SANTEZ ANNA AR PALUD : Ur liamm a garantez etre hi ha ni

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

santez anna ar paludPennad savet gant Job an Irien evit ar gazetenn YA

En em c’houlennet ’m eus meur a wech petra a rae da lod eus hor santualioù bezañ ken disheñvel diouzh ar pezh a gaver e lec’h all, ha perak int war ar memes tro ur gouel evit ar c’horf hag an ene. Ar respont n’eo ket anat. Perak, da skouer, e vez graet gouel Santez Anna goude Hanter-Eost e Santez-Anna ar Palud, e Lambaol-Gwimilio… p’emañ ar gouel ofisiel d’ar 26 a viz Gouere ? Aze moarvat n’eus nemet ur respont : graet e veze dija gouel Santez Anna d’ar mare-se el lec’hioù-se pa ne oa ket c’hoazh deiziet he gouel d’ar 26 a viz Gouere, ar pezh a gas d’un amzer gozh.


Evit gwelet sklaeroc’h eo ret, a gav din, distreiñ betek gizioù ar Gelted a oa boas da gaout pevar gouel bras bep bloaz : Samain d’ar c’hentañ a viz Du (Kala-goañv), Imbolc d’ar c’hentañ a viz C’hwevrer (hor gouel ar gouloù), Beltan d’ar c’hentañ a viz Mae (Kala-hañv) ha Lugnasad d’ar c’hentañ a viz Eost. Meur a zevezh e pade pep gouel, hag an dud a deue hep armoù : ur mare a beoc’h gant c’hoarioù, foarioù, predoù bras ha lidoù relijiel. Ur mare eta d’ar bobl d’en em gavout asambles, en ul lec’h dizolo ’lec’h ne oa ket a diez.


Kristenekaet eo bet lod eus ar gouelioù-se, ha pardon bras Santez-Anna ar Palud ’n ‘eus dalc’het meur a c’hiz eus an amzer gozh. Ar pep brasañ eus ar santualioù a zo diazezet war ur weledigezh, pe war relegoù, pe c’hoazh war un darvoud bras bennak. Amañ eo disheñvel, rak Mamm-gozh ar Vretoned eo a enorer peogwir eo mamm-gozh Jezuz. Ul liamm a garantez a zo etre hi ha ni, ’vel etre ur vamm-gozh hag he bugale vihan. He mojenn a gont he deus bet “ur feunteun remed-holl evid ar Vretoned” Marteze he deus kemeret plas un doueez kozh Ana, met ar pezh a zo sur eo e chom he fardon bras da vezañ ur mare a beoc’h, ul louzoù evit ar c’horf hag an ene, hag an dra-se eo a gont !

(photo : Ar Gedour)

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD".

Articles du même auteur

Le Jour du Seigneur sera à Saint-Gildas-de-Rhuys le 22 septembre 2024

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minA nouveau, le Jour du Seigneur plante sa …

Un nouvel aumônier pour la Mission Bretonne de Paris

Amzer-lenn / Temps de lecture : 5 minPar décision de Mgr Laurent Ulrich, archevêque de …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *