Saints bretons à découvrir

Santez Anna, Mamm ar Werc’hez Dinamm / Sainte Anne, Mère de l’Immaculée

Amzer-lenn / Temps de lecture : 15 min

Evit klozañ Miz Santez Anna, setu an homelienn en doa distaget warlene an Tad Benoit Arnauld e Lann Anna, ha troet e brezhoneg gant Tiegezh Santez Anna. Embannet eo an homelienn war Ar Gedour gant aotre ar c’humuniezh.

Pennad e brezhonegArticle en français

Emaomp e Breizh, emaomp war un douar benniget, un douar santel, bet dibabet gant Doue evit ma vo enoret santez Anna, Mamm Mari. Deuet omp da zougen bri d’an hini zo bet disklêriet “Patromez Breizh” gant ar Pab sant Pius X, ouzhpenn kant vloaz zo. « Emañ Breizh hor mamm o nijal gant al levenez en devezh kaer-mañ, hag o kanañ meuleudioù Anna, klod Bro-Judea ha mamm Mari. » (1)

D’ar 25 a viz Gouere 1624, diouzh an noz, war-dro 11 eur, derc’hent gouel santez Anna, e teuas war-wel ur vaouez hollskedus a sklêirijenn hag a lavaras e yezh ar vro : « Iwan Nikolazig, n’ho pet ket aon ; me zo Anna, mamm Mari. Lavarit d’ho Person ez eus bet ur chapel dediet d’am anv, en dachenn-mañ a anvit ar Bosennoù, a-raok zoken ma vefe eus ar gêriadenn. Bez’ ez eo an hini gentañ bet savet e Breizh em enor. 924 bloaz zo ha c’hwec’h miz eo bet diskaret ; fellout a ra din ma vo adsavet ha ma pledot gant se, rak Doue a venn ma vin enoret eno. »

« Doue a venn ». N’eus ket anv amañ eus ur c’hoantezon bennak a -berzh Doue, met eus e vennantez wirion. « Doue a venn. » Doue a venn ma vo enoret santez Anna, mamm Mari. “Enoriñ” a dalv amañ anzav he deus santez Anna ul lec’h arbennik en Istor ar Silvidigezh. N’omp ket deuet hepken evit pediñ santez Anna met dreist holl evit he c’hehelañ, eleze evit he zrugareakaat dre ma ‘z eo mamm Mari. « Me zo Anna, mamm Mari ». Evel-se eo en em ginnnig santez Anna. Anna zo Mamm Mari. Ha setu perak ez eo santez Anna ur santez disheñvel diouzh ar sent all. Anna he deus douget en he askre an Hini Engehentet Dinanm, an Hini dibec’h, an Hni hollc’hlan, an Hini zo bet diwallet diouzh ar pec’hed orin dre ur rad o ragarveziñ kevrin ar Groaz. Pebezh rad espar evit gwir !

Santez Anna en em ro da anaout e-keñver he mammelezh : « Me zo Anna, mamm Mari ». Bez’ ez eo mamm Mari. Mamm an Hini Engehentet Dinamm. Bez’ ez eo ivez avat mamm an hini a flastr e benn d’an diaoul. En askre santez Anna e c’hoarvez war un dro kevrin engehentadur dinamm Mari ha kevrin ar Werc’hez o flastrañ e benn da Satan. Neuze eo en askre santez Anna e vez trec’het Satan endeo.
Seurt kevrinoù, hini an Engehentadur Dinamm hag hini faezhidigezh an diaoul en askre santez Anna, a vez kanet splann gant meulgan Gousperoù Kentañ Santez Anna e Dibareg eskobiezh Gwened :

« Engouestlet dre rad an neñv e liammoù ar briedelezh, e vir (Anna) en he askre c’hlan steredenn divarvel ar gwerc’hezed. / O burzhud rad Doue ! En askre santez Anna he mamm eo e voe flastret e benn da euzhvil an ifern gant ar Werc’hez engehentet dinamm. » (2)

Ar vamm a ziskouez dimp hiziv he merc’h. Bez’ ez eo mamm Mari. Hag o-div, Anna ha Mari a ziskouez dimp Jezuz. Ar vamm a ziskouez dimp an hini Dinamm, ha Mari, ar Werc’hez c’hlan, a ziskouez dimp Jezuz, ar Salver, an hini a ro tro dimp da vezañ dinamm d’hon tro. Ul lusk doueel a zo eus ar vamm, santez Anna, betek ar Salver o tremen dre Vari Dinamm, anezhi an hini gentañ eus ar re salvet, an hini gentañ eus ar re zasprenet. Setu ar c’hemenn bet roet da Iwan Nikolazig, arer uvel douaroù Keranna. Emañ Anna ha Mari o tiskouez dimp Jezuz.

