Stumm dreist-ordinal an Oferenn / livre de messe FERM

20,00

Livre de messe selon la forme extraordinaire du rit romain, avec prières usuelles.

 

Rupture de stock

UGS : MESS Catégorie : Étiquettes : ,

Description

Da heul motu proprio an Tad Santel ar Pab Benead XVI «Summorum Pontificum » ar 7 a viz gouere 2007 eo bet savet al levrig-mañ.
El levrig-mañ eta e kaver ar pezh a vez lennet ingal bep tro ma vez lidet an Oferenn er stumm-se, anvet dreist-ordinal, e latin eta, gant un droidigezh aketus e brezhoneg, keñver-ha-keñver. Pa n’eus ket a oferennoù brezhoneg, koulz-lavaret e sikouro al levrig-mañ ar vrezhonegerion a gav gwelloc’h mont d’un Oferenn e latin, kentoc’h eget da unan e galleg.

Eil lodenn al levr a zo he fal sikour d’ar bedenn e rez an tiegezhioù, pep hini anezho o vezañ e gwirionez  » ilizoù bihan  » (Mzh. 18, 20). Kanañ a c’hellor eta gant plijadur, er gêr da vihanañ, ouzhpenn hor c’hantikoù boas, testennoù troet diwar al latin ha war donioù gregorian. Abalamour d’o c’hened eveljust, hogen ivez ha da gentañ-penn evit ar gelennadurezh a gaver enno.
Embannadur prevez da c’hortoz un Imprimatur a-berzh an Iliz, gant Imbourc’h, Trelevenez, Kerzu 2009.

106 p., 12 X 18 ktm, 20 €.
Missale romanum post concilium Tridentinum secundum ritum Sancti Pii V juxta editionem typicam Missalis Romani a Beato Joanne XXIII Anno 1962 promulgatam, uti formam extraordinariam Liturgiae Ecclesiae. Interpretatio in lingua armoricana.

  • ISBN 2-910493-26-1
  • EAN 9782910493264

 

Avis

Il n’y a pas encore d’avis.

Seuls les clients connectés ayant acheté ce produit ont la possibilité de laisser un avis.