Tiegezh Santez Anna, basée à Roudouallec, propose une neuvaine en breton pour se préparer à la fête de Sainte Anne. Retrouvez les textes via ce lien et chaque jour, priez en communion avec la petite communauté bretonne mais aussi avec tous les Bretons attachés à cet idéal “Feiz & Breizh”.
Gant ur fiziañs vras eo en ho pedan, Santez Anna, evit ma’m befe ur c’heuz didro eus va fec’hedoù. Ho kalloud ken bras war galon ho Mab bihan Jezuz a c’hell seveniñ burzhudoù. Daoust ha n’eo ket ar marzh priziusañ va difram-mañ diouzh krabanoù an droug evit en em stagañ ouzh ar mad hag ouzh Doue? E Breizh ez oc’h enoret, dreist-holl e Santez-Anna-Wened, douar benniget lec’h m’hoc’h eus en em ziskouezet d’ho servijer Iwan Nikolazig, hag e santua-lioù niverus-tre. El lec’hioù-se ma skui-lhit a-fonn ho krasoù, daoust ha n’emañ ket ho purzhudoù marzhusañ e kanttroi-digezh ar bec’herion?
Santez Anna, gant ho skoazell a vamm, e tistaolan ar pec’hed, dreist-holl ar seurt pec’hed boas-se hag a zo va hini. Fel-lout a ra din pellaat diouzh an degouezhioù a fallentez ha keuz am eus da vezañ dismegañset va Doue. Hiziv en em roan dezhañ e-ser fiziout ennoc’h-c’hwi ken galloudus ha ken madelezhus.