Bez’ ez eus peorion ac’hanomp-holl evel ma oa eus Iwan Nikolazig. Hiziv, er Sul-mañ, ez omp pirc’hirined paour e Breizh, deuet d’en em fiziout e mamm-gozh Jezuz a zo hor mamm-gozh ivez. Santez Anna eo a ginnig dimp tremen an devezh-mañ ganti. Emaomp en he annez. Neuze emaomp ivez amañ, e Breizh, evel er gêr. Bez’ ez eus ac’hanomp breudeur ha c’hoarezed vihan da Jezuz. Deuet omp a-gevret da dremen hon ehanoù e ti hor mamm-gozh Anna, hag ez omp ambrouget gant hor mamm vat ar Werc’hez Vari. Evel bugale-vihan o tremen ur pennadig e ti o mamm-gozh, ne dermomp ket d’ober kuzhutadennoù da santez Anna. Dezhi e fiziomp rinoù hor c’halon. Arabat termal d’en em fiziout er vamm-gozh-se en ur vont evel pirc’hirined da unan eus ar santualioù gouestlet dezhi en hor bro.

Evel an holl vugale vihan en em lakaomp ken eeun ha tra war barlenn santez Anna. Evel ma tougas Mari ha Jezuz war he barlenn. Digeriñ a reomp hor c’halon d’hor mamm-gozh santez Anna hag e roomp tro dezhi da anaout hol levenezioù hag hor poanioù. Ya! Hor selaou a ra santez Anna. Evezhiek eo ouzh ar pezh a vuhezomp. Neuze, kredomp goulenn outi seveniñ c’hoazh burzhudoù. Gant lusk hor feiz, deomp war roudoù an holl birc’hirined a ya abaoe ar 17vet kantved da geheliñ Itron Santez Anna e Santez-Anna-Wened ha goulennomp outi reiñ dimp hor goulennoù.

Dilezomp bremañ e kalon hor mamm-gozh holl hor sammoù, hor c’hleñvedoù, hon nammoù, hon ankenioù, hon enkrezioù…
Goulennomp outi ar pare : pare korfel, pare buhezel ha bredel, pare speredel. Goulennomp outi ul labour pe un ti da gavout. Goulennomp outi ar peoc’h hag an unaniezh evit un tiegezh pe c’hoazh ma vo roet ur bugel. Goulennomp ouzh santez Anna ar frealz en daeroù, an nerzh-kalon e stourmoù ar vuhez, ar sklêrijenn e noz an amprou hag en digalonegezh. Goulennomp outi galvidigezhioù d’ar velegiezh ha d’ar vuhez lean.

Bezomp divarteze n’eo ket selaou hepken hor pedennoù hag hon aspedennoù a ra santez Anna. Goulenn a ra ouzh he Mab bihan, Jezuz azeuladus, selaou outo. Doue eo en deus mennet ma voe evel-se, o lakaat da vezañ dizoloet e douar Breizh, d’ar 7 a viz Meurzh 1625, delwenn santez Anna. Den ebet, spi am eus, ne zeuio er-maez eus an oferenn-mañ en enor da santez Anna hep bezañ resevet ur rad arbennik. Ur vamm-gozh a vez bepred o voumounañ he bugale-vihan. N’o lez ket da vont kuit hep profoù.

Ar rad kentañ a vo hini un andreiñ gwirion, hag ur peoc’h don er galon. Hiziv ez eo dre Vreizh a-bezh deiz santel PARDON Bras Santez Anna. Rad ar pardon a vez roet dimp hiziv. Pardon en hor c’humuniezh, pardon en hon tiegezhioù. Bez’ hon eus holl un diskarez da reiñ pe da zegemer. Setu petra eo an andreiñ. Kemm e galon evit ma c’hello karantez Doue kemer he lec’h penn-da-benn. Andreiñ a dalv reiñ holl al lec’h en hor boud, en hor buhez a-bezh, da Jezuz hag a zo karantez, pardon, trugarez. An hevelep Jezuz eo, leun a garantez hag a drugarez, hol laka gantañ e kalon hor mamm-gozh Anna hag e kalon hor mamm ar Werc’hez Vari, an Hini Engehentet Dinamm evit ma kreskfemp en oad hag e furnez. Ya ! Ma reomp hon annez e div galon seurt mammoù, neuze e chomomp gant Jezuz, rak Anna ha Mari ne baouezont ket, e don o c’halon, da zougen o mab-bihan hag o mab.

« Ho kevarc’hañ a reomp, santez Anna illur. Bezit benniget dreist an holl wragez, dre m’hoc’h eus bet an eurvad da zougen en hoc’h askre ar Werc’hez Vari, santel ha dinamm, Mamm da Zoue. Kemer a reomp perzh el levenez a voe ho hini p’hoc’h eus he ganet ha p’hoc’h eus he c’hinniget d’an Tad eus an neñv en Neved. Ho pediñ a reomp, o mamm vat, d’hor c’hinnig d’ho merc’h karet ha d’he mab Jezuz. Bezit hon alvokadez hag hon gwarezourez e-kichen Jezuz ha Mari, rak mard omp grataet da gaout skoazell diganeoc’h, o santez Anna hor mamm, e c’hellomp gortoz pep tra digant ho hanterouriezh. Setu va holl
fiziañs.» (3)

 

Nous sommes ici, en Bretagne, sur une terre bénie, sur une terre sainte, sur une terre choisie par Dieu pour que soit honorée sainte Anne, Mère de Marie. Nous venons honorer celle que le pape saint Pie X, il y a plus de 100 ans, a déclarée “Patronne de la Bretagne.” « La Bretagne, notre mère, est transportée de joie en cet heureux jour, et chante les louanges d’Anne, l’honneur de la Judée et la mère de Marie. » (1)

Dans la nuit du 25 juillet 1624, vers 23h, la veille de la fête de sainte Anne, une dame apparut toute resplendissante de lumière, et dit, dans la langue du pays : « Yves Nicolazic, ne craignez point ; je suis Anne, mère de Marie. Dites à votre Recteur que, dans cette pièce de terre que vous appelez le Bocennou, il y a eu, même avant qu’il existât un village, une chapelle dédiée en mon nom. C’était la première qu’on
eût bâtie en Bretagne en mon honneur. Il y a 924 ans et 6 mois qu’elle a été ruinée ; je désire qu’elle soit rebâtie et que vous preniez ce soin, parce que Dieu veut que j’y sois honorée. »

« Dieu veut ». Il ne s’agit pas d’un simple désir de Dieu mais bien de sa volonté. « Dieu veut ». C’est la volonté de Dieu que soit honorée sainte Anne, mère de Marie. “Honorer” c’est reconnaître que sainte Anne a une place toute particulière dans l’Histoire du Salut. Nous ne venons pas uniquement prier sainte Anne mais nous venons aussi et surtout l’honorer, c’est-à-dire la remercier d’être la mère de Marie. « Je suis Anne, mère de Marie ». C’est ainsi que sainte Anne se présente. Anne est mère de Marie. Et c’est pour cette raison que sainte Anne est une sainte différente des autres saints. Anne est en effet celle qui a portée en son sein l’Immaculée Conception, la sans tâche, la toute pure, celle qui a été préservée du péché originel par une grâce d’anticipation du mystère de la Croix. Quelle grâce extraordinaire, n’est-ce pas?
Anne se définit par rapport à sa maternité : « Je suis Anne, mère de Marie.» Elle est mère de Marie. Elle est mère de l’Immaculée Conception. Mais elle est aussi mère de celle qui écrase la tête du démon. Dans le sein de sainte Anne se réalise à la fois ce mystère de la conception immaculée de Marie mais aussi celui de la Vierge qui écrase la tête de Satan. C’est donc dans le sein de sainte Anne que Satan est déjà vaincu. L’hymne des 1ères Vêpres de sainte Anne, dans le propre du diocèse de Vannes, chante magnifiquement ces mystères de l’Immaculée Conception et de la défaite du diable dans le sein de sainte Anne :

« Engagée par la grâce du Ciel dans les liens du mariage [Anne] renferme dans son chaste sein l’étoile immortelle des vierges. / O miracle de la divine grâce ! c’est dans le sein de sainte Anne, sa mère, que la Vierge conçue sans péché écrasa la tête du dragon infernal ». (2)

La mère nous montre aujourd’hui sa fille. Elle est mère de Marie. Et ensemble, Anne et Marie, nous montre Jésus. La mère nous montre l’Immaculée, et Marie, la Vierge pure, nous montre Jésus, le Sauveur, celui qui nous rend immaculés. Il y a tout un mouvement divin qui va de la mère sainte Anne jusqu’au Sauveur en passant par Marie Immaculée, la première des sauvés, la première des rachetés. C’est ce message qui est donné à Nicolazic, l’humble laboureur de la terre de Keranna. Anne et Marie nous montre Jésus. Nous sommes tous des pauvres comme l’était Yves Nicolazic.

Nous sommes aujourd’hui, en ce dimanche, de pauvres pèlerins sur cette terre de Bretagne, pour nous confier à la grand-mère de Jésus qui est aussi notre grand-mère. C’est sainte Anne qui nous invite aujourd’hui à vivre cette journée avec elle. Nous sommes chez elle. Nous sommes donc ici, en Bretagne, chez nous. Nous sommes tous les petits frères et les petites sœurs de Jésus. Nous venons ensemble passer
nos vacances chez notre grand-mère Anne, et nous sommes conduits par notre maman la douce Vierge Marie. Comme tous les petits enfants en visite chez leur grand-mère, nous n’hésitons pas à faire des confidences à sainte Anne. Nous lui confions les secrets de nos cœurs. N’hésitons pas à nous confier à cette grand-mère en allant en pèlerin vers l’un de ses sanctuaires.

Comme tous les petits enfants, nous nous plaçons simplement sur les genoux de sainte Anne. Ses genoux ont porté Marie et Jésus. Nous ouvrons notre cœur à notre grand-mère sainte Anne, et lui faisons part
de nos joies et de nos peines. Oui ! sainte Anne se met à notre écoute. Elle est sensible à ce que nous vivons. Alors osons lui demander d’accomplir encore des miracles. Avec toute notre foi nous mettons nos
pas dans ceux de tous ces pèlerins qui, depuis le 17ème siècle, viennent honorer Madame Sainte Anne à Sainte-Anne-D’auray et lui demander d’exaucer leurs prières.

Déposons maintenant dans le cœur de notre grand-mère Anne tous nos fardeaux, nos maladies, nos infirmités, nos angoisses, nos inquiétudes… Demandons-lui la guérison : guérison physique, guérison morale et psychologique, guérison spirituelle. Demandons-lui qu’un emploi ou qu’une maison soit trouvée. Demandons-lui qu’une famille retrouve la paix et l’unité ou qu’un enfant soit donné.
Demandons à sainte Anne le réconfort dans les pleurs, le courage dans les combats de la vie, la lumière dans la nuit de l’épreuve et du découragement. Demandons-lui aussi des vocations sacerdotales et  religieuses.

Soyons sûrs que sainte Anne ne fait pas qu’entendre nos prières et nos supplications. Elle demande à son adorable petit fils Jésus de les exaucer. C’est Dieu qui l’a voulu ainsi en faisant sortir de cette terre bretonne, le 7 mars 1625, la statue de sainte Anne. Personne, je l’espère, ne sortira de cette messe en l’honneur de sainte Anne sans avoir reçu une grâce toute particulière. Une grand-mère gâte toujours ses petits enfants. Elle ne les laisse jamais repartir sans leur faire des cadeaux.

La première grâce sera d’abord celle d’une conversion sincère et d’une grande paix intérieure. C’est aujourd’hui, dans toute la Bretagne, le saint jour du grand PARDON de sainte Anne. C’est cette grâce de pardon qui nous est donnée aujourd’hui. Pardon dans notre Communauté, pardon dans nos familles. Nous avons tous un pardon à donner et un pardon à recevoir. C’est cela la conversion. C’est changer son cœur pour que l’amour de Dieu y prenne toute la place. La conversion, c’est donner, dans notre être et dans notre vie, toute la place à Jésus qui est amour, pardon, miséricorde. C’est ce Jésus amoureux et miséricordieux qui, pour que nous grandissions en âge et en sagesse, nous place avec lui dans les cœurs de notre grand-mère Anne et de notre maman la Vierge Marie, l’Immaculée Conception.
Oui ! si nous sommes dans ces deux cœurs maternels alors nous sommes avec Jésus car Anne et Marie ne cessent de porter en elles, en l’intimité de leur cœur, leur petit-fils et fils.

« Nous vous saluons, illustre sainte Anne. Soyez bénie entre toutes les femmes, parce que vous avez eu le bonheur de porter dans votre sein la sainte et immaculée Vierge Marie, Mère de Dieu. Nous prenons la plus vive part à la joie que vous avez éprouvée en la mettant au monde et en l’offrant au Père céleste dans le Temple. Nous vous conjurons, ô bonne mère, de nous présenter à votre fille bien aimée et à son fils Jésus. Soyez notre avocate et notre protectrice auprès de Jésus et de Marie, car si nous sommes assez heureux pour trouver grâce auprès de vous, ô sainte mère Anne, nous pouvons tout attendre de votre intercession. Ainsi je l’espère ». (3)

1. Nouveau missel très complet de Vannes 1906 Offices propres du Diocèse de Vannes 26 juillet p. 74
Hymne Lucis beatae gaudiis §1
2. Id. §3-4
3. Les grandeurs de sainte Anne, Mère de la Vierge Marie par le père G. Saintrain, Ed. Saint-Jean 2009
réédition de 1886 Recommandation à Sainte Anne p. 273.

À propos du rédacteur Redaction

Les articles publiés sous le nom "rédaction" proviennent de contributeurs occasionnels dont les noms sont publiés en corps de texte s'ils le souhaitent.

Articles du même auteur

Alan Stivell : “avoir la hargne, sans complexe, pour faire bouger les choses” (interview)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 13 minQ uel breton n’a pas eu une discussion …

Les saint fondateurs, vénérables témoins de la fondation de nos églises

Amzer-lenn / Temps de lecture : 5 min Nous vénérons au cours des célébrations de …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *