Gweltaz (Gildas) a voe ganet e fin ar 5-vet kantved e Bro-Skos en Altkluyth. Ober a reas e studioù e manati Llankarvan, e kreisteiz Kembre, dindan renerezh Sant Ildud. Tremen a ra goude-se e manatioù Galia, lec’h ma chom 7 vloaz bennak o pediñ hag o studiañ.
Distreiñ a ra da vro Skos, lec’h ma klask en aner lakaat ar peoc’h da ren etre ar c’hlannoù. Tremen a ra neuze en Iwerzhon, hag eno e tiazez manati ha skol Armargh. Distro e Llankarvan e skriv e levr De excidio Britanniae war divroadeg Bretoned Breizh-veur dirak aloubadeg ar Saozon. En e-unan a heulio a-benn ar fin e genvroiz da Arvorika, ha dont a raio d’en em ziazezañ e kreisteiz ar vro, en enezenn Houad da gentañ, lec’h ma plijo dezhañ distreiñ pa fello dezhañ kaout sioulder, ha war ledenez Rewiz (Ruiz) roet dezhañ gant Warok, Kont Gwened.
Lezet en deus dindan e ano meur a skrid, ouzhpenn an De excidio, en o zouez, un Epistola, hag ul Lorica (ur bedenn-hobregon).
PEDENN ; Aotrou Doue, c’hwi hag a zo levenez beurbadel ho sent, c’hwi eo an hini a zibab hiniennoù eus ho pugale da zilezel pep tra evit heuliañJezuz ho Mab, ha gant se deskiñd’ho pobl kristen petra eo an dra ret nemetañ, roit dimp dre bedenn Sant Gweltaz gras ar furnez e aferioù ar vuhez-mañ, en ur dreiñhor sell etrezek ennoc’h, hon gwir joa. Drezañ, Jezuz-Krist, ho Mab hag hon Aotrou, Amen.(Memor e Gwened ha Kemper, diret e Sant Brieg)
Le 29 janvier, le calendrier breton fête saint Gildas. Mais saviez-vous qu’il existe deux Gildas et que parfois l’un et l’autre se confondent dans ce qu’on en dit ?
Nous vous invitons à redécouvrir ces figures par nos articles précédents : Gildas l’écrivain et Gildas l’armoricain. Vous pouvez aussi retrouver notre article sur son ermitage et sur la Lorica de Saint Gildas.