakaat an deñvalijenn da bellaat. Gwelet e vez e daoulagad ar vugale. Salv e rafe e hent e kalon pep den da lakaat muioc’h a dommder er bed, ha da deuziñ ar skorn a vir ouzhomp da vezañ bev !

 

Source : Ya ! 

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD". En 2024, il a également publié avec René Le Honzec la BD "L'histoire du Pèlerinage Militaire International".

Articles du même auteur

Ploemeur. Deux rendez-vous pour la messe en breton

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minLa paroisse de Ploemeur propose chaque mois deux …

Les évidences perdues (II) : pourquoi nous ne savons plus penser le bien commun

Il est des mots dont le destin est révélateur d'une époque. Certains disparaissent parce qu'ils ne correspondent plus à aucune réalité ; d'autres demeurent dans le langage tout en perdant peu à peu leur substance. Le « bien commun » appartient probablement à cette seconde catégorie. Nous continuons à l'invoquer dans les discours politiques, dans les encycliques sociales ou dans les débats de société, mais savons-nous encore ce qu'il signifie ? Plus profondément encore, sommes-nous seulement capables de le penser ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *