Saints bretons à découvrir

Pedenn ar Gensakridigezh da Varia (St Loeiz Grignon de Montfort)

Certains lecteurs nous avaient demandé la version bretonne de la prière de consécration à Marie composée par Saint Louis Marie Grignon de Montfort. AR GEDOUR vous la propose donc avec joie. La version française étant disponible sur d’autres sites, nous ne vous proposons donc ici que la version bretonne. Nous vous invitons à la reprendre en breton dans les familles, dans les paroisses, lors de veillées mariales, à l’Assomption, lors des pardons dédiés à la Vierge Marie… 

consécration à marie, saint louis marie grignon de Montfort

O Furnezh peurbad hag enkorfet !
O Jezuz hegarat meurbet hag azeulus, gwir Zoue ha gwir zen, Unvab d’an Tad peurbadus ha da Varia, Gwerc’hez bepred !

 

Ho azeuliñ a ran da viken, e korf hag e splannderioù ho Tad hag e korf gwerc’hel ho Mamm, ho Mamm ken din en amzer ho enkorfidigezh.

 

Ho trugarekaat a ran da vout aet da get ho-unan, en ur gemer stumm ur sklav, evit va zennañ kuit eus sklaverezh an diaoul.

Ho meuliñ a ran ha rentañ a ran klod deoc’h evit bout bet ar youl d’en em lakaat dindan Maria ho Mamm santel e kement tra a zo, kement-se evit va lakaat da vout ho sklav feal drezi.

 

Met allas ! Dianaoudek ha difeal ken ez on, ne ‘m eus ket miret deoc’h al le hag ar promesaoù a ‘m eus graet en un doare solenn e ‘m Badeziant. N’on ket chomet gant va endalc’hioù. N’on ket dellezek da vout anvet ho pugel na ho sklav ha, pa ‘n eus netra ennon hag a zo dellezek eus ho tichoazoù hag eus ho kounnar, ne gredan ket ken tostat ouzh ho Meurded.

 

Setu perak e c’houlennan hanterouriezh ha karantez ho Mamm santel, hoc’h eus roet da anaout din evel ho Kannadez, ha drezi eo e ‘m eus spi da resev keuzidigezh ha pardon va fec’hedoù, prenidigezh ha mirerezh ar Furnezh.

 

Me Ho salud, neuze, o Maria dinamm, armel sakr vev an doueelezh, e-men ar Furnezh peurbad kuzh a venn bout azeulet gant an aelez ha gant an dud.

 

Me Ho salud, o Rouanez war an douar evel en Neñv, ez eo pep tra ho sujed dindan ho impalaeriezh : pep tra dindan Doue ;

Me ho salud, o Repu asur ar bec’herion, n’he deus ket he c’harantez graet diouer da zen ebet.

 

Resevit ar bedenn a ran eus an holl c’hoantoù a ‘m eus eus ar Furnezh doueel, ha degemerit an holl c’hoantoù hag an holl brofoù a ginnig va izelder deoc’h.

 

Me, N…, pec’her difeal, adneveziñ ha kaougantañ a ran leoù va badeziant en ho taouarn hiziv,

Nac’hañ a ran Satan da viken, e bompadoù hag e oberoù,

Hag en em reiñ a ran da Jezuz-Krist, ar Furnezh enkorfet, e ‘m fezh, evit dougen va c’hroaz d’e heul, en holl zeizioù eus va buhez, hag evit ma vin fealoc’h eget m’on bet betek-henn.

 

Ho tibab a ran hiziv, dirak al Lez Neñvel a-bezh, evel Mamm ha Mestrez. Degas ha gouestlañ a ran deoc’h va c’horf ha va ene, va madoù diabarzh ha diavaez, ha talvoudegezhioù va madoberoù tremenet, reoù a hiziv hag ar reoù da zont zoken, en ur lezel deoc’h ur gwir leun ha hollek d’ober ganin ha gant ar pezh a zo ganin, hep nemedenn ebet, hervez ho prasañ c’hoant, diouzh klod brasañ Doue, e red an amzer ha da viken.
Resevit, o Gwerc’hez kuñv, ar brofig-se eus va sklavelezh, en enor hag en unvanidigezh ar sujidigezh he deus bet c’hoant ar Furnezh peurbadus da gaout en ho mammelezh, en enor d’ar galloud hoc’h eus c’hwi ho-taou warnon, hag en un drugarekadenn eus ar brientoù hoc’h eus bet an enor da vout resevet a-berzh an Dreinded Santel.

 

Gourzhbonnañ a ran e vennan klask ho enor ha sentiñ ouzhoc’h e pep tra hiviziken, evel ho sklav gwirion.

 

O Mamm estlammus, kinnigit-me evel ur sklav peurbad d’ho Mab, evit ma vin degemeret gantañ goude bout bet dasprenet ganeoc’h.

O Mamm a garantez, roit ar c’hras din da resev gwir Furnezh Doue ha da ‘m lakaat e-touez ar re a garit, ar re a rit kentel dezho, ar re a vouetait hag ar re a ziwallit evel ho pugale hag ho sklaved evit se.

O Gwerc’hez feal ! Lakait-me da vout un diskibl ken feal e pep tra, drevezer ha sklav ar Furnezh enkorfet, ho Mab Jezuz-Krist ! Ra dizhin leunded e oad war an douar hag e glod en Neñv dre ho hanterouriezh ha dre ho skouer !

Evel se bezet graet !

 

Doare berraet hag azasaet eus ar gensakridigezh :

Ho tibab a ran, hiziv, o Maria,

Dirak bezañs al Lez Neñvel a-bezh,

Da Vamm ha da Rouanez,
Degas ha gouestlañ a ran,

Dre sujidigezh ha karantez,

Va c’horf ha va ene,

Va madoù diabarzh ha diavaez,

Ha talvoudegezh va madoberoù tremenet a hiziv ha da zont,

En ur lezel ur gwir leun ha hollek deoc’h

D’ober ganin ha gant ar pezh a zo ganin,
Hep nemedenn ebet, hervez ho prasañ c’hoant,

En enor brasañ Doue,
En amzerioù ha da viken.

 

__________________________________

 

Trugarez vras da Fabrig Coupechoux evit an droidigezh e brezhoneg

Photo : F. Bouthe

Embannet d’ar wec’h kentañ d’an 18/06/2014 evit AR GEDOUR

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est Directeur de Publication d'Ar Gedour.

Articles du même auteur

[SAINTE ANNE D’AURAY] Cet été, le Grand Pardon s’adapte aux contraintes sanitaires.

Retrouvez toutes les informations sur le Grand Pardon de Sainte Anne 2020 ci-dessous.⚠️ Grand Pardon sur inscription, dans la mesure des places disponibles. Toute personne non inscrite ne pourra pénétrer sur le sanctuaire.

[SAINT-THOIS] Le Pardon de Notre-Dame de la Roche aura bien lieu

Le pardon de Notre-Dame-de-la-Roche aura bien lieu en cet été 2020 : telle est la …

3 Commentaires

  1. Ar stumm berr eus ar bedenn a oa bet troet gant maoris ar C’hollo evel-se :

    Ho tibab a ran hiziv, o Mari,
    a-wel da Lez an Neñv en he fezh,
    da Vamm ha da Itron din.
    Reiñ ha gouestlañ a ran deoc’h
    gant ur soublidigezh hag ur garantez diharz,
    va c’horf ha va ene,
    va madoù a-ziabarzh hag a-ziavaez,
    ha zoken talvoudegezh va oberoù mat,
    tremenet, a-vremañ ha da zont,
    en ur lezel ganeoc’h ar gwir klok ha divoulc’h
    da ober ganin ha gant kement a zo din,
    hep diskontañ netra,
    hervez ma plij ganeoc’h,
    evit brasañ gloar Doue,
    e-doug an amzervezh hag ar beurbadelezh.
    Amen.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *