Sul ar Bleuniou hag ar Basion (B) : Donedigez Jezuz da Jeruzalem

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min

dimanche des rameaux

Mk 11, 1-10 (B)

Pa oe erruet Jezuz hag e ziskibien tost deuz Jeruzalem, e-kichenn Betfaje ha Betani, dirag Menez an Olived, e oe kaset gantañ daou euz e ziskibien, en eur lavared dezo :

— « It d’ar vourhadenn a zo dirazoh. Kerkent hag eet e-barz e kavot eun azenig ouz ar stag, ha n’eus bet c’hoaz dén azezet warnañ. Distagit ha digasit anezañ ganeoh.

 « Ma houlenn unan bennag ouzoh : « Petra emaoh oh ober aze ? », respontit : « An Aotrou e-neus ezomm anezañ ». Ha dioustu e vo lezet da zond ganeoh ».

 Mond a reont eta, hag e kavont eun azenig ouz ar stag e-kichenn eun nor, er-mêz, war ar ru, hag e tistagont anezañ. 5 Tud a oa eno, hag a houlennas outo :

— « Da ober petra emaoh o tistaga an azenig-se ? »

Int-i da respont evel m’e-noa lavaret Jezuz, hag e lezer anezo da ober. Digas a reont an azenig da Jezuz, ha taoler o mantilli war e gein hag eh azezas Jezuz warnañ.

Leda a reas e-leiz a dud neuze o mantilli war an hent, ha lod all bodou bet trohet ganto er parkeier. 9 Koulz ar re a gerze e penn a-raog hag ar re a zeue warlerh, e youhent a-bouez-penn :

« Hozanna ! Benniget an hini a zeu en ano Doue !
 « Benniget ar Rouantèlèz a zo o tond, hini David on Tad.
« Hozanna el lehiou uhel ! »

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD".

Articles du même auteur

jesus au mont des oliviers

JEUDI SAINT : Deomp holl da Liorzh Olived

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 minJeudi Saint. Après le repas de la Cène, …

[VANNES] Une messe en breton pour le Pardon de Saint-Patern, le 11 mai 2024

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minUne très bonne nouvelle concernant la programmation du …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *