Aujourd’hui, 15 novembre, nous fêtons Saint Malo, l’un des 7 saints fondateurs. Pour en savoir plus sur sa vie, rendez-vous ici.
Tropaire à saint Malo
Mu par l’Esprit divin, tu as navigué sur l’océan des passions en tenant d’une main ferme le gouvernail de la vertu. Abordant une terre nouvelle, tu l’as sanctifié par le témoignage de tes œuvres saintes et ta parole inspirée. Saint pontife Malo, guide-nous par tes prières jusqu’au port du salut.
Daoust hag e oa Malo ur c’hembreat eus tolead Gwent, evel ma lavarer, pe un Iwerzhonad, Mac’h-low e anv (deut da vezañ Maclou, Mahou) diaes eo el lavarout dre sur : hiniennoù, evel-just, a lavar ez eus amañ meur a zen dindan an hevelep Malo-Maclow; ret eo lavarout ez eo gwall luziet an hengounioù a zo deuet dimp diwar-benn hon sant. Seblantout a ra evelkent bezañbet ganet war-dro eil lodenn ar Vl-vet kantved.
Goude bezañen em stummet e manati Lankarvan e Kembre e kuita ar C’hladmorgan evit diskenn war aodoù Breizh, war an enezenn ma chom warni ar penitiour Aaron, a-dal da gêr Alet. War alioù Sant Aaron en em lak Malo da avielañan dud e Alet : ne voe ket hep diaezamantoù bras. Moarvat a-raok Sant Malo e-unan e oa bet dija eskibion e Alet ; ha kenkoulz all ne seblant ket Malo en em ziazezañeno da vat, rak gwelout a reomp anezhañ o vont da avielañbro ar Santones (Saintes) hag o vervel eno. Bet douaret e Saintes, e relegoù a zo bet kaset da Bariz e amzer aloubadegoù an Normaned., e iliz Sant Jakez du Haut Pas, da v-Montreuil-sur-mer, da Longpont (kreisteiz Pariz). Meur a lec’h a zoug e anv hep na seblantfe ar parrezioù-se bezañbet diazezet gant Sant Malo e-unan. ‘Memor e Roazhon)
Pedomp : Doue hag a c’hell pep tra en ho trugarez, c’hwi hag eo bet fellet deoc’h degas ho sklerijenn d’hon tadoù gant prezegerezh Sant Malo, roit dimp-ni hag a denn gloar eus hon anv a gristenion, ar c’hras da ziskouez e oberoù hon buhez ar Feiz a ziskleriomp krediñ a galon enni. Dre H.S.J.K. Amen