PEDERIEN AR MENEZIOÙ DU

Benead, unan eus an tri gwaz a gont kumuniezh Lann Anna (Poltred "Ya!")
Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 min

Lennet war lec’hienn  Ya !

Er Vouster e Roudoualleg, e-tal steudad brav krec’hioù ar Menezioù Du, ul lec’h kreiz aes da zaremprediñ, eo o deus graet izili Tiegezh Santez Anna o annez. 

Lann Anna, ur plas war ar maez, a ‘z eer di gant un hent a gas d’ar parkeier. Un dachenn vras, ul liorzh vras, un ti bihan kinklet brav, gant arrebeuri simpl hag un tamm mod-kozh. Izeloc’h, kant metr pelloc’h dismantroù tiez kouezhet en o foull, bet renevezet gant ar gumuniezh ha gant sikour ur mañsoner. “Diouzh ar skoazell arc’hant a vez roet deomp gant hor mignoned, ha diouzh an amzer hon eus ez a ar chanter en-dro.” eme Benead, eus Douarnenez, unan eus an tri gwaz a gont ar gumuniezh. Evit poent n’eo bet echuet nemet ar chapel, gouestlet da Santez Anna, hag ar sakristiri stag outi. Chom a ra c’hoazh tri savadur all, renevezet tamm pe damm. “Goude e c’hellimp degemer tud, ar pezh a zo dibosupl deomp evit poent. Met n’ez a ket buan. Dre chañs hon eus mignoned a c’hell sikour.” a gendalc’h paotr Douarnenez.

 

Digoust 

Gant Benead ez eus ivez Fulub, eus Zinzag-Lokrist ha Gweltaz, eus Ploermael. Brezhoneg a vez ingal ganto. Brezhoneg ivez a implijont evit reiñ kentelioù a-zehou hag a-gleiz. E tiez ar re gozh e labouront ivez, evit gounit peadra da vevañ, en ur mod simpl kentoc’h. Klask a reont sevel ul lec’h bevañ kristen ha breizhek war-un-dro “Re a labour en diavaez a virfe ouzhomp da gas hor c’hefridi da benn.” eme Fulub a-raok displegañ danvez ar garg-se, reneveziñ ar c’hantikoù a vez implijet e eskopti Gwened, kas da benn enklaskoù istorel. “Kalz labourioù a reomp evit kas war-raok ar feiz, ar ouiziegezh, ar yezh met ne vez ket tennet gounid eus ar pezh a reomp. N’omp ket gwerzhourion ha re alies e chom frouezh hol labourioù hag hon enklaskoù divrud.” eme Benead. Met n’int ket direnket gant kement-se. Ober o zreuz en un doare uvel, hep direnkañ na klask trouz ouzh den, a seblant bezañ o ger-stur, memes ma santer un tamm dipit eus o ferzh pa gomzont eus tro-spered Iliz Breizh hag hini tud ar vro.

 

Follentez 

“Follentez eo, evit gwir.” a anzav Benead. Met padout a ra o istor, bet kroget e 89 gant galv ar pab Yann-Baol ll da vare ar JMJ e Kompostella. D’ar poent-se e oa-eñ studier ha souezhet gant emzalc’h gallgar ar birc’hirined. Hag eñ gant kamaraded da sevel un delwenn da Santez Anna – “met kalz brasoc’h eget ma oamp e soñj, evit gwir” – bet benniget div wech gant ar pab, bet lakaet da dreiñ eus an eil parrez d’eben dre ar vro goude ar JMJ. Nepell goude e loc’hent gant o breuriezh.

Daoust dezho ren ur vuhez uvel e-kreiz ar vro emaint e-liamm gant ar bed, gant o blog ha zoken gant Facebook. Evel-se emaint e darempred gant tud er bed a-bezh.

ya-paper-niverel2-211x300Koumanantit Ya ! Klikit war ar skeudenn pe amañ evit muioc’h a titouroù.

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD". En 2024, il a également publié avec René Le Honzec la BD "L'histoire du Pèlerinage Militaire International".

Articles du même auteur

KANOMP NOUEL (CHANTONS NOËL) : la richesse des cantiques bretons

Nous vous proposons aujourd'hui une découverte des cantiques bretons du Temps de Noël. Nous avons essayé autant que possible de mettre les liens...

advent-avent

Pour le 1er dimanche de l’Avent : « Mesi deit hep dale »

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minPour ce premier dimanche de l’Avent mais aussi …

Un commentaire

  1. Ne oaren ket la oa tud oc’h ober gant ar spered Feiz-Ha-Breizh en un doare pleustrek evel-se. Interesant eo ar pezh a ginnigont. N’eo ket ar re-se a vev evel menec’h o pediñ e brezhoneg bemdez-doue ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *