Le mois du breton en pays d’Auray / Miziad ar brezhoneg

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min
Pennad e brezhonegArticle en français

Ur miziad penn da benn e brezhoneg !

Ar bloaz-mañ e teu Sizhunvezh ar brezhoneg da vezañ ur miziad penn da benn e brezhoneg. Aozet eo gant Ti Douar Alre evel ar bloaz tremenet, ha kalz abadennoù a vo kinniget deomp evit dizoleiñ ar brezhoneg pe evit pleustriñ ar yezh er vuhez pemdeziek.

E-pad ar miz-mañ e vo tu d’ober kalz traoù e brezhoneg, bez’ e vo tro-dro tregont abadenn evit ar re vihan hag ar re vras, hag evit an dud a gomz brezhoneg pe ar re n’anavezont ket c’hoazh. Lennadennoù, overennoù vrezhonek, kontadennoù, filajoù, diskouezadegoù, sonadegoù, abadennoù tañva d’ar yezh, droiad-bale, dorioù-digor er skolioù, arvestoù, stalioù-labour hag all hag all !

Da skouer :

  • D’ar sadorn 11/03 : Hag ar gwenan ? Prezegenn kaset e galleg gant Daniel Carré a-ziwar an dastumad lizherioù skrivet gant Loeiz Herrieu d’e vaouez e-pad ar brezel bras.
  • D’ar sul 19/03 : Overenn e brezhoneg penn-da-benn gant an Tad Jean Le Berrigaud en iliz St Per ha St Paol e Mendon.
  • D’ar sadorn 25/03 : Pred kanet e Pleuwigner evit debriñ ha kanañ sonennoù brezhonek.

Tu ‘zo pellgargañ ar programm amañ dindan er stumm PDF.

Programm e brezhoneg     Programm e galleg

Un mois complet en breton !

Cette année, la semaine de la langue bretonne en pays d’Auray organisée par Ti Douar Alre devient un mois complet de la langue bretonne !

Au programme de ce mois de mars entièrement dédié au breton, près d’une trentaine d’activités en breton pour tous les âges et pour tous les niveaux de breton. Des lectures de livre en breton, des messes, des contes, des veillées, des conférences, des spectacles, des concerts, des expositions, des théâtres de marionnettes, des promenades en breton, et plein d’autres choses pour mettre à l’honneur la langue bretonne et pratiquer le breton dans la vie de tous les jours.

Vous trouverez le programme complet en téléchargement ci-dessous.

Programme en breton      Programme en français

À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Jakez Karter : Kavadenner ar C’hanada 🗺 /🇨🇦 Jacques Cartier et le Canada

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min(Br) Jakez Karter en deus roet anvioù mil-vrudet …

Piv a oa Jeanne Malivel ?

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minJeanne Malivel he deus merket don he frantad arzel. …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *