
Anv Sant Goulven, anavezet c’hoazh dindan ar stummoù Golven, Goulc’hen, Goulien, a gaver e Breizh gant meur a lec’h, un 10 bennak da vihanañ, ha dreist-holl parrezioù Goulven ha Goulien.
E vamm a oa o paouez dilestrañ eus Breizh-Veur en Armorika pa c’hanas he mabig war aod ar barrez a zo hiziv Goulven (bro-Leon). Emaomp e 540. Ar bugel, digor e spered, a studias e manati Lanhouarne, tost d’e dud. Douget d’ur vuhez a bedenn hag a binijenn, e klask bevañ en ur peniti war barrez Goulven, nepell diouzh an aod. Hogen brud e santelezh a lak anezhañ da vezañ dibabet evel eskob Kastell-Paol ; daoust d’e nac’hadurioù e ranko ren an eskopti betek 608. Reiñ a ra neuze e zilez evit distreiñ d’ur vuhez-pediñ. Marvet e vefe d’ar 1-añ a viz Gouere 616. (memor diret e Kemper ha d’ar 4 e Roazhon)
Pedomp : O Doue, sklerijenn ho fideled ha pastor hon eneoù, c’hwi hag hoc’h eus laket Sant Goulven da vagañ ho teñved gant e gomzoù ha d’o ren dre e skouerioù, roit dimp dre sikour e bedenn ar c’hras da virout ar Feiz en deus kelennet dimp ha da gerzhout en hent en deus diskouezet dimp. Dre H.S.J.K. Amen.
Ar Gedour Actualité spirituelle et culturelle de Bretagne