An Aotrou Centène, eskob Gwened, a gomz deomp, o pediñ da vevañ da vat Jubile Santez Anna. Lennit amañ e brezhoneg an destenn glok eus e brezegenn e vandenn-kemenn Troveni Santez Anna.
400 vloaz zo, e 1625, en em ziskouezas santez Anna d’ur peizant a Vreizh, Iwan Nikolazig. Drezañ e teuas da gejañ gant pobl Vreizh. Merkañ a ra he donedigezh un adnevezadur speredel evit Breizh, ar frouezh anezhañ a weler c’hoazh hiziv an deiz. He c’houlaouenn a bedas hon tadoù d’en em zigeriñ ouzh sklerijenn ar C’hrist ; he c’hemennadenn a bede anezho da zegemer trehontegezh tadelezh Doue ha da sevel etrezo liammoù a wir vreudeuriezh. En ur c’houlenn diganto adsevel he chapel, a oa bet distrujet ouzhpenn 900 vloaz a oa, e c’halvas anezho da vezañ mein bev an Iliz hag e tiskouezas dezho ne vez morse echuet netra pa vez anv eus ar pezh a fell da Zoue evit silvidigezh E bobl. Ne vez kollet netra evit ar re a zalc’h an Esperañs tost ouzh o c’halon. Gant an Esperañs morse ne vezer kerseet.
400 vloaz goude e tistro Santez Anna da gejañ gant pobl Vreizh.
Ar wech-mañ ne gomzo ket ouzh Iwan Nikolazig nemetken, evit ma vo he mouezh evit ar c’hant peder farrez ha daou-ugent eus an eskopti a zegemero he gweladenn.
He delwenn, ambrouget gant pirc’hirined, a guitaio penn-iliz Santez Anna-Wened d’ar 7 a viz meurzh 2025, deiz-ha-bloaz he c’havadenn, evit ober un droveni hir a dreuz an eskopti betek ar 25 a viz Gouere, an deiz ma vimp holl e Santez-Anna-Wened evit ar Pardon Bras.
Kas da benn an droveni dibar-mañ, ober anezhi un amzer a bedenn evit Breizh hag a avielerezh, zo ur c’hras roet deomp hag ur giriegezh a zo fiziet ennomp. Ra ouzimp respont da intrudu Santez Anna, hi en deus en em ziskuliet deomp en ur lavarout “Me zo Anna, Mamm Mari”.
A-hed hor c’herzhadegoù boutin hag e-kerz pep tennad-hent, betek an degouezhadenn trec’hlidus e Santez-Anna d’ar 25 a viz Gouere, ez omp galvet da reiñ testeni eus bezañs karantezus Santez Anna en hor buhez hag en hor sevenadur breizhek, ha da bediñ hor breudeur ha c’hoarezed a Vreizh da gemer perzh ganeomp en embregadenn speredel-mañ, lorc’h enno gant o hêrezh ha leun a spi evit o dazont.
Pep parrez a zo ganti ur rol a-bouez-bras evit berzh-mat an darvoud-se a lezo he roud er speredoù. Ur wech ouzhpenn e teu santez Anna da gaout ar Vretoned evit nevesaat hon darempred gant Doue hag hon darempred gant ar re all. Deomp eo he degemer a zoare.
Goulennomp diganti hor c’has betek Jezuz. « Santez Anna, Mamm Mari, kasit-ni da Jezuz », evit ma vezo ur gwir zarvoud speredel evit pep hini, evit ma c’hello lavarout pep den en hon eskopti, evel ma lavare André Frossard, « Doue zo anezhañ, graet em eus anaoudegezh gant e vamm-gozh».