30ved Breizh A Gan e Gwened

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 min

VisuelBAG.jpgLazoù-kanañ deus Breizh a-bezh e Gwened evit lidañ kan e brezhoneg !

D’ar Sul 4 a viz Kerzu 14 laz-kanañ, da laret eo tost 700 kaner, deus Breizh a bezh en em gavo e Gwened adaleg 2e, evit gouel meur kan e brezhoneg.
 
Lidet e vo er bloazh-mañ tregonvet Breizh a Gan, a oa bet ijinet gant Jean Ledan ha Jean Gueho, rener Kendalc’h, e 1982. Renket eo bep bloazh gant Kanomp Breizh, kevread lazoù-kanañ Breizh, gant skoazell kengevredigezh Kendalc’h, en ur ger diheñvel deus Breizh istorel. Kinniget e vez bep bloazh, e-pad un abadenn espar, an hini gwellañ eus al lazoù-kanañ a gan e brezhoneg.

Tonioù hengounel, krouidiegezhioù a-vremañ,  al lazoù-kanañ a glask kinnig ur sonadeg a galite evit Breizh a Gan. An devezh-se, tro-dro kan e brezhoneg ziskouez startijenn lazoù-kanañ e Breizh. Meur a wech a zo bet Breizh a Gan ur mare evit kinnig krouidigezhioù skrivet gant muzisianed pe renerien laz-kanañ a-vremañ ( War Varc’h d’ar Mor, kanadeg gant René Abjean, An Aval hag ar C’haliz oberenn skrivet gant seizh rener laz-kanañ Kanomp Breizh, war ur barzhoneg gant Patrick Corlay, La cantate du Bout du Monde gant Jef Le Penven…).

An tregonvet Breizh a Gan, a ginnigo ur roll espar : bodet e vo lazoù-kanañ a oa e penn-kentañ ar Breizh a Gan, hag ivez lazoù-kanañ un tammig yaouankoc’h ha n’ont ket anavezet ken mad gant ar publik. Lod arvesterien Breizh a Gan a zo fidel kenañ d’ar gouel-se : heuliañ a reont ar gouel bep bloazh e Breizh, plijet ha fromet int gant ar sonadegoù-se bep bloazh.
Er bloazh-mañ e vo lazoù-kanañ e pevar lec’h e kreiz-ker Gwened :

Adaleg 2 eur : 3 sonadeg digoust e-barzh chapelioù war porzh Gwened
• chapel Sant-Fransez
                      – Gwalarn Uhel ( Gwitalmeze)
                      – Allah’s Kanañ (kampion Breizh e 2010 ha 2011)
• Auditorium ar Garmes
                      – War Raok (Ar Baol)
                      – Océanis (Trégont)
• chapel C’hoarezed Sant Loeiz
                      – Kanomp Ar Vro (Sant Brieg),
                      – Kanerien ar Goëlo (Sant Ke Porzh Olued)
                      – Les Choralines-Korholen (Bro Gwennrann)

15h : Bale deus ar porzh beteg Palez an Arzoù, heuliet gant sonerien
Pedet e vo an arvesterien da heul an 300 kaner hag ar sonerien, evit mont beteg Palez an Arzoù, da selaou an abadenn veur.

3e30 : Sonadeg krouidigezh e Palez an Arzoù
Dizoloit roll ha krouidigezhioù skrivet gant 7 rener laz-kanañ evit he strollad war ur barzhoneg skrivet gant Tugdual Kalvez. Gant Kanerien sant Karanteg (Karanteg), Awel Dreger (Kor Bro Dreger), Kan Awen (Brest), Anna Vreizh (Naoned), Mouezh Bro Konk (Konk Kerne) et Kanerien sant Meryn (Ploveilh) Kanerion an Oriant (An Oriant), et Mouezh Paotred Breizh.

Hag abadenn diwezhañ gant 14 laz-kanañ:
700 kaner evit lidañ 30 bloazh Breizh A Gan dre kinnig tonioù kanadegoù Breizh brudetañ : Kan evit ar Peoc’h, An aval hag ar C’haliz, Ar c’hornog ruz…

Evit mont e darempred :
Sonadegoù e-barzh chapelioù porzh Gwened : digoust, perzh distal.
Sonadeg meur e Palez an Arzoù : 15€ / studierien, tud dilabour 10€/ digoust – 12 vloazh
Titouroù : www.kanompbreizh.org
Ragprenañ : 06 32 29 79 29 pe kanompbreizh@wanadoo.fr
  
      

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD". En 2024, il a également publié avec René Le Honzec la BD "L'histoire du Pèlerinage Militaire International".

Articles du même auteur

Des idées cadeaux pour Noël en soutenant Ar Gedour

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 minVous vous demandez quoi offrir à Noël ? …

UNE IDEE POUR VOS CADEAUX DE NOEL : offrez le livre de partitions « Kantikoù Nedeleg »

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minKantikoù Nedeleg, c’est ce recueil de chants de …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *