Le Père Job an Irien a publié sur le site du Diocèse de Quimper & Léon les messages suivants, qu’il nous a aimablement autorisé à reprendre sur Ar Gedour.
« N’eus ger ebed evid displega al levenez a garg or c’halon pa lidom Pask : or buez a-bez a zo aze, sklêrijennet gand Adsao Jezuz. He bleuniou a zo dispaket gand tommder e garantez, hag he mankou pareet gand gouliou e Basion. Ne ouiem ket e vedom ken karet. Eur vuez nevez a zo kinniget deom, eun amzer da c’houzoud gwelloc’h evid petra e vevom ha petra a reom euz or breudeur ha petra a reom ive euz or bed asamblez.
Bennigom an Aotrou, na vallozom ket, a lavare sant Paol ! Ar vuez a ermited pe dost a rankom beva abaoe eur pennad, hag a c’hell padoud eur pennad mad, a c’houlenn diganeom startaad on liammou dre ar bedenn, ha digeri on daoulagad war ar re a zo er boan. Levenez Pask on-eus da veva : kinniget eo deom ’vel eur prov, hag eur prov da ginnig en dro deom. Jezuz e-unan a zo ganeom ‘vel ma oa gand e ziskibien kraouiet er zal-uhel da abardaez Pask, ha deom e lavar ive : Ar peoc’h ra vo ganeoc’h ! Ha ma ‘z-om glaharet, n’ankounac’haom ket ema oc’h ober hent ganeom war-zu Emmaüs.
Pask laouen deoc’h oll !
Breudeuriaj
Kraouiet da vare vakañsou Pask ! Pebez pasianted om galvet da gaoud ! Eun tañva euz buez ar venec’h, hag evid lod euz buez an ermited, om galvet da veva, ha kement-se ne c’hell beza bevet e peoc’h nemed gand eur garantez don evid ar re all. Aze eo e welom mad pegement e kont ar re all evidom, ha penaoz eo gwiadet or buez gand an daremprejou on-eus ganto.
Eur skeudenn goz a zeu war va spered, hag ar re gosa ahanom o-deus soñj marteze euz an dra-ze. Pa vedon krennard, en eur vond d’an overenn-bred d’ar zul vintin e welen o tremen e-biou din, en tu all euz an hent, ar re a oa o tond en-dro euz an overenn-vintin, hag ec’h en em zaludem heb chom a-zav gand geriou ’vel : «O vond emaout ive !», pe c’hoaz «poent eo din tostaad, rag an trede a zo sonet !». A-wechou, p’en em gaven gand tud hag a oa chomet da baka eur banne goude an overenn, e lavaren «ar gousperou ’peus bet ive etoare !». Eun doare e oa hepkén da zaludi diwar vond, heb starda an daouarn, ‘vel ma ‘z-om galvet da ober hirio.
Ha deuet e vefem hanter-kant vloaz war or c’hiz gand an daremprejou om rediet da gaoud bremañ ablamour d’ar C’hovid-19 ? N’eo ket, rag etretant eo deuet ar bed a-bez beteg en or buez. elleet eo ar re dosta, hag a-wechou zokén n’anavezom ket on amezeien. Ar mare-mañ a graouiadur a c’houlenn diganeom tostaad en-dro ouz ar re a zo en or c’hichenn, ha marteze e tremenom e-biou dezo heb gweled anezo zokén. Sklêrijenn Pask a zo aze da ziskouez deom an hent. Diskibien Jezuz a oa ive kraouiet er zal-uhel, gand aon euz ar Juzevien, ha ni eo gand aon euz ar c’hleñved. ezuz a zeuas, hag a lavaras dezo : «Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h !» Hag e ouezom penaoz he-deus ar peoc’h-se lakeet o aon da deuzi ha kaset anezo da embann dre ar bed a-bez kelou mad ar vreudeuriaj. Peoc’h Pask a zo kinniget deom oll ma fell deom ! Gand eur mousc’hoarz e c’hell ive beza kinniget d’ar re all.