Ar veleien yaouank e 2022 / Les jeunes prêtres bretons

Amzer-lenn / Temps de lecture : 2 min

Pennad e brezhonegArticle en français

Piv eo Ar veleien yaouank e 2022 e Breizh ?

Le jeune prêtre breton Matthieu Vannier.Ijinour, arzour, keginour… A bop seurt micherioù a ra d’ar re yaouank hunvreal hiziv an deiz, met sur ‘walc’h ‘vo cheñchet hent gante div pe deir gwech ‘korf o buhez. Tud all ‘neus choazet un hent disheñvel hag unan hepken : mont da veleg ha da viken.

Gwechall e vize ur person e pep parrouz e Breizh. Hiziv n’eo ket gwir ken, start eo an traoù evit an Iliz, met bep bloaz e vez beleget un toullad tud memestra. Met piv eo ar veleien yaouank just ‘walc’h ? Gant petra ‘vezont broudet ? Ha petra eo o labour war ar pemdez ?

Setu ‘pezh ‘vo gwelet ‘ba 13 munud e Breizh ! Emgav gant un nebeud beleien yaouank, Matthieu Vannier ha Kaourintin Samson, evit kompren gwelloc’h piv int ha petra a vez graet gante.

Ar magazin 13 munud e Breizh a zo un abadenn e brezhoneg, istitlet e brezhoneg hag e galleg, kinniget gant ar chadenn tele Brezhoweb. Ur gelaouadenn nevez en he stumm hag en he c’homzoù, krouet gant ar c’hoant da deurel ur sell dibar e brezhoneg war an darvoudoù pouezusañ a c’hoarvez e Breizh, en ur mod nevez levezonet gant ar modoù deus ar c’hiz. Da welet amañ : Piv eo ar veleien yaouank e Breizh e 2022 ?

Qui sont les jeunes prêtres bretons ?

Le jeune prêtre breton Matthieu Vannier.Ingénieur, artiste, cuisinier… Voilà de nombreux métiers que les jeunes rêvent de faire aujourd’hui même s’ils changeront sûrement de voie deux ou trois fois au cour de leur carrière. D’autres choisissent un seul et unique chemin : devenir prêtre, pour la vie.

Autrefois, il y avait un prêtre dans chaque paroisse. Les choses ont changé aujourd’hui et ce n’est plus aussi simple pour l’église, même si chaque année de nouveau prêtres sont ordonnés. Mais qui sont donc ces jeunes prêtres bretons ? Qu’est-ce qui les anime ? Et quel est leur pain quotidien ?

Dewi est allé rencontrer quelques jeunes prêtres, Matthieu Vannier et Kaourintin Samson, afin de mieux comprendre ce choix de vie dans ce nouveau numéro du magazine “13 munud e Breizh” présenté par Brezhoweb, sous-titré en français et en breton.

Le magazine 13 munud e Breizh est un magazine de société entièrement en breton et sous-titré en français, présenté par Dewi Siberil. L’enjeu majeur de ce magazine est de poser un regard singulier en langue bretonne sur les faits marquants la Bretagne, dans une forme créative et inspirée des nouvelles tendances en vogue.

Un magazine en breton, sous-titré en breton et en français, à revoir ici : Qui sont les jeunes prêtres bretons en 2022 ?



À propos du rédacteur Florent Grouin

Trentenaire, marié, père de famille, et chrétien engagé dans la cité. Florent Grouin est impliqué dans de nombreux projets associatifs ou politiques pour la Bretagne et la promotion de la langue bretonne.

Articles du même auteur

Katekiz e brezhoneg miz Here 2023

Katekiz e brezhoneg / Catéchisme en breton (01/10)

D'ar Sul 1añ a viz Here e vo kaset un abadenn katekiz e brezhoneg evit ar vugale etre 4 ha 9 bloaz. / Dimanche 1er octobre 2023 aura lieu une session de catéchisme en breton pour tous les enfants entre 4 et 9 ans.

Un arload podkastiñ e brezhoneg gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh

Un arload podkastiñ e brezhoneg ! Une appli avec tous les podcasts en breton : (Br) Penaos kaout un arload podkastiñ e brezhoneg, gant an holl bodkastoù e brezhoneg e-barzh ? Sed aze ar pezh a ginnig deoc’h Florent. (Fr) Comment avoir tous les podcasts en breton existant, dans une appli de podcast en breton ? C'est ce que vous présente Florent.

Un commentaire

  1. Pedenn da Itron Varia ar veleien
    Un nebeud ac’hanomp a lavar bemdez ar bedenn da heul evit adavielidigezh Breizh gant beleien santel : kas a c’hellan un imaj santel gant ar bedenn-se d’an neb a c’houlenno. eat@orange.fr
    Itron Varia, Mamm ar C’hrist-beleg, mamm beleien ar bed a-bezh, karout a rit kalz ar veleien, dre ma skeudennont ez-vev ha Mab unganet.
    Sikouret hoc’h eus Jezuz dre ho puhez a-bezh war an douar, hag e sikourit anezhañ c’hoazh en Neñvoù. Hoc’h aspediñ a reomp : pedit evit ar veleien ! « Pedit an Tad a zo en neñvoù evit ma kaso labourerien war e eost » (Mazh. 9, 37).
    Pedit evit m’hor bezo bepred beleien da reiñ deomp ar Sakramantoù, da zisplegañ deomp Keloù Mat ar C’hrist, ha da gelenn deomp ma teuimp da vezañ gwir vugale da Zoue !
    Gwerc’hez Vari, goulennit hoc’h-unan digant an Tad ar veleien hon eus ezhomm kement anezho ; ha peogwir he deus ho Kalon pep galloud warnañ, grit m’hor bezo, A Vari, beleien santel, ha sent war-un dro. Amen.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *