Saints bretons à découvrir

Ul levrig e brezhoneg evit Traonienn ar Sent

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min

Benn an nevez-amzer e vo embannet levrigoù e brezhoneg e Traonienn ar Sent e Karnoed, eo bet laret war lec’hienn France Bleu Breiz Izel.  « Un neubeut a vrezhoneg a oa dija e-barzh an dielloù a veze roet ganeomp met kalz muioc’h a vezo ar gid nevez a vezo mouellet e 2016« , a zispleg deomp Elie Gueguen, eil brezidant ar gevredigezh a ra war-dro Traonienn ar Sent.

_ »D’am soñj eo un dra gaer », eme Ronan Tremel a ra war-dro ar gweladennoù e brezhoneg. « Sur on e raio berzh peogwir pa vez graet gweladennoù e brezhoneg gwir eo vez roet titouroù dre glevet ha sed aze tout. Mankout a rae un dra bennak da chom e-barzh dorn an dud ha marteze awalc’h da studiañ ha benn ar fin setu un dra gaer eo kaout-se_ », emezañ.

 

« Mankout a rae un dra bennak da chom e-barzh dorn an dud » – Ronan Tremel, gid e Traonienn ar Sent

 

Soñjal a ra dezhañ eo un dra normal e vefe benn ar fin kinniget seurt dielloù e brezhoneg. « D’am soñj e veze komzet gant ar sent e brezhoneg d’ar choulz-se, setu reizh eo rentañ enor da Istor ar Vro e brezhoneg eveljust !  » Un dra vat eo ivez evit brudañ ar yezh a glokañ Elie Gueguen, « tost a 140 000 den a  zo deuet e 2015. Diskouez a raio d’ar weladennerien eo bev c’hoazh ar yezh !« 

 

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD".

Articles du même auteur

15 a viz Ebrel : SANT PADERN, ESKOB

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min Sant Padern a seblant bezañ bet ganet, …

Fête de la Bretagne 2024 à Paris, demandez le programme !

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minVenez fêter la culture Bretonne, dans le XIVème …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *